Vogalenn beuzserr tost a-dreñv
LFE – niverenn | 321 |
LFE – unicode | ʊ |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | U |
Selaou |
---|
Ur vogalenn a drede renk eo ar vogalenn beuzserr tost a-dreñv treuzskrivet [ʊ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 321.
N'eus arouezenn ebet evit treuzskrivañ ar vogalenn plaen par d'ar vogalenn ront-mañ dre ma n'anavezer yezh ebet ma ra ganti evel fonem (gwelit pelloc'h).
Betek 1989 e c'helljod implijout ivez an arouezenn all [ɷ] evit treuzskrivañ ar vogalenn-mañ, met er bloaz-se e oa bet skarzhet diouzh roll arouezennoù ofisiel al LFE.
Skouerioù
kemmañYezh | Ger | LFE | Ster |
---|---|---|---|
Saozneg | hook | [hʊ̜k] | 'krog' |
Faeroeg | hvalur | [kvɛalʊɹ] | 'balum' |
Alamaneg | Schutz | [ʃʊts] | 'gwarezadur' |
Ruseg | сухой | [sʊˈxo̞j] | 'sec'h' |
Svedeg | ort | [ʊʈ] | 'lec'h' |
Vogalenn beuzserr tost a-dreñv plaen
kemmañMar bez ezhomm e c'heller implijout an arouezenn [ɯ] hag a dalvez evit treuzskrivañ ar Vogalenn serr a-dreñv plaen mui ur sin diakritek ispisial warni evit merkañ ar fed ma vez distaget muioc'h etre ha muioc'h a-greiz evit boaz: [ɯ̽], da skouer e portugaleg Europa: pegar [pɯ̽ˈgaɾ], 'dougen; kemer', treuzskrivet peurliesañ gant [ə].