Narges Mohammadi
Narges Safia Mohammadi (farsi : نرگس صفیه محمدی), bet ganet d'an 21 a viz Ebrel 1972 e Zanjan, en Iran[1] zo ur fizikourez, ur gazetennerez hag ur stourmerez evit gwirioù mab-den ; beskadoriadez an aozadur gwirioù mab-den iranat Defenders of Human Rights Center (DHRC) e Tehran eo, ar gadoriadez o vezañ Shirin Ebadi (*1947), Priz Nobel ar Peoc'h e 2003.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Pahlavi Iran, Iran |
Anv e yezh-vamm an den | نرگس محمدی |
Anv-bihan | Nargess |
Anv-familh | Mohammadi |
Deiziad ganedigezh | 21 Ebr 1972 |
Lec'h ganedigezh | Zanjan |
Pried | Taghi Rahmani |
Yezhoù komzet pe skrivet | perseg, azereg |
Micher | human rights activist, kazetenner |
Implijer | Defenders of Human Rights Center |
Bet war ar studi e | Imam Khomeini International University |
Relijion | Twelver Shiism |
E miz Here 2023 e voe deroet ar priz-se da Narges Safia Mohammadi d'he zro « abalamour d'he stourm enep mac'homerezh ar maouezed en Iran ha d'he stourm evit kas war-raok gwirioù mab-den ha frankiz an holl dud »[2].
Stummadur
kemmañNarges S. Mohammadi a voe ganet e Zanjan, kêr-benn ar broviñs heñvelanvet e gwalarn Iran nepell diouzh Mor Kaspia, ha desavet e Qorveh (proviñs Kurdistan), Karaj (proviñs Alborz) hag Osnavieh (proviñs Azerbaidjan ar C'hornôg)[3]. Goude he studi e Skol-veur Etrebroadel Imam Khomeini e Qazvin (proviñs Qazvin), ma voe diplomet e fizik, ec'h eas da ijinourez.
P'edo gant he studi e skrivas meur a bennad e kazetenn ar studierien ma save a-du gant gwirioù ar maouezed ; div wech e voe harzet e-kerzh bodadegoù politikiel studierien eus ar strollad Tashakkol Daaneshjuyi Roshangaraan ("Strollad ar Studierien Sklêrijennet")[1]. Kenderc'hel gant ar c'hazetennerezh a eure e meur a gazetenn gempennelour, en ur stourm evit gwirioù ar maouezed, ar gwir da vanifestiñ ha torridigezh kastiz ar marv. Un dastumad eus he skridoù a voe embannet en ul levr e farsi hepken, Ar adreizhadurioù, ar vellouriezh hag ar c'haderezh[4].
Er bloaz 1999 e timezas gant ar c'hazetenner Taghi Rahmani (*1959), a voe harzet nebeut goude[1]
E 2003, oadet a 31 bloaz, ec'h emezelas e DHRC bet diazezet e 2001 ha renet gant Shirin Ebadi, a voe Priz Nobel ar Peoc'h er bloaz-se end-eeun ; e 2011 e voe beskadoriadez an aozadur[5].
He fried T. Rahmani a zilojas da Vro-C'hall e 2012 goude bet en toull-balc'h e-pad 14 vloaz ; en Iran e chomas Narges Mohammadi gant o daou vugel[5].
Harzidigezhioù
kemmañ- 1998 : harzet e voe N. Mohammadi, 26 vloaz, goude m'he devoa kavet abeg e gouarnamant Iran, ha bac'het e voe e-pad bloaz e toull-bac'h Evin e Tehran.
- 2010 : e miz Ebrel e voe kaset dirak al Lez-varn Islamek Dispac'hel abalamour ma oa ezel eus DHRC ; en eskemm ouzh 50 000 dollar e voe lezet en he frankiz, met harzet e voe a-nevez un nebeud devezhioù war-lerc'h ha toullbac'het. P'edo er vac'h e krogas da glañvaat, gounezet ma oa gant an droukfell ; goude ur mizvezh e voe aotreet da vont d'un ospital.
