Alain Bashung
Alain Bashung, (anv gwir Alain Baschung), (1añ a viz Kerzu 1947 – 14 a viz Meurzh 2009 e Pariz)[1], a oa ur c'haner, soner, sonaozer hag aktour gall. Dont a reas da vezañ brudet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 ha bras e voe e levezon war meur a ganer yaouankoc'h evitañ.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Alain Baschung |
Anv ganedigezh | Alain Claude Baschung |
Anv-bihan | Alain, Claude |
Anv-familh | Baschung |
Lesanv | Alain Bashung, Hendrick Darmen, David Bergen |
Deiziad ganedigezh | 1 Kzu 1947 |
Lec'h ganedigezh | 14th arrondissement of Paris |
Deiziad ar marv | 14 Meu 2009 |
Lec'h ar marv | 14th arrondissement of Paris |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev ar skevent |
Lec'h douaridigezh | Bered Père-Lachaise |
Pried | Chloé Mons, Chantal Mironneau, Chantal Monteraselli |
Bugel | Poppée Bashung, Arthur Baschung |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | aktour, kaner-sonaozer |
Deroù ar prantad labour | 1966 |
Dibenn ar prantad labour | 2009 |
Benveg sonerezh | mouezh, gitar, harmonica |
Pladennrolladur | Alain Bashung discography |
Tachenn | sonerezh rock, new wave, Pop rock |
Label sonerezh | Barclay, Philips Records |
Darvoud-alc'hwez | funeral |
Lec'hienn ofisiel | http://www.alainbashung.fr/ |
E vuhez
kemmañMab e oa Alain Bashung d'ur vaouez a orin eus Breizh hag a oa micherourez en ul labouradeg kaoutchoug e Boulogne-Billancourt ha d'un tad a orin berber ha n'anavezas ket[2]. Pa oa bloaz Bashung e timezas e vamm gant ur baraer, ha kaset e voe Bashung da Wingersheim en Elzas, da di e dud-kozh[2]. War ar maez e kasas e yaouankiz, en un endro kentoc'h mirour. Da bemp bloaz e tizoloas ar sonerezh, dre selaou sonerezh Kurt Weill ha seniñ gant an harmonica. Kurust e voe ivez e Wingersheim.
Mont a reas da Bariz e 1959, hag eno e tizoloas ar ganerien c'hall vrudetañ hag ivez ar sonerezh rock'n'roll sonet gant Gene Vincent, Buddy Holly pe Elvis Presley. E studioù kontourezh a zilezas buan a-walc'h, hag e savas ur strollad sonerezh folk ha rockabilly anvet Dunces.
Goude bezañ kejet gant sonerien e Royan e savas Bashung ur strollad nevez, ha seniñ a rejont en ostalerioù, pretioù hag en diazezlec'hioù amerikan. Meur a bladenn 45 tro a lakaas embann er bloavezhioù-se, evel Pourquoi rêvez-vous des États-Unis? e 1966. E 1968 e lakaas embann Les Romantiques, ur bladenn diviet hiziv an deiz [1].
En holl e lakaas embann 12 pladenn vihan dindan an anv David Bergen, ha div bladenn all e 1971/1972 dindan an anv Hendrick Darmen. Sevel a reas ivez tonioù evit kanerien vrudet evel Noël Deschamps, met diaes e voe dezhañ bezañ brudet.
E 1973 e c'hoarias perzh Robespierre er gomedienn war gan anvet La Révolution française gant Claude-Michel Schönberg. Kejañ a reas gant Dick Rivers, ha meur a ganaouenn (Marylou en o zouez) a savas evitañ.
Kejañ a reas neuze gant Andy Scott (ijinour war ar son) ha gant Boris Bergman. Asambles e savjont ur bladenn anvet Romans Photos, hag a zeuas er-maez e 1977. Met mare ar sonerezh punk e oa, ha ne reas ket berzh.
E 1979 e lakaas embann Roulette russe, ur bladenn teñval an aergelc'h enni, ha levezonet gant ar sonerezh rock. Berzh a reas a-benn ar fin e 1980 gant e ganaouenn Gaby, oh Gaby. Ur bladenn rock all, anvet Pizza, a lakaas embann e 1981, ha plijet e voe ar selaouerien koulz hag ar vurutellerien. Berzh a reas gant an ton Vertige de l'amour, tennet eus ar bladenn-se, hag un droiad sonadegoù a reas da-heul.
E 1982 e kenlabouras Bashung gant Serge Gainsbourg, ha sevel a rejont ar bladenn Play blessures asambles. Gwall zisheñvel diouzh ar pezh en doa graet betek-henn e oa, rak fellout a rae dezhañ diskouez e oa gouest d'ober traoù disheñvel diouzh "Gaby". Ur bladenn ziaes e oa, ha ne reas ket berzh. E 1983 e lakaas embann Figure imposée, ha ne reas ket berzh. E 1985 e skrivas meur a ganaouenn evit SOS Racisme.
Passé le Rio Grande a zeuas er-maez e 1986, ha berzh a reas a-drugarez d'an ton "SOS Amor".
