Wikipedia:Goulenn adenvel/Dielloù

Dielloù Wikipedia:Goulenn adenvel

Adenvel ar pennad KoЯn

kemmañ

Demat, skrivet am eus ur pennad war ar strollad Korn. Logo ar strollad zo skrivet gant un R war an tu gin, ar pezh a ro Ko?n da ditl ma fennad, hag un diaesamant da kavout anezhañ dre an enklask. Plij a rafe din e vefe neuze adanvet "Korn (strollad)".

Trugarez, malo 21/04/07—19:00

luziet un tamm eo ar gudenn-mañ. E gwirionez n'eo ket Ko?n a renkfes gwelet met KoRn gant ar bennliezherenn R en tu-gin. Ma ne deu ket sklaer war skramm da urzhiater eo peogwir n'emañ ket staliet ennañ lizherennoù unicode dereat. Kinnig a-walc'h a rafen ober hervez m'eo bet graet gant war Wikipedia e saozneg, da lâret eo implijout "Korn (strollad)" da didtl ar pennad ha displegañ an abegoù e korf ar pennad ha sevel un adkas diwar ar stumm reishoc'h met diaesoc'h da welet evit tud zo "KoЯn" ha "KoRn". Hag a-du e vefes evit ober evel-se?--Merour (Neal) (Kaozeal) 21 Ebr 2007 da 17:42 (UTC)[respont]

Piv a c'hallfe adenvel ar bajenn-mañ evit ma vo graet gant an anv bet implijet gant an den ha n'eo ket ar c'hontrol?Trec'hlid mitonet 17 Ebr 2009 da 20:28 (UTC)[respont]

Graet eo. Bianchi-Bihan 18 Ebr 2009 da 02:30 (UTC)[respont]

e Rummad:Yezhoù ar Rouantelezh-Unanet.--Gwendal 3 Eos 2009 da 20:11 (UTC)[respont]

N'eo ket dav a-benn ar fin.--Gwendal 9 Meu 2010 da 20:46 (UTC)[respont]

Adenvel ar Rummad:Douaroniezh dre vro e Rummad:Douaroniezh ar broioù pe Rummad:Douaroniezh hervez ar vro.--Gwendal 9 Meu 2010 da 20:40 (UTC)[respont]

Bet kemmet nevez 'zo (19 C'hwe 2016 da 11:05‎) gant an implijer Couiros22 hep displegadenn boellek ebet na daveen ; adlakaat an anv dibabet gant an implijer Gouerouz kent : Ibiz Aostralia. Trugarez.--Prieladkozh (kaozeal) 2 Meu 2016 da 17:21 (UTC)[respont]

Graet eo. --Ch. Rogel (kaozeal) 30 Mae 2016 da 10:10 (UTC)[respont]

Bet kemmet nevez 'zo (8 Meu da 07:18‎‎) gant an implijer Couiros22 hep displegadenn boellek ebet na daveen ; adlakaat an anv dibabet gant an implijer Gouerouz kent : Houad Meller. Trugarez.--Prieladkozh (kaozeal) 31 Meu 2016 da 15:14 (UTC)[respont]

Graet eo.--Ch. Rogel (kaozeal) 30 Mae 2016 da 10:10 (UTC)[respont]
Trugarez deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 30 Mae 2016 da 10:15 (UTC)[respont]

Kaset e vez al lennerien da bParadoxornithidae, ar pezh n'eo ket reizh tamm ebet o vezañ ma n'eus ket eus ar c'herentiad Paradoxornithidae ken : adlakaat an titl Paradoxornis evel ma vez diskouezet war al lec'hienn Family Sylviidae, Paradoxornis war IOC World Bird List.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Ebr 2016 da 07:20 (UTC)[respont]

Graet eo. --Ch. Rogel (kaozeal) 30 Mae 2016 da 10:10 (UTC)[respont]

Estroc'h evit skoulered a zo er genad-mañ dre ma oa bet ouzhpennet ar spesad Dryotriorchis spectabilis (n'eo ket ur skoulerer tamm ebet) ennañ adalek 2005 : pell reishoc'h e vefe adenvel ar pennad Circaetus evit na vo ken eus ar forc'hellegezh-mañ.--Prieladkozh (kaozeal) 14 Ebr 2016 da 09:09 (UTC)[respont]

Graet eo. --Ch. Rogel (kaozeal) 30 Mae 2016 da 10:10 (UTC)[respont]

Rummadoù a zo ar ger Liger enno

kemmañ

Ur meskaj ez eus bremañ etre pevar stumm. Sellout ivez ouzh Kaozeadenn Rummad:Tourioù-tan e Liger-Atlantel.

