Pont-meur Montroulez
Pont-meur Montroulez zo ur savadur hent-houarn graet en XIXvet kantved e kreiz-kêr Montroulez pa voe astennet an hent-houarn Pariz-Roazhon betek Brest.
Stad | Frañs |
---|---|
E tiriad | Montroulez |
Daveennoù douaroniel | 48°34′44″N 3°49′46″W |
Structural engineer | Victor Fénoux |
Crosses | Dosenn |
Statud gladel | monumant istorel enskrivet |
Category for the view of the item | Category:Views of Morlaix from the viaduct |
An hent-houarn
kemmañEmañ pont-meur Montroulez er poent kilometrek (PK) 562,464 eus an hent-houarn etre Pariz-Montparnasse ha Brest. Emañ ivez etre ti-gar Plouigno ha pont-meur Trevidi, e tu ar reter, ha ti-gar Montroulez, e tu ar c'hornôg.
Istor
kemmañPa voe divizet sevel un hent-houarn etre Roazhon ha Brest e voe studiet meur a hentad, en o zouez unan norzh dre Sant-Brieg ha Montroulez hag unan kreiz dre Bondivi ha Kastellin. Kambr-kenwerzh Montroulez a bouezas evit ma vefe dibabet hini an norzh ; an embregerezh Compagnie des chemins de fer de l'Ouest, a oa e-karg eus ar sevel, a gave gwell avat tremen hebiou kêr ar Manu, abalamour d'al labourioù rekis evit en em ober ouzh an torosennadur eno. Erfin, an hent norzh a voe diuzetgant Napoleon III e 1859.
Dizemglev a savas neuze etre ar Gompagnunezh, hag a Kuzul-kêr : e pelec'h sevel an ti-gar ? An eil a felle dezhi sevel ur porzh-houarn war ar bladenn Sant-Varzhin, war ar ribl kleiz, hag ur pont bras war un dro ; an dilennidi a felle dezho ma vije war blasenn ar Marc'hallac'h, uheloc'h gant ar stêr met tostoc'h da greiz-kêr. D'ar 25 a viz Mae 1860 e savas an darn vuiañ eus ar guzulierien-gêr enep ar pont evit abegoù yec'hedel : hervezo e virje a « aveliñ mat ur gêr tamolodet e deun traoñiennoù strizh ». Ar wech-mañ e oa ar galloud gant CF de l'Ouest, ha ne zalc'has ket kont eus enebiezh an Ti-kêr : divizout a reas sevel an ti-gar war an uhel, hag ur pont-meur asambles gantañ.
Labourioù sevel
kemmañD'an 20 a viz Gouere 1861 e voe lañset al labourioù, renet gant ijinour an Hentoù ha Pontoù Victor Fénoux (bet e-karg eus tour-tan ar Maen) hag ar pennijinour Henry Planchat. Nav c'hant den a voe o labourat er chanter, en o zouez bugale evit dougen ar sac'hadoù mortez. Ne oa ket ket aes labourat e kreiz-kêr. Un nebeud tiez re uhel o zoennoù a voe ret diskar a-raok stagañ ganti. Eus trowardroioù kêr e veze degaset an dafar war vag eus ar bae betek ar porzh, pe gant un tren bihan.
E-korf 23 mizvezh e voe kaset al labourioù da benn, ma ne gonter ket an ehanoù, rak paouezet e veze ar chanter e-kerzh ar goañv. D'an 2 a viz Du 1863 e tremenas ar c'hentañ bagon war ar pont, anezhi ur marc'h-du lakaet war ur c'harr sachet gant 19 marc'h. Rentet e voe ar pont da CF de l'Ouest d'an 11 a viz Kerzu 1863 ha digoret d'an tremenerezh d'ar 25 a viz Ebrel 1865. En deiz-se e tremenas ar c'hentañ tren a yeas betek Brest.
Un trede linenn-houarn a voe ouzhpennet war ar pont d'an 28 a viz Gwengolo 1891, pa oa bet digoret un hent metrek etre Montroulez ha Karaez.
