Luskad ar stadoù distag diouzh ar bloc'hoù

Luskad ar stadoù distag diouzh ar bloc'hoù (diwar skouer an alamaneg) pe Luskad ar broioù didu[1] zo ur forom a 120 stad ha n'emaint ket a-du gant pe a-enep unan eus ar bloc'hoù galloud. Goude Aozadur ar Broadoù Unanet ez eo ar brasañ strollad stadoù er bed[2][3]

Ilizi al luskad hiziv. Al liv glas-sklaer zo roet d'ar broioù dezho ur statud arvester.
Luskad ar stadoù distag diouzh ar bloc'hoù
aozadur etregouarnamantel, Aozadur etrebroadel
Deiziad krouiñ1 Gwe 1955 Kemmañ
DiazezerJawaharlal Nehru, Josip Broz Tito, Gamal Abdel Naser Kemmañ
PrezidantNicolás Maduro Kemmañ
Darvoud-alc'hwezNon-Aligned Movement summits Kemmañ
Palpeoc'h Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://nam.go.ug/ Kemmañ

Kregiñ a reas al luskad goude Brezel Korea, evel ur striv a-berzh broioù zo da gempouezañ disparti prim ar bed e-pad ar Brezel yen, ma oa savet bloc'hoù disheñvel gant daou c'halloud bras a loc'he ur politikerezh da sachañ ar peurrest eus ar bed en unan eus ar c'hampoù. An URSS e oa ar c'hentañ anezhe, e penn ar bloc'h komunour hag e hini Pakt Varsovia, hag egile e oa strollad ar stadoù kapitalour a-du gant Stadoù-Unanet Amerika, en o zouez kalz izili eus Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel. E 1961, hervez ar pennaennoù divizet e Kuzuliadeg Bandung e 1955, e oa diazezet Luskad ar stadoù distag en un doare fetis e Beograd, e Yougoslavia, war atiz prezidant Yougoslavia, Tito, kentañ ministr India, Jawaharlal Nehru, prezidant Egipt, Gamal Abdel Nasser, prezidant Ghana, Kwame Nkrumah, ha prezidant Indonezia, Sukarno[4][5][6]

Heuliet e voe gant Kentañ emvod ar pennoù stad eus Luskad ar broioù distag diouzh ar bloc'hoù[7]. An droienn non-aligned movement a anadas da gentañ da vare ar bempvet emvod e 1976. Ar broioù a gemere perzh en emvod a voe disklêriet "izili al luskad". Termenet e voe pal an aozadur gant Fidel Castro en e zisklêriadenn en Havana e 1979 : asuriñ "an dizalc'hded vroadel, ar riegezh, anterinder an tiriad ha surentez ar broioù distag diouzh ar bloc'hoù" en o "stourm a-enep an impalaerouriezh, an drevadennouriezh, an nevez trevadennouriezh, ar ouennelouriezh, hag holl seurtoù tagadenn estren, dalc'herezh, mestroni, emelladenn pe hegemoniezh koulz hag a-enep politikerezh ar galloudoù bras hag ar bloc'hoù"[8][9].

Bodañ a ra al luskad tost an div drederenn eus izili ar Broadoù Unanet ha 55% eus poblañs ar bed. Un niver bras eus ar broioù en aozadur a vez sellet oute evel broioù o tiorren pe Stadoù eus an Trede bed, daoust ma'z eus ivez un niver a vroioù diorroet.

Kendalc'het en deus al luskad da vezañ oberiant a-hed ar brezel yen, daoust da veur a vrezel etre an izili, ha daoust da izili zo da ziorren liammoù startoc'h gant an URSS, Sina, pe ar Stadoù-Unanet. Abaoe diwezh ar Brezel yen, e 1992, en deus klasket al luskad diorren liammoù lieskostezel ha darempredoù koulz hag unaniezh etre ar broioù o tiorren, e-touez broioù ar Su dreist-holl.

