Aurora von Königsmarck

Aurora von Königsmarck pe Marie Aurora von Königsmarck (1662 - 1728) a oa ur gontez alaman ha svedat, brudet he spered hag he c'hened. Serc'h e oa da Friedrich August Iañ von Sachsen (1670-1733), anavezet ivez evel August der Starke (an hini kreñv), roue Pologn.

Aurora von Königsmarck
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh santel roman german, Sveden Kemmañ
Anv-bihanMaria, Aurora Kemmañ
Anv-familhKönigsmarck Kemmañ
Deiziad ganedigezh28 Ebr 1662 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSchloss Agathenburg Kemmañ
Deiziad ar marv16 C'hwe 1728 Kemmañ
Lec'h ar marvQuedlinburg Kemmañ
Lec'h douaridigezhAbati Quedlinburg Kemmañ
TadKurt Christoph von Königsmarck Kemmañ
MammMaria Kristina Wrangel Kemmañ
Breur pe c'hoarAmalia Wilhelmina von Königsmarck, Philipp Christoph von Königsmarck, Karl Johann von Königsmarck Kemmañ
Priedtalvoud ebet Kemmañ
Kompagnun(ez)Aogust II Kemmañ
BugelHermann Moritz Saks Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsvedeg Kemmañ
Micherprovost, aktour, skrivagner, drawer, Valido Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Present in workAugustus the Strong Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://nordicwomensliterature.net/writers/konigsmarck-maria-aurora-von/ Kemmañ
Marie Aurora von Königsmarck
Kastell Agathenburg, lec'h he bugaleaj
Ar priñs Friedrich August Iañ von Sachsen (1670-1733), Dilenner Sachsen ha roue Pologn

He buhez kemmañ

Bugaleaj kemmañ

Ganet e oa e Stade, e dugelezh Bremen, war lez ar stêr Elbe. Merc'h e oa d'ar c'hont Kurt Christoph von Königsmarck (1634-1673) marvet e seziz Bonn, ha da Maria Christina von Wrangel (1628-1691), ha merc'h-vihan da Hans Christoph von Königsmarck (1600-1663). An eil bugel hag ar verc'h kentañ e oa. Daou vreur he doa: Philipp Christoph von Königsmarck ha Karl Johann von Königsmarck, hag ur c'hoar, Amalia Wilhelmina. Ouzhpenn-se e oa hanterc'hoar d'ar brezelour svedat Carl Gustav Wrangel, kont Salmis.

Yaouankiz kemmañ

He yaouankiz a dremenas e kastell Agathenburg. Pa varvas o zad e 1673 eo o mamm a gemeras ar stur en tiegezh. Adalek 1677 e veajas da weladenniñ douaroù an tiegezh en Alamagn ha Sveden.
E Sveden edo gant he c'hoar Amalia e-touez an dud brudet a gemeras perzh e c'hoariva al lez, paeroniet gant ar rouanez Ulrika Eleonora av Danmark. E 1684 e c'hoarias Aurora e-barzh Iphigénie, pezh ar Gall Jean Racine, c'hoariet gant maouezed hepken; hi an hini a oa Agamemnon. Kentañ gwech e oa, diouzh a ouzer, da c'hoari ur pezh gant maouezed hepken er vro. Daremprediñ a rae saloñs ar varzhez Sophia Elisabet Brenner.

Serc'h kemmañ

E 1691, pa varvas he mamm, e kuitaas Sveden, ha gant he c'hoar e tremenas meur a vloaz e Hamburg ma voe brudet he c'hened hag he donezonoù. E 1694 ez eas da Dresden, da glask roud eus he breur Philip Christoph von Königsmarck, nijet kuit eus Hanover ne ouie den penaos. Goulenn a reas skoazell digant an Dilenner Frederick Augustus Iañ da gavout Philip, ha ma vije marvet, skoazell da ziluziañ an aferioù susit. Ur pennadig goude e oa deuet da vout serc'h ofisiel an Dilenner. E miz Here 1696, e kêr Goslar, e c'hanas Aurora he mab Maurice, a zeuas da vout ur jeneral brudet.
Buan avat ez eas skuizh August gant Aurora, ha hi a glaskas bezañ anvet da abadez Abati Quedlinburg, a oa perc'hennet gant an Impalaeriezh santel, pezh a dalveze kement ha bezañ anavezet da briñsez, ha kaout en-dro douaroù kollet he ziegezh e Sveden. Ober a reas ivez war-dro desevel he bugale, a oa ivez bugale d'ar roue.
He mignonez Maria Aurora von Spiegel, bet sklavez e Turkia ha plac'h a gambr gant Aurora von Königsmarck, a gemeras he lec'h e gwele ar roue.


Goude kemmañ

E miz Genver 1698 e voe anvet da abadez -kenrenerez, hag e 1700 da briolez, pe provostez (?) an abati, met o chom e oa e Berlin, pa ne veze ket e Dresden pe Hamburg. E 1702 e voe kaset a-berzh August da gannadez da Charlez XII, roue Sveden, d'e gamp goañv a oa betstaliet e Courland, met tro wenn a reas.
Mervel a reas e 1728, da 65 bloaz, e Quedlinburg.

En em dennañ a reas-hi neuze da abati Quedlinburg, ma voe priolez, ha dre-se priñsez eus an Impalaeriezh Santel, hag ober a reas war-dro he bugale.

Bugale kemmañ

Daou vugel bastard he doe:

He deskadurezh kemmañ

Aurora a oa desket bras, komz a rae meur a yezh, soniñ a rae lud ha viola da gamba. Skrivañ a rae, hag un toullad oberennoù he deus savet, ur ganaouenn, ur ganadenn. Ar barzh svedek Carl Snoilsky a ra anv anezhi en ur varzhoneg hir eus e zastumad Svenska bilder.

Levrlennadur kemmañ

  • Margareta Beckman, Aurora von Königsmarck, svenska bland fältherrar i stormaktstidens Europa, Stockholm 1998
  • Voltaire, Histoire de Charles XII, Oeuvres completes, Tome XXII, Paris 1821. 89-90 pp.