- 2011 : prosez a voe graet dezhi arre e miz Gouere, dre an abeg ma « rae a-enep surentez ar vro, ma oa ezel eus DHRC, ha ma skigne bruderezh a-enep ar renad » ; kondaonet e voe da dremen 11 bloavezh er vac'h. E miz Meurzh 2012 e voe krennet ar varn da 6 bloavezh gant ul lez engalv ; e miz Ebrel e voe harzet ha bac'het en-dro. Huchadeg a savas a-berzh gant Amnesty International[6], Reporters sans frontières[7], alvokaded er bed a-bezh[8] hag ar British Foreign Office[9]. D'an 31 a viz Gouere e voe divac'het Narges Mohammadi.
- 2014 : goude ur brezegenn dirak bez Sattar Beheshti (1977-2012), a oa marvet diwar jahinerezh e bac'h Tehran, e voe engalvet N. Mohammadi gant lez-varn toull-bac'h Evin hep ma vefe resisaet perak[10].
- 2015 : harzet e voe adarre ha kondaonet da 10 bloavezh toull-bac'h en abeg d'he oberiantez evit paouez gant kastiz ar marv, da 5 bloavezh en abeg m'he devije aozet bodadegoù enep surentez ar vro, da 1 bloavezh evit bezañ bet o skignañ bruderezh enep ar renad dre atersadennoù gant media etrebroadel hag un emgav gant Catherine Ashton eus Kengor Europa[11] — 16 bloavezh en holl.
- 2019 : e miz Genver e voulc'has ur yun-enebiñ en Evin, a-gevret gant an Iranadez-Breiveuriadez Nazanin Zaghari-Ratcliffe, abalamour ma oa bet nac'het outo gwelet ur mezeg[12].
- 2020 : e miz Gouere, en toull-bac'h, e tiskouezas N. Mohammadi azonoù COVID-19, a yeas da get e miz Eost. D'an 8 a viz Here e voe divac'het, hep abeg sklaer ebet[13],[14].
- 2021 : en ur video embannet e miz C'hwevrer e tiskulias penaos e oa bet engalvet div wech gant ul lez-varn e miz Kerzu 2020 en abeg d'un afer a oa bet digoret p'edo bac'het ; nac'h a reas mont, hag embann a eure e nac'hfe kement barn a vefe douget. Er video e tiskulias penaos hi ha maouezed all a oa bet gwallgaset ha harellet ent-revel er vac'h ; disklêriañ a reas ivez n'he devoa bet respont ebet digant ar pennadurezhioù goude savet klemm e miz Kerzu abalamour d'ar fedoù-se. En abeg d'ur sit-in a oa bet aozet gant prizoniadezed politikel en Evin goude muntroù ha harzidigezhioù manifesterien e miz Du 2019 e oa engalvet[15].
- D'ar 16 a viz Du 2021 e voe harzet e Karaj p'edo oc'h enoriñ Ebrahim Ketabdar, a oa bet lazhet gant poliserien e-kerzh ar manifestadegoù a oa bet er vro a-bezh e miz Du 2019. Kondaonet e voe N. Mohammadi da 80 taol skourjez ha 30 mizvezh en toull-bac'h[16].
- 2022 : e miz Kerzu e voe manifestadegoù bras a-c'houde marv Masha Amini en Evin d'ar 16 a viz Gwengolo — ar vaouez, oadet a 22 vloaz, a oa bet harzet gant "polis ar vuhezegezh" ar gouarnamant en arbenn ma touge he hijab en un doare "dizereat". Narges Mohammedi, bac'het bepred, a ziskulias adarre ar gwallgaserezh hag an harellerezh en Evin en un danevell hag a voe skignet gant ar BBC[17]. Miz goude, e 2023, e lakaas embann un danevell a-zivout stad ar maouezed en Evin, a-gevret gant ul listennad 58 prizoniadez a oa bet jahinet pa oant bet aterset[18] ; 57 anezho o devoa tremenet 8 350 devezh en holl en digenvez[19], ha 56 anezho a oa bet kondaonet da 275 bloavezh bac'h en holl[20].
