Lao She
Ur skrivagner sinaat e oa Shu Qingchun, sinaeg 舒慶春, pinyin Shū Qìngchūn, Manchoueg Sumuru (1899 – 1966), a zo brudet dre e anv-pluenn Lao She 老舍 Lǎo Shĕ. Dre e romantoù ha pezhioù-c'hoari e voe unan eus pennoù bras lennegezh Sina. Anavezet eo evit e romant 骆驼祥子 Luò tuo xiáng zǐ, "Ar c'hañvalig chañsus"[1], hag e bezh-c'hoari 茶館 Chá guǎn, "An tedi"[2]. Eus ar boblad Manchou e oa, ha gant rannyezh Beijing e rae en e skridoù.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Republik Pobl Sina |
Anv e yezh-vamm an den | 舒庆春 |
Anv-familh | Shū, Sumuru, Šušu Gioro |
Courtesy name | 舍予 |
Lesanv | 老舍 |
Deiziad ganedigezh | 3 C'hwe 1899 |
Lec'h ganedigezh | Beijing |
Deiziad ar marv | 24 Eos 1966 |
Lec'h ar marv | Taiping Lake |
Doare mervel | Emlazh |
Abeg ar marv | beuzadenn |
Lec'h douaridigezh | Babaoshan Revolutionary Cemetery |
Pried | Hu Xieqing |
Kompagnun(ez) | Qingge Zhao |
Bugel | Shu Yi, Shu Yu |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, yezhoù sinaek |
Micher | skrivagner, kelenner skol-veur, dramaour |
Implijer | School of Oriental and African Studies, University of London, Shandong University, University of London |
Karg | National People's Congress deputy, member of the National Committee of the Chinese People's Political Consultative Conference |
Bet war ar studi e | Q10868435 |
Lec'h labour | Londrez, Singapour |
Deroù ar prantad labour | 1919 |
Eight Banner register | Manchu Plain Red Banner |
Relijion | Protestantiezh |
Oberenn heverk | Rickshaw Boy, Four Generations under One Roof |
Buhez
kemmañYaouankiz
kemmañE Beijing e voe ganet d'an 3 a viz C'hwevrer 1899, en un tiezgezh paour eus klan Sūmuru, a oa ezel eus ar Banniel Ruz. Ur soudard e oa e dad, a varvas e 1901 en un emgann enep an Eizh Galloud e-kerzh 义和团运动, Yì hé tuán Yùn dòng, "Emsavadeg ar Vokserien".
Diezhomm e oa kontañ din istorioù roñfled o tebriñ bugale hag all ; gouesoc'h ha krisoc'h eget forzh pe roñfl e veg hag e zent divent a oa er mojennoù e oa an diaouled estren e konte ma mamm din diwar o fenn.
Ha mojennoù hepken eo ar mojennoù, pa oa kant dre gant a wirionez en istorioù ma mamm, ha didro e oa o efed war hon tiegezh a-bezh.
— Lao She, Istor ma buhez
E 1913 e voe degemeret e Trede Skol-Uhel ar Vistri e Beijing (Trede Skol-Uhel Beijing hiziv) hogen ret e voe dezhañ dilezel e studioù eno en abeg da ziaesterioù arc'hant. En hevelep bloavezh e voe degemeret e Skol-Veur ar Vistri e Beijing, hag e 1918 e voe testeniet.
Respet kelenner ha skrivagner
kemmañEtre 1918 ha 1924 e voe Lao She merour hag ezel eus kuzul meur a skol kentañ hag eil derez e Beijing ha Tianjing.
Levezonet don e voe gant Emsav ar 4 a viz Mae 1919.
[Emsav] Ar Pevar a viz Mae a roas ur spered nevez hag ur yezh lennegel nevez din.
Anaoudek on d'a Pevar a viz Mae, peogwir e roas tro din da vezañ ur skrivagner. — Lao She, Istor ma buhez
Eus 1924 betek 1929 e voe prezeger e rann sinaat ar pezh a oa Skol Studioù ar Reter e Skol-Veur London da neuze (bremañ : School of Oriental and African Studies, "Skol Studioù ar Reter hag Afrika"). E-pad e amzer e London e lonkas kalz lennegezh saoznek — Charles Dickens pergen, bamet ma oa gantañ — hag e krogas da skrivañ. Diwar ar maread-se e teu e romant 二马 Èr mǎ, "Daou varc'h"[3]
En hañv 1929 e kuitaas Breizh-Veur da vont da Singapour da gelenn er Skol-Uhel Sinaat. E 1930 e tistroas da Sina, ha betek 1937 e kelennas e meur a Skol-Veur, evel 齊魯大學 Qílŭ Dàxué (Cheeloo University) ha Skol-Veur Shandong e Qingdao.