Kuzuliadegoù

kemmañ
 
1 kuzuliadeg e Beograd
 
16vet kuzuliadeg e Tehran

Kuzuliadeg pennoù Stad pe gouarnamant ar broioù distag eus ar bloc'hoù, a vez graet anv anezhi alies evel Kuzuliadeg luskad ar broioù didu eo an emvod pennañ eus al luskad ha dalc'het e vez bep an amzer :[10]

Deiziad Bro degemer Kêr degemer Lugan
1 1–6 a viz Gwengolo 1961   Yougoslavia Beograd
2vet 5–10 a viz Here 1964   Egipt Kaero
3de 8–10 a viz Gwengolo 1970   Zambia Lusaka
4vet 5–9 a viz Gwengolo 1973   Aljeria Aljer
5vet 16–19 a viz Eost 1976   Sri Lanka Colombo
6vet 3–9 a viz Gwengolo 1979   Kuba La Habana
7vet 7–12 a viz Meurzh 1983   India New Delhi
8vet 1–6 a viz Gwengolo 1986   Zimbabwe Harare
9vet 4–7 a viz Gwengolo 1989   Yougoslavia Beograd
10vet 1–6 a viz Gwengolo 1992   Indonezia Jakarta
11vet 18–20 a viz Here 1995   Kolombia Cartagena
12vet 2–3 a viz Gwengolo 1998   Suafrika Durban
13vet 20–25 a viz C'hwevrer 2003   Malaysia Kuala Lumpur
14vet 15–16 a viz Gwengolo 2006   Kuba La Habana
15vet 11–16 a viz Gouere 2009   Egipt Charm el-Cheikh Kengred etrebroadel evit ar peoc'h hag an diorroadur
16vet 26–31 a viz Eost 2012   Iran Tehran Ar peoc'h padus dre ur gouarnamant hollek a-gevret
17vet 13–18 a viz Gwengolo 2016   Venezuela Porlamar Peoc'h, riegezh ha kenskoazell evit an diorroadur
18vet 25–26 October 2019[11]   Azerbaidjan Bakou
19vet Dibenn 2023   Ouganda[12] -


Kadoridi

kemmañ

Dilennet e vez ur c'hadoriad e pep kuzuliadeg[13]. Ar burev kenurzhiañ, diazezet ivez er Broadoù Unanet, eo ar benveg pennañ a dalvez da ren labour task forces, bodadoù ha strolladoù labour al luskad.

Skeudenn Kadoriad Bro a brezid ar guzuliadeg) Strollad politikel Eus Da
  Josip Broz Tito (1892–1980)   Yougoslavia Kevre komunisted Yougoslavia 1961 1964
  Gamal Abdel Nasser (1918–1970) Patrom:Republik Arab Unanet Unaniezh sokialour arab 1964 1970
  Kenneth Kaunda (1924–2021)   Zambia Strollad broadel nanet evit an dizalc'hiezh 1970 1973
  Houari Boumediène (1932–1978)   Aljeria Kuzul dispac'hel 1973 1976
William Gopallawa (1896–1981)   Sri Lanka dizalcʼh 1976 1978
  Junius Richard Jayewardene (1906–1996) Strollad broadel unanet 1978 1979
  Fidel Castro (1926–2016)   Kuba Strollad komunour Kuba 1979 1983
  Neelam Sanjiva Reddy (1913–1996)   India Strollad Janata 1983
  Zail Singh (1916–1994) Kendalc'h broadel India 1983 1986
  Robert Mugabe (1924–2019)   Zimbabwe ZANU-PF 1986 1989
  Janez Drnovšek (1950–2008)   Yougoslavia Kevre komunourien Yougoslavia 1989 1990
  Borisav Jović (1928–2021) Strollad sokialour Serbia 1990 1991
  Stjepan Mesić (ganet e 1934) Unaniezh demokratek Kroatia 1991
  Branko Kostić (1939–2020) Strollad demokratek sokialourien ar Montenegro 1991 1992
  Dobrica Ćosić (1921–2014)   Yougoslavia Dizalc'h 1992
  Suharto (1921–2008)   Indonezia Golkar 1992 1995
  Ernesto Samper (ganet e 1950)   Kolombia Strollad frankizour Kolombia 1995 1998
  Andrés Pastrana Arango (ganet e 1954) Strollad mirour Kolombia 1998
  Nelson Mandela (1918–2013)   Suafrika Kendalc'h broadel afrikan 1998 1999
  Thabo Mbeki (ganet e 1942) 1999 2003
  Mahathir Mohamad (ganet e 1925)   Malaysia Aozadur broadel unanet Malaysia 2003
  Abdullah Ahmad Badawi (ganet e 1939) 2003 2006
  Fidel Castro[14] (1926–2016)   Kuba Strollad komunour Kuba 2006 2008
  Raúl Castro (ganet e 1931) 2008 2009
  Hosni Mubarak (1928–2020)   Egipt Strollad broadel demoktratek 2009 2011
  Mohamed Hussein Tantawi (1935–2021) Dizalc'h 2011 2012
  Mohamed Morsi (1951–2019) Strollad Frankiz ha Justis 2012
  Mahmoud Ahmadinejad (ganet e 1956)   Iran Kevredad saverien Iran islamek 2012 2013
  Hassan Rouhani (ganet e 1948) Moderation and Development Party 2013 2016
  Nicolás Maduro (ganet e 1962)   Venezuela Strollad sokialour unanet 2016 2019
  Ilham Aliyev (ganet e 1961)   Azerbaidjan Strollad Azerbaidjan nevez 2019 2023

