Manaveg
Ar manaveg zo unan eus ar yezhoù gouezelek, a gomzer en Enez Vanav, etre Breizh-Veur hag Iwerzhon. Kar-nes eo da skoseg. Levezonet eo bet gant ar yezhoù skandinavek.
Manaveg (Gaelg) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Manav |
Rannved : | |
Komzet gant : | 1689 (2001) 46 mammyezher (2005) |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Implijet gant an Tinvaal |
Akademiezh : | Coonceil ny Gaelgey |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | gv |
ISO 639-2 | glv |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | GLV |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Istor
kemmañEn XVIIIvet kantved e oa bev-mat ar manaveg : komzet e veze ar yezh gant 20 000 a dud, da lavarout eo, koulz lavaret, an holl dud a oa o chom en enezenn neuze. E 1765 e voe staget an Enez ouzh Rouantelezh Breizh-Veur, ha gwasket e voe ar yezh adalek ar mare-se. E 1899 e voe savet ur gevredigezh evit mirout ar yezh, Yn Çheshaght Ghailckagh (ar gevredigezh ouezelek). Er bloavezhioù 1930 ne veze kaozeet manaveg evel yezh vamm, nemet gant un nebeud tud. O niver a yae betek 20 e 1946. Er bloavezhioù 1950 e voe kroget gant Yn Çheshaght Ghailckagh d'enrollañ ar gomzerien diwezhañ. An hini diwezhañ anezho, Ned Maddrell, a varvas e 1974.
Manavegerien
kemmañE-keit-se e kroge niver an dud a ouie ar yezh da greskiñ, betek tizhout un nebeud kantadoù. E niveridigezh 1991 e voe kavet 634 den a gomze manaveg evel eil yezh, diwar 72 000 a enezidi. Lod eus an dud-se zo krog da zesevel o bugale e manaveg.
Hervez niveridigezh 2001 e oa 27 den a oa ar manaveg o yezh kentañ ha 1689 o eil yezh, ar pezh a zo 2,2 % eus ar boblañs.
Un doare adsav splann zo. Abaoe 1992 e c’hell an holl vugale deskiñ manaveg evel eil yezh er skol. Er bloavezh-skol kentañ e oa bet 1400 skoliad o taremprediñ ar c’hentelioù-se. E kêr Balley Keeill Eoin (St John’s) ez eus ur skol dre soubidigezh zoken (Bunscoill Gaelgagh) bet savet e Gwengolo 2001. 69 bugel a oa skoliataet enni e 2012. Implijet e vez ar manaveg e Parlamant an Enez, an Tinvaal (saozneg: Tynwald), pa vez lennet al lezennoù nevez-votet e saozneg hag e manaveg.
Ar yezh skrivet
kemmañN’eus roud skrivet ebet eus ar manaveg a-raok ar XVIIvet kantved. Skridoù relijiel evel ar Bibl a voe troet e manaveg er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved. An testennoù a zo bet embannet abaoe zo skridoù relijiel ha kanaouennoù dreist-holl.
Gwall zisheñvel eo doare-skrivañ ar manaveg diouzh hini an iwerzhoneg pe hini skoseg. Bez' ez eo un doare levezonet gant boazioù skrivañ ar saozneg.
Skouerioù gerioù e manaveg
kemmañManaveg | Skoseg | Iwerzhoneg | Saozneg | Brezhoneg |
Moghrey mie | Madainn mhath | Maidin mhaith, Dia duit ar maidin | Good morning | Demat (da vintin) |
Fastyr mie | Feasgar math | Dia duit | Good afternoon | Demat (goude merenn) |
Slane lhiu | Beannachd leibh | Slán leat | Goodbye | Kenavo |
Gura mie eu | Tapadh leibh | Go raibh maith agat | Thank you | Trugarez |
baatey | bàta | bád | boat | bag |
barroose | bus | bus | bus | bus, karr-boutin |
blaa | blàth | bláth | flower | bleunienn |
booa | bò | bó | cow | buoc'h |
cabbyl | each | capall, beathach, each | horse | marc'h, jao |
cashtal | caisteal | caisleán, caisteall | castle | kastell |
creg | creag, carraig | carraig | rock | maen, roc'h |
eeast | iasg | iasc | fish | pesk |
ellan | eilean | oileán | island | enez |
gleashtan | càr | carr, gluaisteán | car | karr-tan |
kayt | cat | cat | cat | kazh |
moddey | cù, madadh | madadh, madra | dog | ki |
shap | bùth | siopa | shop | stal |
thie | taigh | teach | house | ti |
eean | eun | éan | bird | evn, lapous |
jees | dithis | dís, beirt | pair | daou (zen) |
An niveroù e manaveg
kemmañManaveg | Skoseg | Iwerzhoneg | Brezhoneg | |
1 | un / nane | aon | aon | unan |
2 | daa / jees | dà | dhá / a dó | daou |
3 | tree | trì | trí | tri |
4 | kiare | a ceathair / ceithir | a ceathair / ceithre | pevar |
5 | queig | còig | cúig | pemp |
6 | shey | sia | sé | c'hwec'h |
7 | shiaght | seachd | seacht | seizh |
8 | hoght | ochd | ocht | eizh |
9 | nuy | naoidh | naoi | nav |
10 | jeih | deich | deich | dek |
11 | nane jeig | aon deug | aon déag | unnek |
12 | daa yeig | dà... d(h)eug / a dhà dheug | dhá... d(h)éag / a dó dhéag | daouzek |
Levrlennadur
kemmañ- Arzel Even, Istor ar Yezhoù Keltiek, Hor Yezh
- Tadhg O hIfearnáin, L'île de Man, Skol-Uhel ar Vro
- Padrig ar Besko, Dornleor Manaveg, Emgleo Breiz
Liammoù diavaez
kemmañ- evit klevet manaveg [1]