Evel miliadoù a lenneien e Sina e voe Lao She gwallgaset e-kerzh an Dispac'h Sevenadurel (1966-1976). Taget e voe gant Gwarded Ruz an Dispac'h, a damalle dezhañ bezañ ur c'hilstourmer. Kaset e voe ganto a-hed ar straedoù, ha kannet a-wel d'an holl.
Mezhekaet-bras e voe en e spered hag en e gorf, ha hervez ar c'heleier ofisiel en em lazhas dre veuziñ e Lenn Taiping e Beijing d'ar 24 a viz Eost 1966, d'an oad a 67 vloaz. Ur muntr e oa marteze, hervez ar c'helenner Leo Ou-Fan Lee.[4] Tamallet e voe d'e diegezh bezañ c'hoariet ur perzh e "torfedoù" Lao She, hogen kendelc'her a reas an dud da zastum e skridoù goude e varv, a guzhjont e berniadoù glaou hag en ur siminal, hag a gasjont a di da di a-feur ma tilojent.
D'al livourez ha kaerskrivourez 胡絜青 Hú Xiéqīng (1905-2001) e oa euredet ; ur mab ha teir merc'h a zeuas d'ar c'houblad.
Oberennoù
kemmañAr romant 骆驼祥子 Luò tuo xiáng zǐ, "Ar c'hañvalig chañsus", bet embannet e 1936 hag ar pezh-c'hoari 茶館 "Tedi" deuet er gouloù e 1957 eo oberennoù brudetañ Lao She. Kalz istorioù all a voe embannet a-hed e respetad frouezhus.
骆驼祥子 Luò tuo xiáng zǐ, "Ar c'hañvalig chañsus"
kemmañE 1936 e voe embannet romant pouezus kentañ Lao She, "Ar c'hañvalig chañsus", a zo anavezet er C'hornôg dindan an anv "Kañval Xiangzi" ivez.
Kontañ a ra buhez gwall reuzeudik ur sac'her karr-taksi e Beijing er bloavezhioù 1920, hag unan eus klaseloù al lennegezh sinaek arnevez ez eo deuet da vezañ. E 1945 e voe berzh gant an droidigezh saoznek er Stadoù-Unanet, petra bennak ma oa 骆驼祥子 bet troet hep aotre ha ma oa bet kemmet dibenn en istor evit ma vije laouenoc'h ha tostoc'h da voazioù al lennerien amerikan.
E 1982 e voe graet ur film diwar levre Lao She, Rickshaw Boy e anv, gant ar filmaozer Ling Zifeng, a voe priziet e 1983 e Sina]].
茶館 Chá guǎn, "An tedi"
kemmañUr pezh-c'hoari e teir arvest bet embannet e 1957 eo An tedi". C'hoarvezout a ra en un tedi anvet 语态 Yǔ tài "Ar vouezh", a oa e Beijing eus 1848 betek derc'hent Dispac'h 1949. Kudennoù kevredigezhel ha sevenadurel eo dodenn an oberenn-se, koulz hag ar c'hemmoù a c'hoarvezas e Sina e deroù an XXvet kantved.
E Washington D.C. e voe c'hoariet e miz Here 2005[6].
Labourioù all
kemmañA-douez istorioù brudet Lao She emañ 月芽儿 Yuè yá ér, "Kentroù al Loar", a skrivas e deroù e vuhez a skrivagner.
Kontañ a ra buhez walleürus ur vamm hag he merc'h a ya da c'histi.
Boas e oan da dresañ ur vuhez peurvat, hag evel un hunvre e vije bet...
Met goude-se, pa voe ar wirionez kriz o tostaat din adarre ez eas buan an hunvre da get, ha gwashoc'h eget biskoazh en em santis.
N'eus ket un hunvre eus ar bed-mañ — un ifern bev eo.
— Ar verc'h, e 月芽儿 Kentroù al Loar, Lao She
A-douez e oberennoù pennañ e c'haller menegiñ 四世同堂 Sì shì tóng táng, "Pevar rummad bodet en ur sal", a zo ur romant a zeskriv buhez pobl Sina etre 1944 ha 1950 e-kerzh ar brezel etre Japan ha Sina (1937-1945), pa oa Sina aloubet gant Japaniz, ha 老张的哲学 Lǎo zhāng de zhé xué, "Prederouriezh Zhāng kozh", a voe e gentañ romant bet embannet, e 1926.
E skrid 貓城記 Māo chéng jì, ""Kêrgazh" (Cat City e saozneg), ur flemmgan, a voe lakaet da romant kentañ ar skiant-faltazi sinaek. E 1934 e voe embannet evel un doare damguzh da enselliñ Sina. Skrivet eo bet gant Lao She a-dreuz selloù ur gweladenner war ar blanedenn Meurzh. Kejañ a ra ar gweladenner gant ur sevenadur kozh poblet gant kizhier. Pell dija e oa barr ar sevenadur-se aet da get ha sac'het eo abaoe ; sellet pizh a ra ar gweladenner ouzh respontoù liesdoare keodediz ouzh an nevezentioù a zo deuet eus sevenadurioù all.