A-glev d'an holl he deus Narges Mohammadi savet he mouezh a-enep ar c'helloù digenveziñ en toulloù-bac'h ; jahinerezh gwenn a ra anezho el levr a skrivas p'edo-hi en digenvez en Evin[21].
Enorioù
kemmañ- 2009 : Alexander Langer Award[22],[23].
- 2011 : Per Anger Prize, deroet gant gouarnamant Sveden[24].
- 2016 : Weimar Human Rights Award[25].
- 2018 : Andrei Sakharov Prize, deroet gant an American Physical Society (APS)[26].
- 2022 : Ar BBC a lakaas N. Mohammadi da unan eus ar 100 maouez awenusañ ha levezonusañ a zo er bed[27].
- 2023 : Olof Palme Prize, a-gevret gant an Ukrainadez Marta Chumalo hag an Durkez Eren Keskin[28] • PEN/Barbey Freedom to Write Award[29] • UNESCO/Guillermo Cano World Press Freedom Prize, a-gevret gant an Iranadezed Elaheh Mohammadi ha Niloofar Hamedi[30] • Priz Nobel ar Peoc'h.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (en) Sahimi, Muhammad. Nationalist, Religious, and Resolute: Narges Mohammadi Frontline, 10/05/2012. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) Lec'hienn ofisiel ar Prizioù Nobel. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) 'Iranian human rights activist Narges Mohammadi gets Nobel Peace Prize @ Sawt Beirut Internationel. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) Mitra, Anwesha. Who is Narges Mohammadi? 10 things to know about jailed Iranian Nobel Peace Prize 2023 winner. Mint, 07/10/2023. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ 5,0 ha5,1 (en) The Guardian, 26/04/2012. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) Amnesty International, 30/04/2011. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) Reporters Without Borders, 10/07/2011. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) 'International Lawmakers Call on Iran to Release Narges Mohammadi, 26/07/2011. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) The Guardian, 28/09/2011. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) 'Judicial Harassment of Human Rights Activist Narges Mohammadi @ Gulf Centre for Human Rights, 14/11/2014. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) 'Iran Human Rights Defenders Report, 2020. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) 'Zaghari-Ratcliffe to go on hunger strike in Iranian jail, The Irish Times, 03/01/2020. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) 'Iran frees activist, cuts her sentence, Deutsche Welle, 08/10/2020. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) 'Iran frees prominent rights activist, news agency reports, Reuters, 08/10/2020. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) 'Annual report on the death penalty in Iran 2020, Iran Human Rights, 2021. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) 'Prominent Rights Activist To Receive Lashes, Serve Time After Her Arrest, Iran International, 17/11/2021. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) 'Iran protests: Activist Narges Mohammadi details 'abuse' of detained women, BBC, 24/12/2022. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) 'Jailed Rights Activists Recounts Ordeal Of Women In Evin Prison, Iran International, 09/02/2023. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) 'Released Female Detainees Chant Anti-Regime Slogans In Front Of Evin Prison, Iran International, 20/01/2023. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) Iran Protests. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) Mohammadi, Narges. White Torture – Interviews with Iranian Women Prisoners. London : OneWorld Publications, 2022 (ISBN 9780861545506)
- ↑ Ur stourmer italian evit ar peoc'h e voe Alexander Langer (1946]-1995).
- ↑ (en) Fundazione Alexander Langer, 18/06/2009. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) National Council of Resistance of Iran, 11/12/2016. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) APS. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) BBC, 06/12/2022. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (sv) Olof Palme Minnesfond, 09/01/2023. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) Pen America. Kavet : 07/10/2023.
- ↑ (en) UNESCO, 04/05/2023. Kavet : 07/10/2023.