  • X Liger
    • Rummad:Arondisamantoù Liger-Atlantel
    • Rummad:Arondisamantoù kozh Liger-Atlantel
    • Rummad:Pastelloù-bro Liger-Atlantel
  • X al Liger
    • Rummad:Kumunioù al Liger-Atlantel
    • Rummad:Kantonioù al Liger-Atlantel
    • Rummad:Melestradurezh al Liger-Atlantel
    • Rummad:Etrekumuniezhioù al Liger-Atlantel
    • Rummad:Kantonioù kozh al Liger-Atlantel
    • Rummad:Kumunioù kozh al Liger-Atlantel
    • Rummad:Kumuniezhioù kumunioù al Liger-Atlantel
    • Rummad:Kumuniezhioù kumunioù kozh al Liger-Atlantel
    • Rummad:Kumuniezhioù tolpad-kêrioù al Liger-Atlantel
    • Rummad:Melestradurezh al Liger-Izelañ
    • Rummad:Kantonioù kozh al Liger-Izelañ
  • X e Liger
    • Rummad:Bezioù-brezel ar C'hommonwealth e Liger-Atlantel
    • Rummad:Kumunioù bet krouet e Liger-Izelañ e-pad an Dispac'h Gall
    • Rummad:Kumunioù bet krouet e Liger-Izelañ e-pad an XIXvet kantved
    • Rummad:Kumunioù bet krouet e Liger-Izelañ e-pad an XXvet kantved
  • X el Liger
    • Rummad:Monumantoù istorel el Liger-Atlantel
    • Rummad:Tourioù-tan el Liger-Atlantel

Ne vern din petra a vo dibabet, nemet e kavfen gwelloc’h tizhout un diviz. Huñvreüs (kaozeal) 15 Ebr 2022 da 05:59 (UTC)[respont]

X Liger hag X e Liger zo da zelc'her din-me, diouzh an degouezh. Al listennad X al Liger zo da lakaat e X Liger hag al listennad X el Liger zo da lakaat e X e Liger d'am meno.   Lekemok (kaozeal) 15 Ebr 2022 da 21:04 (UTC)[respont]
  Huñvreüs (kaozeal) 23 Ebr 2022 da 18:24 (UTC)[respont]
Petra eo an arguzennoù evit skrivañ Liger pe Liger-Atlantel pe Liger-Izelañ, hep ger-mell ? --Llydawr (kaozeal) 26 Ebr 2022 da 10:30 (UTC)[respont]

Anvioù pennadoù kemmet gant fr:Utilisateur:Skallyw (plijout a ra d'an den-se cheñch an titloù war a seblant). Ret e vefe adenvel ar pennadoù-se ha rentañ o zitloù kent dezho : Franche-Comté (proviñs) ha Franche-Comté (rannvro). --Llydawr (kaozeal) 12 Meu 2018 da 11:38 (UTC)[respont]

  Adanvet am eus pennad ar rannvro evit derc’hel an istor orin. Evit ar proviñs ne oa netra da ober. Huñvreüs (kaozeal) 18 Mae 2022 da 07:29 (UTC)[respont]

Lakaat an anv testeniekaet da ditl pennañ, e-lec'h adkas d'un titl all. Sellit ouzh ar pennad hag ar bajenn gaozeal evit kompren gwelloc'h. --Llydawr (kaozeal) 31 Meu 2016 da 10:33 (UTC)[respont]

Graet.  Benoni (Kaozeadenn) 8 Gen 2017 da 12:38 (UTC)[respont]

Kaset e vez al lennerien d'ar genad Sarothrura war-eeun, ar pezh n'eo ket reizh tamm ebet o vezañ ma'z eus eus ur genad all : Canirallus (Urzhiad Gruiformes, Kerentiad Sarothruridae war IOC World Bird List).--Prieladkozh (kaozeal) 28 Mae 2016 da 08:13 (UTC)[respont]

Petra zo d'ober ent-resis ? --Ch. Rogel (kaozeal) 30 Mae 2016 da 10:10 (UTC)[respont]
Sarothruridae : anv ur c'herentiad evned, daou c'henad — Canirallus ha Sarothrura — ennañ hiziv an deiz. Pa glik Yann lenner war Sarothrura e vez kaset da Sarothruridae. Moarvat e oa bet boulc'het ar pennad gant an implijer Gouerouz d'ar mare na dalc'he ar c'herentiad Sarothruridae nemet ar genad Sarothrura, ar pezh n'eo ket gwir ken. Ezhomm zo e c'hallfed kaout ur pennad diwar-benn "Sarothruridae" hag unan all diwar-benn "Sarothrura". Ha sklaer a-walc'h eo evel-se ?--Prieladkozh (kaozeal) 30 Mae 2016 da 10:20 (UTC)[respont]

Demat, Diskoulmet eo bet gant an implijer Llydawr. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 31 Mae 2016 da 07:34 (UTC)[respont]

Demat, Bet krouet ar pennad e miz Ebrel 2010 gant an implijer Gouerouz ha deuet nevez 'zo, ur wech ouzhpenn, an implijer Couiros22 da adkas ar bajenn da gKerc'heiz kof gwenn hep reiñ daveenn ebet. Sur a-walc'h evit klotañ gant ar pennad saoznek, "White-bellied heron" an titl anezhañ. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 3 Her 2016 da 15:24 (UTC)[respont]

Graet.  Benoni (Kaozeadenn) 8 Gen 2017 da 13:19 (UTC)[respont]
Trugarez deoc'h. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 8 Gen 2017 da 14:26 (UTC)[respont]

Gwelloc'h eo an unander en titl pa n’eo ket un anv stroll. Baleer (kaozeal) 24 Gwe 2019 da 08:43 (UTC)[respont]

Re vuan e oan aet pa 'm boa savet ar goulenn-mañ, 'm eus aon. E rummatadur ar bevien e vez graet gant anvioù lies e gwirionez. Baleer (kaozeal) 24 C'hwe 2021 da 22:41 (UTC)[respont]
Kentoc'h Bronneged din-me--Kadwalan (kaozeal) 14 Mae 2022 da 20:50 (UTC)[respont]

Evit an hevelep abeg hag ar goulenn diwezhañ. Ar pajennoù gant an anv nevez a zo pajennoù adkas hag a gas d’ar pajennoù da adenvel. Baleer (kaozeal) 20 Eos 2019 da 23:58 (UTC)[respont]

N'eus ket ezhomm ken. Adanvet eo bet ar bajenn, rak ur fazi a oa en titl. Baleer (kaozeal) 22 Eos 2019 da 10:06 (UTC)[respont]
Merket evel graet, neuze. Huñvreüs (kaozeal) 20 Mae 2022 da 15:21 (UTC)[respont]

MP3 n’eo nemet ur furmad restroù klevet, gallout a reer pellkargañ sagaoù klevet zo e furmadoù all (Ogg-Vorbis, da skouer). N’on ket sur hag-eñ eo reizh al liester sagaoù (sagaioù ?). Huñvreüs (kaozeal) 26 Ebr 2022 da 08:20 (UTC)[respont]

Gwell sevel un adkas da'm soñj. Implijet e vez an daou anv.--Kadwalan (kaozeal) 14 Mae 2022 da 20:49 (UTC)[respont]
  Adkaset krouet. Huñvreüs (kaozeal) 19 Mae 2022 da 06:01 (UTC)[respont]

Sellit ouzh ar bajenn gaozeal. Huñvreüs (kaozeal) 17 Mae 2022 da 11:23 (UTC)[respont]