Ar vombezadeg saoz
kemmañD'an 29 a viz Genver 1943 e nijas c'hwec'h chaseer bombezer eus ar Royal Air Force a-us kêr Vontroulez, en ur leuskel 43 bombezenn warni. Troc'hañ an hent-houarn a felle d'ar Saozon dre dizhout ar pont-meur. Ur vombezenn hepken a reas mil avat, en ur voulc'hañ ar pont etre an trede hag ar pevare piler. E lec'h all e kêr e tarzhas ar bombezennoù all : 80 den a yeas da Anaon e-giz-se, en o zouez 39 bugel falc'het gant o skolaerez e skol Itron-Varia Lourdez. Ar chapel Itron-Varia an Aeled a voe savet en o c'houn. En holl e voe skoet 150 savadur e kêr, ha diskaret 20 anezho.
Tost da zibistig e oa chomet ar pont. Un nebeud eurvezhioù hepken e voe troc'het an tremenerezh war an hent-houarn, rak buan e voe kempennet gant an Alamaned.
Gant-se e voe tamallet d'ar Saozon bezañ divizet bombezañ ur pont e kreizig-kreiz kêr, pa oa unan ken pouezus all pelloc'h war an hent-houarn — pont-meur Lanvealgon, e-kichen Sant-Brieg, a oa savet pell-mat diouzh lec'hioù annezet.
Ur monumant istorel
kemmañD'an 29 a viz Here 1975 e voe lakaet ar pont-meur war roll ar Monumantoù istorel[1].
Deskrivadur
kemmañ
|
Ar pont-meur zo 65 830 m3 ennañ. Evit sevel anezhañ ez eus bet ezhomm a c'hreunit benet (11 000 m3 ), a vein-pastur krai (52 209 m3 ), a vein-pastur piket (3 401 m3 ), a vein-benerezh (2 724 m3 ), a draezh (20 000 m3 ), a goad (2 500 m3 ) hag a houarn (43 zonenn). N'eo ket savet e mein-benerezh penn-da-benn, evel ma kred lod diwar welout : « N'eus bet implijet mein-benerezh » eme Victor Fénoux, « nemet evit ar sternioù, ar mein-korn, ar bandelloù, ar c'hordonennoù, ar rizennoù hag an azezoù. ».
- 2 502 905 a lurioù o deus koustet al labourioù, 2 674 540 a lurioù ma konter an hent-houarn ouzhpenn. Ar rakvudjed a save da 2 656 500 milion a lurioù.
Fungarr Montroulez
kemmañPa oa an ti-gar war an uhel e voe soñjet sevel ur fungarr evit liammañ kreiz-kêr ouzh ar porzh-houarn nevez. Adalek 1901 e voe meur a raktres, hag e 1905 e voed krog da doullañ un tunnel. Tri bloaz e padas al labourioù, hep gallout biskoazh o c'has da bennvat abalamour ma ne oa ket arc'hant a-walc'h ken, hag abalamour d'ar Brezel-bed kantañ goude-se. En aner e voe klasket adlañsañ al labour er bloavezhioù 1920, hag e 1933 e voe dilezet da vat.
Levrlennadur
kemmañ- Victor Fénoux, « Note sur les travaux de construction du grand viaduc de Morlaix », en Annales des ponts et chaussées: Partie technique. Mémoires et documents relatifs a l'art des constructions et au service de l'ingénieur, 1867, pp. 207-236 (En-linenn)
- François Caron, Le Patrimoine de la SNCF et des chemins de fer français (2 levrenn), Flohic éditions, Paris, 1999, p. 115 (ISBN 2842340698)
- Guy Grattesat, Ponts de France, Presses Ponts et chaussées, Pariz, 1984, p. 109 (ISBN 2859780300)
- Serge Montens, Les plus beaux ponts de France, Bonneton, Pariz, 2001, p. 68 (ISBN 2862532754)
- Marcel Prade, Les ponts monuments historiques, Éditions Brissaud, Poitiers, 1988, pp. 169-170 (ISBN 2903442819)
Notennoù
kemmañ- ↑ (fr) 'Plateforme ouverte du patrimoine (POP)'. Kavet : 21/09/2023.