Sant-Petersbourg
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Sant-Petersbourg pe Sankt-Peterbourg[1] (Санкт-Петербу́рг, Sankt-Peterbourg e rusianeg, stumm berr ha pobl : Пи́тер, Piter), a zo ur gêr vras eus gwalarn Rusia. War delta ar stêr Neva emañ, er reter da bleg-mor Finland war ar Mor Baltel. Eil kêr bobletañ Kevread Rusia eo gant 5 281 579 a dud e 2017, goude Moskov. Ur greizenn vras greanterezh, enklask, kelenn ha sevenadur eo. Eil porzh rusian war ar Mor Baltel eo, goude Primorsk.
Санкт-Петербург Sankt-Peterbourg | |
---|---|
Banniel | Skoed |
Riez | Rusia |
Gouarner | Georgiy Poltavchenko |
Rannvro armerzhel | Gwalarn |
Bann kevredel | Gwalarn |
Soubiekt | Sant-Petersbourg |
Daveennoù lec'hiañ | 59° 57' 00" Norzh 30° 19' 00" Reter |
Gorread | 1 439 km² |
Poblañs | 5 225 690 ann. (2016) |
Stankter | 3 631,47 ann./km² |
Kod pellgomz | 007 812 |
Kod post | 190000—199406 |
Deiz-ha-bloaz | 27 a viz Mae |
Internet | gov.spb.ru |
Lakaet e oa bet savet gant ar tsar Pêr Veur er bloaz 1703. Fellout a rae dezhañ sevel ur gêr nevez ha modern a vefe « ur prenestr digor war Europa » evit lakaat Rusia da vezañ unan eus riezoù bras ar c'hevandir. Kêr-benn impalaeriezh Rusia e oa eus 1712 betek an Dispac'h e Rusia e 1917. Anvet e oa Petrograd (Петрогра́д) etre 1914 ha 1924, ha Leningrad (Ленингра́д) etre 1924 ha 1991 araok kaout e anv orin en-dro da heul ur referendom.
Brudet eo Sant-Petersbourg gant he savadurioù hep o far eus an XVIIIvet kantved. He c'hened hag he c'hanolioù niverus o deus lakaet anezhi da vezañ lesanvet « Venezia an Norzh ». War roll Glad bedel ar bed an UNESCO emañ abaoe 1990.
Douaroniezh
kemmañSavet eo bet war delta geuniek an Neva, e lost Pleg-mor Finland war ribl ar Mor Baltek.
Monumentaoù, mirdioù ha traoù heverk
kemmañIstor
kemmañ- Eil brezel bed: Seziz Leningrad a voe hirañ emgann ar brezel.
Tud dibar
kemmañGanet e Sant-Petersbourg
kemmañ- Vladimir Poutin, prezidant Kevread Rusia.
- Eugene Znosko-Borovsky, mestrc'hoarier echedoù , skrivagner ha kelennour
- Sophie Rostopchine, kontez Ségur (1799-1874), skrivagnerez
- Sacha Guitry (1885-1957), skrivagner ha filmaozer gall
- Dmitri Medvedev (1965- ), kentañ ministr Kevread Rusia
- Svetlana Kuznetsova (1985-), c'hoarierez tennis
Marvet e Sant-Petersbourg
kemmañ- Pêr ar Braz (1672-1725), diazezer ar gêr
- Katelin II (1729-1796), impalaerez
- Aleksandr Sergeyevitch Pouchkin (1799-1837), skrivagner
- Fiodor Dostoyevski (1821-1881), skrivagner
- Piotr Ilitch Tchaikovski (1840-1893), sonaozer
- Grigori Raspoutin (tro-dro 1869-1916), starets breud warnañ
- Bobby Farrell (1949-2010), kaner strollad Boney M
Beziet e Sant-Petersbourg
kemmañ- Jean Victor Marie Moreau, jeneral breizhat.
Kêrioù gevellet
kemmañGevellet eo Sant Petersbourg gant :
Skeudennoù
kemmañ-
Kartenn bannoù Sant-Petersbourg
-
Iliz-Veur Sant Nikolaz ar Vartoloded
-
Ar c'hKunstkammer, savet e 1719 evit lakaat a bep seurt traoù dedennus dastumet gant an impalaer Pêr I ar Meur. Mirdi koshañ Bro-Rusia an hini eo.
-
Iliz-Veur Sant-Salver-war-ar-gwad-skuilhet
-
Ur pezh a-douez miliadoù a reoù all e Mirdi ar Peniti
-
Sant-Petersbourg - XIXvet kantved
-
Plasenn ar Palez
-
Kartenn 1910
-
Ar c'hroazer Avrora
-
Tachenn Meurzh
-
Ar straed Goroc'hovaya
-
Ar c'hoariva Aleksandrinski war blasenn Ostrovski
-
Kartenn (1888)
-
Beg enez Vasilievski
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Jarl Priel, Va zammig buhez, Al Liamm, 1954, p.157, skrivet gantañ «Sankt-Peterburg».