  Huñvreüs (kaozeal) 20 Mae 2022 da 15:21 (UTC)[respont]

Da adenvel Kelc'h Debauvais hervez an anv immplijet er c'hazetennoù (Emsav, Al Liamm) peurliesañ ha gant an izili--Kadwalan (kaozeal) 16 Mae 2022 da 07:37 (UTC)[respont]

Reizh eo na'z tefe ket kaset pajenn ar gaozeadenn da-heul ar pennad ?--Kadwalan (kaozeal) 16 Mae 2022 da 17:50 (UTC)[respont]
Chom a ra un adkas, neuze e c’hell chom ur bajenn gaozeal, d’am soñj. Aotreet eo kaozeal diwar-benn un adkas. Huñvreüs (kaozeal) 16 Mez 2022 da 12:31 (UTC)[respont]

Da adenvel Panama hervez ar boas e brezhoneg. Gwelet pajenn ar gaozeadenn. --Kadwalan (kaozeal) 6 Gou 2022 da 13:55 (UTC)[respont]

  Huñvreüs (kaozeal) 26 Gou 2022 da 18:57 (UTC)[respont]

Da adenvel gant ar stumm roet e Kerofis : Tour-tan Enez Vreac'h da'm soñj. --Kadwalan (kaozeal) 26 Mae 2022 da 09:48 (UTC)[respont]

Gwelloc'h lezel an anv nevez. Ganin e oa bet boulc'het ar pennad. Implijet em boa an anv am boa kavet e KerOfis. Met an anv lakaet gant Implijer:Hans Abherve a seblant bezañ asur, reizh, hag en implij gant brezhonegerien arvor Bro-Leon. --Llydawr (kaozeal) 31 Mae 2022 da 11:00 (UTC)[respont]
Lezomp, neuze. Huñvreüs (kaozeal) 1 Gwe 2022 da 08:25 (UTC)[respont]
Tour-tan Roc'h Gored eo a lenner bremañ e KerOfis. --Llydawr (kaozeal) 27 Gou 2023 da 12:50 (UTC)[respont]

Ha reizh eo an titl-mañ? 🤔 Kinnig a rafen Niver a bennadoù er Wikipedia brezhonek, da skouer. Petra a soñj deoc’h? Huñvreüs (kaozeal) 1 Gwe 2022 da 15:00 (UTC)[respont]

  1. Mat-tre eo en em c'houlenn.
  2. Ya, mat-tre eo an titl-se ... mat eo implij ar gerioù goulennata.
  3. ... nemet e c'hallfed skrivañ "a bennadoù brezhonek" evel ma reer e peurunvan, skritur ofisiel ar wikipedia. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 1 Gwe 2022 da 15:43 (UTC)[respont]
@ Huñvreüs : Niver a bennadoù er Wikipedia brezhonek mar komzer eus brwiki hepken ; Niver a bennadoù brezhonek e Wikipedia mar komzer eus ar raktres hollek (hag an hevelep niver eo !). — 2A01:CB08:8913:1900:F000:8C20:5E12:8306 24 Her 2022 da 19:59 (UTC)[respont]
  Huñvreüs (kaozeal) 26 Her 2022 da 17:06 (UTC)[respont]

Preizhadeg Roma / Dizalbad Roma

kemmañ
  • Tri implijer a oa a-du da adenvel Arigrap Roma (pevar zoken pa lavare Kadwalan bezañ a-du ivez), a dlee dont da vezañ Preizhadeg Roma neuze: gwelout ar gaozeadenn amañ :[1].
  • Hag eñ neuze da gemmañ e Dizalbad Roma, dre stultenn bersonel. Goulenn a ran ma vo graet diouzh ali an tri implijer all. Ezhomm zo da gaout titloù sklaer ma fell dimp kaout lennerien. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 14 Eost 2022 da 14:54 (UTC)
    Un diforc'h zo etre dizalbad ha preizhadeg. Sklaer ha resis eo ar gerioù dizalbad ha dizalbadiñ. E geriadur Hemon emaint a-gozh : e 1943 dija, hag e geriadur Al Liamm int chomet. 2A01:CB08:8913:1900:35C7:B057:ACFF:B818 14 Eost 2022 da 16:17 (UTC)