Perzh Lao She en Ensavadur Lennegezh Sina
kemmañE saozneg e voe e romant diwezhañ, The Drum Singers ("Ar ganerien taboulinoù"), a voe embannet e Stadoù-Unanet Amerika war-eeun e 1952[7]. Ur film a voe graet anezhañ e 1987 gant ar filmaozer sinaat Tian Zhuangzhuang.
Hêrezh
kemmañA-c'houde diskar Jiang Qing, a oa mestrez war an Dispac'h Sevenadurel, e 1976, e voe adembannet oberennoù Lao She.
E 1979 — seizh vloaz goude e varv — e voe ar skrivagner dizuet gant Strollad Komunour Sina. Meur ag e oberennoù a voe troet e filmoù, en o zouez 我這一輩子 Wǒ zhè yī bèi zǐ, "Istor ma buhez", gant Shi Hui e 1950, "Foz ar paun" (1952, Xian Qun), "Ar c'hañvalig chañsus" (1982, Ling Zifeng), "An tedi" (1982, Xie Tian), "Kentroù al Loar" (1986, Huo Zhuang), Ar ganerien taboulinoù" (1987, Tian Zhuangzhuang).
Evit an douristed e voe "Tedi Lao She digoret e Beijing e 1988 ; kensonadegoù sonerezh hengounel a vez eno, hogen n'eus netra eno diwar-benn Lao She e-unan.
Priz Lao She al Lennegezh (老舍文学奖 Lǎo Shě wén xué jiǎng) zo bet diroet bep eil pe drede bloaz abaoe 2000.
Notennoù
kemmañ- ↑ Rickshaw Boy en droidigezh saoznek, Le Pousse-pousse en hini c'hallek.
- ↑ Diwar skouer kafedi.
- ↑ Ma and son, "Mamm ha mab" en droidigezh saoznek.
- ↑ LEE Leo Ou-Fan, An Intellectual History of Modern China, Cambridge University Press, R-U, 2002 ISBN 978-0-521-79710-8 (en)
- ↑ Rickshaw e saozneg, a zo ur berradur eus ar japaneg じんりきしゃ jinrikisha, "karbed sachet gant un den", eus ar sinaeg 人力车 rén lì chē, heñvelster — Andon : Random House Webster's College Dictionary, New York, SUA.
- ↑ China View (en) OK 20/10/2012
- ↑ WU Hsin-min (1952), Review of Lau Shaw, and S. Y. Shu 'The Drum Singers' The Journal of Asian Studies, 12, pp 83-84 doi:10.2307/2942210 Cambridge Journals Online (en) OK 20/10/2012
Levrlennadur
kemmañ- LAO SHE, Rickshaw Boy : A Novel, Harper Perennial, 2010 ISBN 978-0-06-143692-5 (en)
- LAO SHE, Le Pousse-pousse, Philippe Picquier, 1998 ISBN 978-2-87730-211-1 (fr)
- LAO SHE, Écrits de la maison des rats, Philippe Picquier, 2010 ISBN 978-2-8097-0178-4
- LAO SHE, Gens de Pékin, Gallimard, 1993 ISBN 978-2-07-038727-4
- LAO SHE, Histoire de ma vie, Gallimard, 2002 ISBN 978-2-07-042208-1
- LAO SHE, L'anniversaire de Xiapopo, Éditions You-Feng, 2000 ISBN 978-2-84279-058-5
- LAO SHE, L'enfant du Nouvel An, Gallimard, 2003 ISBN 978-2-07-042828-1
- LAO SHE, L'homme qui ne mentait jamais, Philippe Picquier, 2006 ISBN 978-2-87730-831-1
- LAO SHE, La cage entrebâillée, Gallimard, 2002 ISBN 978-2-07-042497-9
- LAO SHE, La philosophie de Lao Zhang, Philippe Picquier, 2011 ISBN 978-2-8097-0300-9
- LAO SHE, Le nouvel inspecteur, Gallimard, 2008 ISBN 978-2-07-035840-3
- LAO SHE, Les tambours, Philippe Picquier, 2004 ISBN 978-2-87730-736-9
- LAO SHE, Messieurs Ma, père et fils, Philippe Picquier, 2003 ISBN 978-2-87730-676-8
- LAO SHE, Quatre générations sous un même toit, Gallimard, 1998 ISBN 978-2-07-040466-7 (levrenn 1), 978-2-07-041261-7 (levrenn 2)
- YI-TSANG Jung-Sun, L'humour de Lao She, Éditions You-Feng, 1998 ISBN 978-2-84279-035-6
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |