Suzana

anv merc’hed
(Adkaset eus Zuzana)

Suzana (pe Suzanna a-wechoù) zo un anv-badez brezhonek ha portugalek, roet d'ar plac'hed. E gavout a reer en Testamant Kozh, koulz hag en Testamant Nevez.

Jacopo Tintoretto, Suzanna hag ar gozhidi. Taolenn awenet gant an Testamant Kozh.

Gerdarzh

kemmañ

Dont a ra ar ger eus an arameeg : eus ar ger " שושנה " /Shoshannah, tremenet en hebreeg, hag a dalv kement ha lili.

En hebreeg a vremañ e talv Shoshana kement ha rozenn, ur ger a servij evel anv-badez ivez.

Suzanna zo un anv a gaver en Testamant Kozh, e Levr Daniel, koulz hag en Testamant Nevez, en Aviel Sant-Lukaz. Implijet e veze e deroù ar gristeniezh ha goude ez eas diwar c'hiz betek ar XVIvet kantved pa oa implijet a-nevez gant ar Brotestanted ha puritaned Bro-Saoz abalamour ma oa diouzh ar c'hiz an anvioù kavet er Bibl en o zouez. Abaoe eo deuet da vout un anv klasel.

Yezhoù all

kemmañ

Suzana ar Bibl

kemmañ
 
An aktorez vrazilian Suzana Alves

Lidet e vez Santez Suzana d'an 11 a viz Eost.

Oberennoù

kemmañ

Kalzik a oberennoù zo bet awenet gant Suzanna an Testamant Kozh.

Met maouezed all heñvelanvet o deus awenet oberennoù all.

Kanaouennoù

kemmañ

Kelaouennoù

kemmañ

Lec'hanvadurezh

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