Div gudenn ziaes zo, envel pennadoù hag adenvel pennadoù. Anat eo ne vo ket aes er wech-mañ. @Lekemok ha VIGNERON: m’ho peus ur soñj da reiñ… Huñvreüs (kaozeal) 14 Eost 2022 da 16:34 (UTC)

Ma, da gentañ e vijen bet tuet da choaz "Preizhadeg", met ma vez klokoc'h ster "Dizalbad" eo kenkoulz ober gantañ. N'anavezen ket ar ger-se tamm ebet. Renket eo va geriadur An Here e foñs ur c'hartoñs bennak dre ma oan dilojet n'eus ket pell zo ha ne gavan ket er Favereau Bras : eus a belec'h e teu ?   Lekemok (kaozeal) 14 Eost 2022 da 19:35 (UTC)
Geriadur M. Ménard (2020) p. 1196-a : sac² dizalbad m.-où. Mettre à sac : dizalbadiñ.
Dizalbad, dizalbadiñ, dizalbadour zo e geriadur An Here (2001) p. 371-a. 86.229.213.26 14 Eost 2022 da 20:06 (UTC)
N'eo ket souezhus kavout gerioù en ur geriadur.
Dibabet e oa ar ger preizhadeg gant tri den (implijerien, ha n'eo ket IPoù), kontrol da unan.
Din eo koulz ober gant gerioù sklaer hag aes da gompren er wikipedia.
Ar ger dizalbad a zo ral ken ez eo, ha ne zegas ster ebet ouzhpenn  : tud zo a gred c'hoazh e vez graet preizhadeg hep freuz na reuz? Bianchi-Bihanig (kaozeal) 15 Eost 2022 da 03:47 (UTC)
  Huñvreüs (kaozeal) 29 Her 2022 da 17:42 (UTC)[respont]

Titloù cheñchet

kemmañ

Titloù zo bet cheñchet, hep kaozeal, gant un den deuet eus ar Wikipedia gallek : [2], [3], [4], [5], [6]. Mat e vefe adlakaat an titloù orin, hep koll istor ar pennadoù. --Llydawr (kaozeal) 24 Her 2022 da 19:24 (UTC)[respont]

Ya, ezhomm 'moa da studial an dra-se. Klasket 'meus peseurt stumm a veze implijet, met Dijon an hini eo kentoc'h eget Dijoñ. Ez an da adlakaat an traoù evel ma oa.   Lekemok (kaozeal) 24 Her 2022 da 20:46 (UTC)[respont]
Iskis eo, lavaret a ra din eo bet diskaret ar cheñchamantoù-se, met chom a ra an titloù bet lakaet gantañ. @Huñvreüs, ha gouzout a rez perak ?   Lekemok (kaozeal) 24 Her 2022 da 20:53 (UTC)[respont]
Hervez a welan az peus distaolet e gemmoù er pennad Dijon, met n’az peus ket adanvet ar pennad (gant ar gwiskadur nevez, e tu dehoù penn ar bajenn: Muioc’h/Adenvel). D’am soñj e vefe mat lezel ur gemennadenn gantañ. Adanvet en deus Bourgogne-Franche-Comté / Bourgogn-Frank-Kontelezh hep kenasant ivez. Huñvreüs (kaozeal) 25 Her 2022 da 06:05 (UTC)[respont]
Bennozh dit ! Emaon war ar stern.   Lekemok (kaozeal) 25 Her 2022 da 12:15 (UTC)[respont]
  Graet eo sañset.   Lekemok (kaozeal) 6 Du 2022 da 13:57 (UTC)[respont]

Fazi en titl ; Nigeria eo an anv. 2A01:CB08:8913:1900:F04A:8811:7AC2:9CF7 6 Du 2022 da 13:51 (UTC)[respont]

  Graet eo !   Lekemok (kaozeal) 6 Du 2022 da 13:56 (UTC)[respont]
Trugarez dit ! 2A01:CB08:8913:1900:F04A:8811:7AC2:9CF7 6 Du 2022 da 14:05 (UTC)[respont]

