Louad
kumun ar Mor-Bihan
Gant ar ger Louad e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Louad (disheñvelout).
Louad | ||
---|---|---|
An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Lóyat | |
Anv gallek (ofisiel) | Loyat | |
Bro istorel | Bro Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Gwened | |
Kanton | Ploermael | |
Kod kumun | 56122 | |
Kod post | 56800 | |
Maer Amzer gefridi | Denis Tréhorel 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Ploermael Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Ploermael - Kalon Breizh | |
Lec'hienn web | http://www.loyat.fr/ | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 621 ann. (2019)[1] | |
Stankter | 39 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 42 m bihanañ 32 m — brasañ 130 m | |
Gorread | 41,52 km² | |
kemmañ ![]() |
Louad[2], (bet Loiad e-pad ur pennad e brezhoneg(Daveoù a vank), Loyat e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Ploermael e departamant ar Mor-Bihan.
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
ArdamezioùAozañ
"En sabel, e deir erez dispaket en argant"
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Louad e 1790, he zrev Gourhael a yeas d'ober ur gumun ivez. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Louad da bennlec'h ur c'hanton, hini kanton Louad gant teir c'humun: Gwiler-Porc'hoed, Louad ha Talbont; e bann Ploermael edo. Dilamet e voe kanton Louad ha lakaet e voe ar gumun e kanton Ploermael bet miret ha brasaet e 1801 gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet Louad en Arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[3],[4].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Texier e anv, hag ur c'hure, Le Gendre[5].
XXvet kantvedAozañ
- 119 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,51 % eus he foblañs e 1911[6].
- Seizh den eus ar gumun a varvas e kamp-bac'h Mauthausen; rastellet e oant bet d'an 20 a viz Genver 1944 gant an Alamaned goude ma voe bet lazhet ur soudard alaman e Gwiler-Porc'hoed[7].
- Mervel a reas pevar den all ag ar gumun abalamour d'ar brezel[6].
- Daou zen eus ar Rezistañs ha daou soudard alaman a voe lazhet en un emgannig d'ar 5 a viz Eost 1944[8].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Ardamezeg ar familhoùAozañ
d'Acigné, beskonted Louad ː En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour.
|
- Olivier Delourme (1660-1729), saver ganet e Louad.
GevelliñAozañ
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ KerOfis
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 207
- ↑ Cassini - EHESS - Louad - Fichenn ar gumun
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, pajenn 15
- ↑ 6,0 ha6,1 memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 86-89
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 96
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. 1890