Priapos

(Adkaset eus Mutinus Mutunus)

Priapos (henc'hresianeg : Πρίαπος Príapos) a oa un doue a eil renk, unan eus doueed ar frouezhusted, diwaller ar chatal, ar gwez-frouezh, liorzhoù, hag ardivink-genel ar baotred e mojennoù Henc'hres. Mutinus Mutunus e oa e anv henroman.

Murlivadur d'an doue Priapos, Ti ar Vettii, Pompeii.
Aberzh da Briapos, gant Goya.

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Anavezet mat e oa abalamour d'e vell kalc'h, bepred sonn, ma komzer hiziv eus priapegezh. E liorzhoù bras Roma e veze lakaet hermai, delwennoù dezhañ e koad fiez livet e ruz, da spontañ brini ha da gas ar wallchañs kuit.

Un doue hudur e oa ivez met ne anave ket ar blijadur nag ar speriusted evitañ e-unan.

MojennAozañ

Ganet e oa e Lamsakos, war lez an Hellespont, en Azia. Mab Afrodite ha Dionysos e oa, pe da Hermes, da Adonis, d'an doue Pan pe da Zeus zoken, hervez an oberourien[1].
Dont a ra e galc'h bras eus drougiezh Hera, a oa gwarizi enni abalamour da gened Afrodite. Hag ar vamm gaezh, gant ar vezh, a laoskas he mab da vagañ gant mesaerien ha ne spontent ket rak e venveg.
Hervez oberourien all e oa koshoc'h, un Titan anezhañ, hag a oa bet karget gant Hera da gelenn an armoù da Ares.(Daveoù a vank)

Aberzh un azen a blij dezhañ.
Un noz, p'edo o vont da wallañ Hestia, e voe lakaet an doueez war ziwall gant hinnoadenn un azen. Da zeiz lid Hestia e vez bleuniet pennoù an ezen.
Met un displegadur all zo da gasoni Priapos ouzh an ezen : tabut a oa bet etrezañ hag un azen a oa bet roet ar gomz dezhañ gant an doue Dionysos, war-lerc'h un tamm skoazell en doa roet d'an doue. Kaoz a oa eus pegen hir e oa o c'halc'h. An azen ne oa ket evit Priapos, ha bazhataet e voe gant e enebour betek ar marv.

NotennoùAozañ

  1. "Priapus". The Oxford Companion to World Mythology. David Leeming. Oxford University Press, 2004.