Anv reizh, n'eus ket eus ar rakger raok- e brezhoneg. Ur bajenn adkas eo ar bajenn all. Baleer (kaozeal) 17 Meu 2017 da 05:08 (UTC)[respont]

War a seblant eo bet graet dre gopiañ an destenn er bajenn nevez ha dre erlerc'hiañ un adkas outi er bajenn gozh. Chom a ra ar gozeadenn a gaver div wezh bremañ. Ret eo goulenn e vefe diverket hini ar bajenn Raokverb, pan eo liammet gant ur bajenn adkas bremañ ? Baleer (kaozeal) 17 Meu 2023 da 14:29 (UTC)[respont]
  Kempennet am eus an traoù. Huñvreüs (kaozeal) 21 Meu 2023 da 19:53 (UTC)[respont]

Ar gerioù "naouegezh" hag "alvezel" n'int ket e geriadurioù klasel a zo ganin, ha ma vefe gwelloc'h lâret speredelezh artifisiel da skouer, pe naouegezh artifisiel zoken (hervez termofis)? Evit ma vefe komprenet gant an holl? Dren Frañchto (kaozeal) 20 C'hwe 2023 da 11:53 (UTC)[respont]

intent artifisiel, hervez Brezhoneg21, pe naouegezh artifisiel, hervez Termofis, a vefe mat din. N’am eus kavet speredelezh nemet e geriadur Favereau, gant ar ster spiritualité, ne glot ket gant intelligence. Huñvreüs (kaozeal) 21 C'hwe 2023 da 19:38 (UTC)[respont]
  Huñvreüs (kaozeal) 5 Gou 2023 da 11:36 (UTC)[respont]

da adkas ar pennad Tiberius Claudius Caesar Germanicus en anv-se, kalz brudetoc'h evit e anv klok, diwar skouer ar pep brasañ eus ar wikioù all--Kadwalan (kaozeal) 26 Gou 2022 da 13:14 (UTC)[respont]

  --  Lekemok (kaozeal) 23 C'hwe 2023 da 20:08 (UTC)[respont]

Da heul ar pezh a lennan e Kaozeal:C'hoariva e vefe mat adenvel C'hoariva e Arz ar c'hoariva ; ul liamm C'hoariva (lec'h) zo dija er pennad, evit diforc'hañ diouzh an arz, a vefe kemmet e « C'hoariva » neuze (dav eo sevel ar pennad !). 2A01:CB08:8913:1900:6074:C5DF:1746:8E72 30 Her 2022 da 20:34 (UTC)[respont]

Da va soñj eo poellek, met leuskomp ur pennadig d'un nebeud all reiñ o ali (ezhomm da lenn donoc'h ar bajenn gaozeal hag ar pennad, ar pezh n'em eus ket amzer d'ober fenoz).   Lekemok (kaozeal) 30 Her 2022 da 22:13 (UTC)[respont]
  Huñvreüs (kaozeal) 5 Gou 2023 da 11:47 (UTC)[respont]

War a seblant eo bet ijinet an implij-se eus ar ger roñfl gant @Neal:, ha n’eo ket meneget er-maez eus Wikipedia. Er yezhoù all, hervez a ouzan, e vez graet gant troll, evel er gwengelouriezh lec'hlennat, daoust d’an orin bezañ kamm. Neuze e kinnigan adenvel. Alioù, mar plij? Huñvreüs (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 14:36 (UTC)[respont]

Ne vern din, nemet em eus bet lennet ar roñfl kalzig amañ, met war strolladoù brezhonek Facebook ivez da skouer. Met start e vezo kaout testenioù, ha troll a zegouezh mat. Dav eo menegiñ an daou er pennad avat, ha klask testenioù.   Lekemok (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 15:02 (UTC)[respont]
Mard eo meneget hag implijet ar ger-mañ, hag hep kenasant evit adenvel, eo mat din derc’hel anezhañ. Huñvreüs (kaozeal) 26 Ebr 2022 da 08:24 (UTC)[respont]