Notennoù

kemmañ
  1. Diwan, Geriaoueg an eil derez, "Istor-Geografiezh-Ekonomiezh"
  2. NAM Members & Observers.
  3. About NAM. Non Aligned Movement.
  4. Nehru, Jawaharlal (2004). Jawaharlal Nehru.: an autobiography.. Penguin Books. ISBN 9780143031048. OCLC 909343858. 
  5. Non-Aligned Movement | Definition, Mission, & Facts
    (en)
    .
  6. Mukherjee, Mithi (2010). "'A World of Illusion': The Legacy of Empire in India's Foreign Relations, 1947-62.". The International History Review 32: 2 (2): 253–271. DOI:10.1080/07075332.2010.489753
  7. (1988) "BEOGRADSKA KONFERENCIJA NEANGAŽOVANIH. NESVRSTANOST - Brionska izjava predsednika Tita, Nasera i Premijera Nehrua, jula 1956.", Jugoslavija 1918–1988: Tematska zbirka dokumenata, 2 (in sh), Belgrade : Izdavačka radna organizacija "Rad". 1078–1084 p. ISBN 9788609001086. 
  8. Fidel Castro speech to the UN in his position as chairman of the non-aligned countries movement 12 October 1979.
  9. "Pakistan & Non-Aligned Movement" Diellaouet eno. Board of Investment, Gouarnamant ar Pakistan. 2003.
  10. XVvet kuzuliadeg luskad ar broioù distag diouzh ar bloc'hoù, e Sharm El Sheikh, 11–16 a viz Even 2009: Kuzuliadegoù kozh diellaouet eno
  11. 18th Summit of Non-Aligned Movement gets underway in Baku
    (en)
    .
  12. No:267/21, Information of the Press Service Department of the Ministry of Foreign Affairs of the Republic of Azerbaijan on the Mid-Term Ministerial Conference of the Non-Aligned Movement
    (en)
    .
  13. NAM Summits. Non-Aligned Movement. “Nicolás Maduro Moros, President of the Bolivarian Republic of Venezuela, who was elected by acclamation as Chair of the Non-Aligned Movement (NAM)”
  14. Fidel Castro, o paouez bezañ oberataet eus ar bouzelloù, ne oa ket evit kemer perzh er guzuliadeg hag a gasas en e lec'h e vreur yaouank, Raúl Castro. Sellet ouzh "Castro elected President of Non-Aligned Movement Nations" Diellaouet eno. People's Daily. 16 September 2006.