Saint-Étienne

kumun Bro-C'hall
(Adkaset eus Sant-Etiève)

Saint-Étienne
Saint-Étienne gwelet eus ar Guizay.
Saint-Étienne gwelet eus ar Guizay.
Ardamezioù
Anv arpitanek Sant-Etiève
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Auvergne-Rhône-Alpes
Departamant Loire (prefeti)
Arondisamant Saint-Étienne (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h nav c'hanton
Kod kumun 42218
Kod post 42100, 42000, 42230
Maer
Amzer gefridi
Gaël Perdriau (LR)
2014-2026
Etrekumuniezh Communauté d'agglomération Saint-Étienne Métropole
Lec'hienn web http://www.saint-etienne.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 174 082 ann. (2020)[1]
Stankter 2 177 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
45°26′5″N 4°23′25″E
Uhelderioù kreiz-kêr : 516 m
bihanañ 422 m — brasañ 1117 m
Gorread 79,97 km²

Saint-Étienne e galleg (distagadur IPA: [sɛ̃tetjɛn]) pe Sant-Etiève en arpitaneg, zo ur gêr eus reter-kreiz Frañs, er vro istorel Forez ha rannvro Auvergne-Rhône-Alpes. Pennlec'h departamant al Loire eo. 173 000 a dud a zo o chom enni ha 317 000 a dud ma konter an trowardroioù.

XXvet kantved

kemmañ

Kreñv e oa ar greanterezh er gêr.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi e 2000. Abaoe 2010 eo ezel eus rouedad ar c'hêrioù krouiñ europat an UNESCO.

Tour an Drogerezh, Yalc'h al Labour, an Ti-kêr hag ar Vichererezh armoù emañ e-touezh savadurioù dibar ar gêr.

Douaroniezh

kemmañ

Emañ Sant-Etiève 62 gKm e Mervent Lyon, 51 c'hKm e Gevred Vièna ha 144 c'hKm e Kornôg Clarmont d'Auvèrnhe. E Bro-Forez emañ, e traoñienn ar stêr Furan. Una eus teir c'hêr brasañ Torosad Kreiz eo Sant-Etiève (173 000 a annezidi) war-lerc'h Clarmont d'Auvèrnhe (266 000 a dud) ha Lemojez (183 350 a dud).

Emañ he uhelder etre 422 ha 1 177 metr, ha sav-diskenn kenañ eo ar gêr. Damgevandirel eo an hin dindan delanvad ar menezioù. Yen ha sec'h e vez ar goañv.

Emdroadur ar boblañs

kemmañ

Abalamour d'an dec'hreanteladur eo aet ar boblañs war zigresk etre 1970 ha 2010. 223 000 a annezidi a oa o chom enni e 1968, 178 000 e 2007 ha 170 000 e 2011. En em stabilaat a ra an niver a annezidi war-dro 172 000 abaoe 2010 avat. Kresket en deus un tammig er bloavezhioù 2010 zoken.

Melestradurezh

kemmañ
  • Albert Camus (1913-1960), tremen a reas ar skrivagner er gêr alies pa oa o skrivañ La Peste
  • Jean Dasté (1904-1994), paotr ar c'hoariva poblek
  • Louis de Funès (1914-1983), an aktour a zimezas e Sant-Etiève d'e wreg gentañ Germaine-Louise-Élodie Carroyer e 1936
  • Paul Mesnier (1904-1988), filmaozer
  • Aristide Briand (1862-1932), dilennet e voe ar politikour breizhat kannad Sant-Etiève etre 1902 ha 1919

Sportoù

kemmañ

Gevelliñ

kemmañ

Gant 17 kêr e oa gevellet Sant-Etiève d'an 1 a viz Genver 2012 :

Kenlabour digreizennet

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Dave ha notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.