Razh moueek

(Adkaset eus Lophiomys)
Razh moueek


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Rodentia
Kerentiad : Cricetidae
Iskerentiad : Lophiomyinae
Genad : Lophiomys
Anv skiantel
Lophiomys imhausi
Milne-Edwards, 1867
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar razh moueek (Lophiomys imhausi) a zo ur c'hrigner hag a vev e reter Afrika (Soudan, Soudan ar Su, Eritrea, Etiopia, Djibouti, Somalia, Kenya, Ouganda, Tanzania). Hiniennoù karrekaet zo bet dizoloet en Israel. Bevañ a ra en tachennoù koadek, e toulloù er reier, e kefioù gwez kleuz pe er strouezheg e-kichen dourredennoù.


Doareoù pennañ

kemmañ

Ur razh bras a-walc'h eo, gant ur c'horf 20-40 cm a hirder hag ul lost blevek 15 cm. Marellek eo e vlevenn : gris, gell ha du gant roudennoù ha brizhelloù gwenn. Ur moue a red a-hed e gein.

Emzalc'h

kemmañ

Pa vez nec'het pe direnket ar razh moueek e c'hell sevel e vlev a-bik (tennañ a ra neuze d'un hoc'h-dreinek) hag ezteurel c'hwezh fall, evel ar skoñsed. Ouzhpenn se e c'hell hejañ e gorf gant fiñvadennoù trumm, skrignal e zent ha krozal.

Pignat a ra aezet er gwez hag oberiant eo diouzh an noz.

Ur geotdebrer eo ar razh moueek. En em vagañ a ra diwar frouezh, delioù ha gwrizioù. P'emañ o tebriñ ec'h a war e goazez ha tapout krog er boued gant e bavioù.

Rummatadur

kemmañ

Ar spesad nemetañ eo er genad Lophiomys hag en iskerentiad Lophiomyinae. Ar razh moueek a c'hell bezañ renket ivez er c'herentiad Muridae.

Liamm diavaez

kemmañ

Ar razh moueek e lec'hienn ADW, e saozneg