Loeiz XV (Bro-C'hall)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Loeiz XV, ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1710 e Versailhez (Bro-C'hall) ha marvet eno d'an 10 a viz Mae 1774 a voe Roue Bro-C'hall ha Navarra adalek 1715 betek e varv e 1774.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Louis XV |
Anv-bihan | Louis |
Titl noblañs | Duke of Anjou, Daofin, King of France and Navarre |
Deiziad ganedigezh | 15 C'hwe 1710 |
Lec'h ganedigezh | Kastell Versailhez |
Deiziad ar marv | 10 Mae 1774 |
Lec'h ar marv | Kastell Versailhez |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Brec'h |
Lec'h douaridigezh | Basilica of Saint-Denis |
Tad | Loeiz Bro-C'hall (1682-1712) |
Mamm | Maria Adelaide Savoia |
Breur pe c'hoar | Louis, Dauphin of France, Duke of Brittany, Louis, Duke of Brittany |
Pried | Maria Leszczyńska |
Kar | Loeiz XIV, Loeiz Bro-C'hall |
Familh | House of Bourbon in France |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, spagnoleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Micher | art collector, monark |
Karg | King of France and Navarre, French co-prince of Andorra, Duke of Anjou |
Lec'h labour | Versailhez, Pariz |
Deroù ar prantad labour | 1725 |
Dibenn ar prantad labour | 1774 |
Relijion | Iliz katolik roman |
Liv an daoulagad | gell |
Bet erlec'hiet gant | Loeiz XVI |
Erlec'hiañ a ra | Loeiz XIV |
Prizioù resevet | Knight of the Order of the Golden Fleece, Order of St. Andrew |
Oberennoù zo en dastumad | National Gallery of Art |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Mervel a reas e dad pa oa 2 vloaz hag anvet e voe da zaofin en ofisiel. E dad-kuñv e oa ar roue Loeiz XIV, ha pa varvas hennezh e 1715 ne oa-eñ nemet 5 bloaz. E eontr-kozh, dug Orléans, a voe anvet da « rejant ar Rouantelezh » d'an 2 a viz Gwengolo 1715, betek ar 15 a viz C'hwevrer 1723: en dezi-se, krog ar c'hrennard en e 14vet bloavezh, e voe kemeret ar galloud gantañ.
Dimeziñ ha bugale
kemmañBugale hervez ar gwir
kemmañE bried Maria Leszczyńska a c'hanas dek bugel, ha tri anezhe a varvas yaouankik :
- Louise Élisabeth (1727-1759), dimezet da Filippo Iañ Parma, dug Parma
- he c'hoar gevell Anne Henriette (1727-1752),
- Marie Louise (1733), marvet gant ar sifern.
- Louis-Ferdinand de France (1729-1765), Daofin Bro-C'hall, tad da dri roue gall, ar vreudeur Loeiz XVI, Loeiz XVIII, ha Charlez X.
- Philippe Louis, dug Anjev (1733)
- Marie Adélaïde (1732-1800),
- Victoire Louise Marie Thérèse, Madame Victoire (1733-1799)
- Sophie Philippe Élisabeth Justine (1734-1782),
- Thérèse Félicité (1736-1744),
- Louise Marie, aet da leanez.
Serc'hed ha besterd
kemmañEvel d'e dad-kozh Loeiz XIV e voe un toullad brav a serc'hed d'ar roue gall Loeiz XV, ha kalzik a vesterd. E beder serc'h kentañ e voe ar c'hoarezed de Nesle, peder c'hoar a oa merc'hed da Louis III de Mailly, markiz Nesle ha Mailly, priñs Orange. Sede anvioù e serc'hed :
- Louise Julie de Mailly-Nesle, kontez Mailly (1710-1751), dimezet e 1726 (da 16 vloaz) d'he c'henderv Louis-Alexandre, kont Mailly. En 1733 e teuas da vout serc'h ar roue Loeiz XV, ha serc'h ofisiel en 1736. E 1739 avat e voe kemeret he lec'h gant he c'hoar Pauline. Dont a reas en-dro e gwele ar roue en 1741, met en 1742 e voe kaset kuit eus al lez war c'houlenn he c'hoar Marie-Anne ;
- Pauline Félicité de Mailly-Nesle, kontez Vintimille (1712-1741), serc'h d'ar roue Loeiz XV; dimezet en 1739 da Jean-Baptiste, kont Vintimille (1720-1777). Mamm e oa da :
- Charles de Vintimille (1741-1814), lesanvet an Demi-Louis (Hanter Loeiz) dre ma tenne kenañ da Loeiz XV. Markiz al Luc,
- Diane Adélaïde de Mailly-Nesle, dugez Lauraguais (1713-1760) ;
- Marie-Anne de Mailly-Nesle, markizez La Tournelle, dugez Châteauroux (1717-1744).
- Hortense de Mailly-Nesle, markizez Flavacourt
- Markizez Pompadour, pe Jeanne Antoinette Poisson hervez he gwir anv (1721-1764),
En e raok: Loeiz XIV |
Roue Bro-C'hall Roue Navarra 1715 – 1774 |
War e lerc'h: Loeiz XVI |