Thyestes

(Adkaset eus Tiestes)

Thyestes (henc'hresianeg : Θυέστης), a oa mab da b-Pelops, roue Olympia, ha da Hippodamia. Brudet eo ar gasoni a oa etrezañ hag e vreur gevell Atreüs, roue Argos.
Harluet e voe an daou vreur gant o zad dre m'o devoa lazhet o hantervreur C'hrysippos. Bec'h a voe etreze da c'houzout pehini a vije roue e Mykenai. Doganiñ a reas e vreur, hag ober daou vugel d'e wreg. Ober a reas dezhi laerezh oan aour he fried da reiñ dezhañ evit ma vije anvet da roue en e lec'h. Met skoazellet e voe e vreur gant Zeus, ha harluet e voe Thyestes gant e vreur pa voe anvet da roue. Distreiñ a reas war urzh Atreüs, ha pedet e voe gantañ d'ur banvez: korfoù e vugale a voe roet dezhañ da zebriñ evel dial gant e vreur dogan. Pa ouias Thyestes e villigas e vreur hag e tec'has adarre.

Tiestes
mythological Greek character
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΘυέστης Kemmañ
TadPelops Kemmañ
MammHippodamia Kemmañ
Breur pe c'hoarAtreüs Kemmañ
PriedLaodameia Kemmañ
Kompagnun(ez)Pelopeia Kemmañ
Kargroue Mykenai Kemmañ
Tiestes y Aérope (1565-71). Taolenn gant Giovanni Francesco Bezzi (1530-1571), lesanvet "Il Nosadella".
Maskl Thyestes, eus ur murlivadur en ti Julia Felix e Pompei.

Hendadoù Thyestes

kemmañ

Evel mab da Belops e oa mab-bihan da Dantalos, mab da Zeus. Hantervreur e oa da C'hrysippos, breur e oa da Nikipe, ha breur gevell da Atreüs. Dimeziñ a reas da Laodamia, hag engehentiñ a reas Orc'homenos, Áglao(Daveoù a vank), Calileonte(Daveoù a vank), Pelopeia, hag ouzhpenn-se e oa war un dro tad ha tad-kozh da Aigisthos.

Mojenn

kemmañ

Rouaned Mykenai

kemmañ

Harluet e voe Thyestes hag Atreüs gant o zad Pelops peogwir o devoa lazhet o lezvreur C'hrysippos, broudet ma oant bet gant o mamm, evit bezañ rouaned en kêr Olympia.

Repu a gavjont neuze e kêr Mykenai, ma voent degemeret gant ar roue Eurystheüs. Hennezh a yeas da vrezeliñ a-enep an Herakleided, diskennidi Herakles, hag int a gemeras e lec'h pa oa aet da vrezeliañ. Sklaer e oa ne badje ket pell o ren, nemet mervel a eure ar roue er brezel. Piv eus an daou vreur a oa da vezañ roue Mykenai neuze? Sed a voe goulennet ouzh an orakl. Hennezh a embannas e oa ur mab da Belops an hini a ranke bout roue e Mykenai, hag an hini anezho en devoa un oan aour, arouez e berzhioù roueel.

Oan alaouret

kemmañ

Atreüs en devoa gouestlet aberzhiñ e oan gwellañ da Artemis. P'edo o klask e dropellad e kavas un oan alaouret, a roas d'e wreg Aerope, d'e guzhat ouzh an doueez. Hag e wreg d'e brofañ d'he dousig Thyestes. Hennezh neuze a en em glevas gant e vreur evit ma vije roue an hini a oa perc'henn d'an oan burzhudus. Ha Thyestes da ziskouez an oan, ha da c'houlenn ar gador a roue a voe roet dezhañ. Atreüs avat a zeuas a-benn da vezañ roue oc'h ober diouzh kuzulioù an doue Hermes: Thyestes a ouestlas reiñ ar rouantelezh d'e vreur pa'z afe an heol war e giz en oabl. Graet e voe an taol gant Zeus e-unan. Hag Atreüs war gador ar rouaned, ha Thyestes en harlu.

Neuze eo e klevas Atreüs anv eus avoultriezh e vreur Thyestes hag e wreg Aerope. Ha Thyestes da dec'hel da Epiros. Mennout a eure an dogan kas an dorzh d'ar gêr avat.

Van a reas Atreüs da ober ar peoc'h. Distreiñ a eure Thyestes da Argolis. Banvez a voe. Lazhañ a eure Atreüs mibien Thyestes hag Aerope, hag o foazhañ, nemet mirout a reas o daoudroadoù hag o daouarnioù. Servij a eure ar c'hig anezho d'e vreur, ha diskouez dezhañ o izili.

Diougan

kemmañ

Un diouganer a ziskulias da d-Thyestes e vije lazhet Atreüs ma en dije ur mab digant e verc'h-eñ, Pelopeia. Brazezañ a reas e verc'h eta evit kaout e zial. Ha hi da c'henel ur mab, Aigisthos, a voe dilezet er menez gant e vamm, mezhekaet abalamour d'he zorfed.
Kavet e voe ar c'hrouadur gant ur mêsaer, roet gantañ da Atreüs, en desavas evel e vab. Erru Aigisthos en oad-gour e voe lavaret dezhañ gant Thyestes e oa tad ha tad-kozh dezhañ war un dro. Hag ar paotr da vont da lazhañ Atreüs e eontr roue. Sevel a reas Thyestes war ar gador a roue, met skarzhet e voe gant e nized Agamemnon ha Menelas ha mont a reas da vervel da enez Kythera.

Hervez skridoù zo e oa Atreüs tad da b-Plisthenes. Peurvuiañ e vezont kontet da vezañ breudeur.

Thyestes er c'hoariva

kemmañ

E gregach

kemmañ
  • Euripides a skrivas un drajedienn Tiestes, kollet evit an darn vrasañ, met anv zo anezhi;
  • Aristofanes a skrivas Proagón, un oberenn kollet abaoe, parodienn eus taolennadur ar banvez a vije bet e Thyestes Euripides;
  • Sofokles a skrivas teir zrajedienn, kollet o-zeir.

E latin

kemmañ

Mojenn Tiestes abaoe an Henamzer

kemmañ

Notennoù

kemmañ


Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