Tristan (anv-badez)
Trestan[1], pe Tristan[2], zo un anv-badez brezhonek a gaver e meur a yezh all.
Gerdarzh
kemmañKeltiek e vije, diwar un anv predenek Drust pe Drustanus, diwar ur ger drest, drystan a dalvezfe trouz, dispac'h. Hervez lod e vije diwar ur stumm piktek Drostan. Levezonet e vije bet gant ar ger latin tristus, a gaver e bar koulz e brezhoneg evel e kembraeg pe e galleg.
Stummoù all
kemmañ- Tristram, Tristen, Tristian, Tristin, Triston, Tristyn , Trestan, Trystan.
- Tristano, en italianeg
- Tristão e portugaleg
- Tristane, ha Tristana, anvioù merc'hed
- Dunstan, Duncan.
Gouel
kemmañ- 19 a viz Mae : sant Dunstan.
- 12 a viz Du : sant Tristan.
Orin ha brud an anv
kemmañAnavezet eo an anv evel hini ar marc'heg karet gant Izold, e mojenn Tristan hag Izold, brudet adal ar Grennamzer el lennegezh c'hallek hag alamanek.
En XIXvet kantved eo bet brudet adarre gant c'hoarigan Richard Wagner, Tristan und Isolde.
En em ledet eo bet an anv dre brud mojennoù An Daol Grenn, un tamm evel ma vez brudet un anv amerikan gant ur film pe ar skinwel hiziv ; meur a film zo bet diwar ar vojenn.
Emañ Tristan e-touez ar 1 000 anv roet ar muiañ d'ar baotredigoù abaoe 1971 er Stadoù-Unanet[3].
Tud
kemmañ- Sant Drostan, manac'h hag abad war-dro ar bloaz 610 ; diskibl da sant Kolomba ; abad Deer (Dier), e kontelezh Aberdeen ; avieler hanternoz Bro-Skos. Lidet d'an 11 a viz Gouhere pe d'ar 15 a viz Kerzu,
- Tristano di Chiaromonte (Tristan de Clairmont), kont gall a vevas e Naplez e deroù ar XVvet kantved,
- Tristão da Cunha (war-dro 1460 - war-dro 1540), moraer portugalat,
- Tristán de Luna y Arellano, konkistador spagnol,
- Tristano di Chiaromonte, kont italian,
- Tristan Corbière, barzh breizhat gallek,
- Tristan Bernard, skrivagner gallek,
- Tristan Tzara, ur barzh dada.
Anv-tiegezh
kemmañ- Luis Tristán (1585-1624) livour spagnol,
- Flora Tristan (1803-1844), skrivagnerez c'hallek.
Lec'hioù
kemmañ- Enez Tristan, anv div enezenn :
- Enez Tristan, e Douarnenez, e Breizh
- Enez Tristan en Antarktika
- Tristan da Cunha, un enezeg e Meurvor Atlantel ar Su
Pennadoù kar
kemmañ- Tristan, pajenn disheñvelout
- Tristana, romant Benito Pérez Galdós, deuet da vezañ ur film gant Luis Buñuel.
Notennoù
kemmañ- ↑ E Geriadur Hemon-Huon, 1993, p. 808
- ↑ Evel e titl ar romant brezhonek Tristan hag Izold, gant Langleiz.
- ↑ Think Baby Names: Origin & Meaning of Tristan (English)(HTML). Kavet : 2007-03-02.