Stagadenn (enez)

enezenn e Bro-Leon
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh hag an Aber-Ac'h ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Enez Stagadenn
Enez Stagadenn gwelet eus Roc'h Gored
Enez Stagadenn gwelet eus Roc'h Gored
Anv gallek Île Stagadon
Geografiezh
Lec'hiadur Mor Breizh (Meurvor Atlantel)
Daveennoù lec'hiañ 48° 37′ 29″ N, 4° 35′ 38″ K
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Leon Bro-Leon
Departamant  Penn-ar-Bed
Kumunioù Plougerne
Poblañs
Poblañs 1 ann.
Titouroù all
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Enez Stagadenn zo un enezenn dirak genoù stêr an Aber-Ac'h, e kumun Plougerne, e Penn-ar-Bed hag e Bro-Leon. Hi eo an enezenn gornôkañ e-touez inizi Plougerne.

Gallout a reer mont war droad betek enni pa vez reverzhi vras, eus aod Sant-Kava, e Lilia. A-hend-all e c'haller mont gant ur vag, eus Lilia pe eus porzh an Aber Ac'h, e Landeda.

Un enezenn izel eo, etre 4 ha 5 hektar he gorread, diouzh ma vez uhel pe izel ar mor. En aod ar c'hornôg n'eus nemet kerreg, tra ma'z eus un aod-traezh vrav e tu ar reter.

Perc'hennet eo an enezenn bremañ gant ar gevredigezh Amis du Jeudi Dimanche, krouet gant an tad Michel Jaouen, goude bezañ bet tra Jules Glaizot, rener ul labouradeg iod, al livour Bernard Buffet hag un den a aferioù, Pierre Bergé.

War enez Stagadenn ez eus un ti hag a c'haller feurmiñ digant an AJD, evit chom da gousket eno.

Liamm diavaez

kemmañ
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.