Stéphane Bern (ganet d'ar 14 a viz Du 1963 e Lyon) a zo ur c'hazetenner, animatour radio hag ur c'hinniger er skinwel gall.

Stéphane Bern
Stéphane Bern hag ar gronikerien e 2003 e-pad Le fou du roi war France Inter

Stummadur

kemmañ

Stéphane Bern en deus bet e BAC el lise Carnot e Pariz. Un diplom EM LYON (remziad ESC 1985).

Hentad micherel

kemmañ
  • Kazetennerezh : Etre 1985 ha 1987 e oa pennskridaozer ar gazetenn Dynastie ha kenlabourer gant Voici, da c'houde e labouras evel kazetenner e Jours de France e 1988. E 1999 e teuas da vezañ eilpennskridaozer (rummad Evénements) ar gazetenn Madame Figaro, skriv a ra ivez div wech ar sizhun e Le Figaro.
  • Radio : Graet en deus kronikennoù war familhoù ar roueed war ar radio Europe 1 etre 1992 ha 1997, a-raok mont da labourat war RTL en abadenn Les Grosses Têtes.

Abaoe 2000 e vez produer hag animatour an abadenn Le Fou du roi war France Inter, an abadenn-se a zo an hini selaouet ar muiañ e Bro-C'hall (tro 2 milion a selaouerien) evit al lodenn amzer-se. Ar c'hronikourien brudetañ o vezañ Didier Porte ha Daniel Morin.

  • Skinwel :
    • Kinniget en deus an abadenn Sagas war TF1 e-pad meur a vloaz.
    • Da c'houde en deus kinniget 20 h 10 pétantes (ha neuze Vendredi pétantes hag Samedi pétantes) war Canal Plus.
    • E-pad ar c'houlzad 2006-2007 e kinnige un abadenn tabutoù, war France 2, anvet L'Arène de France. Meur a wech en deus kinniget ivez Des racines et des ailes war France 3.
    • E-kerzh an hañvez 2007 en deus kinniget Un autre monde, un abadenn war sevenadurezhioù disheñvel, war France 2. Un abadenn all a veze kinniget gantañ, anvet e oa Pourquoi les manchots n'ont-ils pas froid aux pieds ?. Echuiñ a reas ar 31 Eost 2007, hervez lod e vefe bet akemeret gant Olivier Minne met n'eo ket bet graet.
    • Er bloavezh 2007-2008 kinnigas S. Bern un abadenn anvet Secrets d'histoire bep sizhun war France 2. D'ar Sul e oa just goude Vivement Dimanche, adskignet e oa bep Meurzh e-pad an noz. An abadenn a oa diwar-benn kevrinoù bras en Istor. Kenderc'hel a reas an abadenn e-pad an hañvez 2008, 4 abadenn nevez a zo bet, 130 e pade bep hini. Rankout a ra distreiñ er c'houlzad 2008-2009. D'an 30a viz Ebrel 2008 e kinnigas Le Lauréat de l'histoire, un abadenn sevenadurel, war France 3.

Ezel eo Stéphane Bern eus Cercle de l'Union interalliée hag an Institut de la Maison Royale de France, paeron ar Club des Jeunes de l'Institut de la Maison Royale de France eo ivez, kerkoulz ha paeron ar prizioù : Prix Oscar-Wilde, Prix Hugues-Capet, hag all.

D'an 10 a viz Meurzh 2008 en deus graet lid-kinnig e delwenn koar er Musée Grévin e Pariz, staliet eo an oberenn-se e-kichen delwenn ar rouanez Elizabeth II Bro-Saoz.

C'hoariva

kemmañ

Respetoù

kemmañ

Kuzulier ti-kêr kozh eus 9vet arondisamant Pariz etre 1999 ha 2001, bet Prezidant ar Conservatoire de Musique eus 9vet arondisamant Lili-et-Nadia-Boulanger.

Oberennoù

kemmañ
  • L'Europe des rois, embannadurioù Lieu Commun, 1988, ISBN
  • Les Couronnes de l'exil, embannadurioù Balland, 1990
  • La monarchie dans tous ses états, embannadurioù Balland, 1992, ISBN
  • Moi Amélie, dernière reine du Portugal, embannadurioù Denoël, 1997, ISBN
  • Diana, princesse des cœurs, embannadurioù Michel Lafon, 1997
  • God Save the Queen, embannadurioù Michel Lafon, 1998
  • Lady Di, embannadurioù Flammarion, 1998, ISBN
  • Rainier de Monaco et les Grimaldi, embannadurioù L'Archipel, 1999, ISBN
  • Mon royaume à moi, embannadurioù Albin Michel, 2000, ISBN
  • Sagas, embannadurioù TF1 Éditions, 2000 (kenskrivet gant Éric Jansen), ISBN
  • Diane de France, la princesse rebelle, embannadurioù Flammarion, 2003, ISBN
  • Un si joli monde, embannadurioù Flammarion, 2006, ISBN
  • Plus belle sera la vie , embannadurioù Plon, 2007, ISBN
  • Grace Kelly, embannadurioù Albin Michel 2007

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.