Zagreüs
Zagreüs (Ζαγρεύς Zagreús e gresianeg) eo anv ar mab en doe Zeus digant Persefone pa’n doe kousket ganti war-lerc’h dezhañ kemer stumm un naer ; Pa voe ganet ar bugel Zagreos e voe roet d’ar Goureted, dezho d’e ziwall diouzh kasoni spouronus an doueez Hera, gwreg warizius Zeus. Met kavet e voe gant an doueez drouk ha setu hi da gargañ an Ditaned d’ober e stal d’ar bugelig. Pa welas kement-se e klaskas Zagreos tec’hel en ur wiskañ stummoù a bep seurt, tud pe loened a bep eil, hini un tarv a-benn ar fin. Neuze e lammas an Ditaned gantañ, da gregiñ en e gerniel, ha d’en debriñ en bev. Apollon a deuas da zastum ar relegoù d’o c’has gantañ da z-Delfi da zouarañ. Gant Atena-Pallas e voe saveteet ar galon a oa c’hoazh o talmiñ ha roet da Zeus. Gant Semele eme darn, gant Zeus en-eeeun eme lod all, e voe lonket kalon ar bugel ha krouet un doue nevez Dionysos. Er relijion orfek, Zagreüs, en henc'hresianeg Ζαγρεύς, Zagreús. zo ur stumm eus an Dionysos kevrinek, zo Dionysos, doue ar gwini a anavezomp, un adenkorfadur anezhañ. Hañval eo ez eo bet awenet ar vojenn-se, a-bouez kenañ er relijion orfek, gant mojenn Osiris. Gallout a rafe ivez bezañ a orin minoean ha kretat pe dont eus sevenadurezhioù an Enezvor
Mojenn
kemmañZeus, troet e naer, a zesevas Persefone, ar verc'h en doa bet digant Demeter, hag hi plac'h yaouank c'hoazh. Hag int ha engehentiñ Zagreus, zo fiziet en Apollon hag er C'houretesed, gant ar soñj d'ober pennhêr Zeus eus ar bugel. Kuzhat a rejont anezhañ e koadoù ar menez Parnasos. Kaset e voe an Ditaned war e lerc'h gant Hera. Adkavout a rejont ar bugel a-drugarez da c'hoarielloù hag int ha dispennañ anezhañ. Plaouiet e oa e holl izili gante war-bouez e galon, savetaet gant Appollon pe Atena, hervez ar mojennoù.
Zeus a lonkas kalon ar bugel hag a deuas a-benn da reiñ ar vuhez dezhañ un eil gwezh o c'henel anezhañ dindan an anv a Iakkos. Alese e teu un displegadenn boblek eus orin anv Dionysos: « ganet div wezh ». Kouezhañ a reas foeltr Zeus war an Ditaned d'o c'hastizañ. Diwar o ludu e tiwanas neuze an Denelezh.
Mamennoù
kemmañ- Euripides, tamm 472.
- Caius Julius Hyginus, Fablennoù (CLXVII) lenn enlinenn.
- ''Meulganioù homerek'' (Demeter, passim) lenn enlinenn.
- Nonnos Panopolis, Dionisiakoù (V) lenn enlinenn.
Levrlennadur
kemmañ- Marcel Détienne, Dionysos mis à mort, Gallimard, coll. « Tel », Paris, 1998.
- E.R. Dodds, Les Grecs et l'irrationnel, Flammarion, coll. « Champs », 1999.
- Henri Jeanmaire, Dionysos, histoire du culte, Payot, 1991.
- (en) Ivan M. Linforth, The Arts of Orpheus, Cambridge University Press, Londres, 1941.
- (en) M. P. Nilsson, “Early Orphism”, dans Harvard Theological Review 28 (1935), p. 181-230.