E 1989 e lakaas embann Novice, ur bladenn enni sonioù New wave. Evit an ton Bombez ! e kenlabouras gant ar saver-komzoù Jean Fauque. Evit ar wech diwezhañ e kenlabouras gant Boris Bergman, hag en doa kenskrivet gantañ e donioù brudetañ kentañ.
E 1991 e kendalc'has da labourat gant Jean Fauque, ha sevel a rejont Osez Joséphine, ur bladenn enni un nebeud tonioù rock amerikan klasel adsonet. Gwerzhet e voe 350000 skouerenn anezhi, ha berzh a reas an ton anvet Osez Joséphine. War ar bladenn-se e kaver ivez Madame rêve, hag a zeuas da vezañ ur ganaouenn glasel.
E 1992 e kanas Les Mots bleus, un ton krouet gant Christophe. An ton-se a c'haller klevout war un dastumad kanaouennoù gwerzhet a-benn sikour an enklaskoù war ar sida. E 1994 e teuas Chatterton er-maez, ur bladenn Country New Age hervez Bashung. Berzh a reas gant an ton Ma petite entreprise ha da-heul e stagas gant un droiad daou vloaz-pad. E 1995 e teuas er-maez ar bladenn live Confessions publiques. Azalek 1994 e ouestlas muioc'h a amzer d'ar sinema, ha c'oari a rea e meur a film.
Asambles gant Brigitte Fontaine e kanas an ton anvet City, hag a c'haller klevout war bladenn Brigitte Fontaine anvet Les Palaces. E 1998 e teuas er-maez Fantaisie militaire. A-benn aozañ ar bladenn-se e labouras gant meur a zen : Jean Fauque, Rodolphe Burger, Les Valentins ha Jean-Marc Lederman. Adrian Utley, gitarour Portishead, a gemeras perzh er raktres ivez. Kalz binvioù kerdin a glever war ar bladenn. Ar bladenn vihan gentañ tennet eus ar bladenn a voe La nuit je mens. Teir Victoire de la musique a resevas e 1999. E 2005 e voe lakaet Fantaisie Militaire da bladenn wellañ an 20 vloaz tremenet da-geñver Victoires de la musique. Gant ar bladenn-se e reas berzh bras Bashung e-touez ar selaouerien koulz hag e-touez ar vurutellerien.
E 2000 e teuas Climax er-maez. Un dastumad eo (div bladenn) enni kanaouennoù kemmet : gant Noir Désir e kanas Volontaire.
L'Imprudence]] a voe embannet e 2002, ha meulet e voe gant ar vurutellerien. Enni e klever kalz binvioù-kerdin ha sonioù elektronek. Bashung a lavaras e oa bet levezonet gant sonerezhioù filmoù gwenn ha du kozh. Er memes bloavezh ec'h enrollas Cantique des cantiques gant e wreg Chloé Mons. E 2003 e kemeras perzh en ur bladenn da enoriñ Léo Ferré, ha kanañ a reas Avec le temps. Rakskrid ul levr diwar-benn Ferré a skrivas ivez.
E 2004 e teuas er-maez ar bladenn live doubl anvet La Tournée des grands espaces. E 2006 e kanas Que reste-t-il de nos amours (Charles Trenet) asambles gant Françoise Hardy. E miz Even 2006 e voe aotreet d'en em staliañ e Cité de la Musique e Pariz, ha da ober ar pezh a felle dezhañ. Meur a sonadeg a aozas, asambles gant arzourien liesseurt evel Christophe, Dominique A, Rodolphe Burger, Arto Lindsay. E penn-kentañ 2007 e kemeras perzh en droiad Les Aventuriers d'un autre monde asambles gant Jean-Louis Aubert, Cali, Daniel Darc, Richard Kolinka ha Raphaël. C'hoari a reas perzh [[Yann an ToullgoferJakez an toullgofer]] war an ton anvet Panique Mécanique , tennet eus an albom anvet La Mécanique du cœur gant Dionysos.
E 2007 e c'hoarias Bashung er film J'ai toujours rêvé d'être un gangster gant Samuel Benchetrit.]
E 2008 e kanas an ton L.U.V. asambles gant Daniel Darc, war bladenn Darc anvet Amours suprêmes. Aozañ a reas ivez un abadenn anvet L'Homme à tête de chou, ha gouestlet da Serge Gainsbourg. D'ar 24 a viz Meurzh 2008 e teuas er-maez Bleu pétrole. Evit ar bladenn-se e kenlabouras Bashung gant Gaëtan Roussel (Louise Attaque), Arman Méliès ha Gérard Manset. An ton anvet Il voyage en solitaire krouet gant Manset a glever e dibenn ar bladenn. Da-heul e stagas gant un droiad sonadegoù, daoust dezhañ bezañ klañv[3].
Lakaet e vo Bashung da varc'heg Lejion a enor d'ar 1añ a viz Genver 2009[4]. D'an 29 a viz C'hwevrer 2009 e voe roet teir Victoire de la musique dezhañ[5]. Mervel a reas abalamour da grign-bev ar skevent d'ar 14 a viz Meurzh 2009 en ospital Saint-Joseph e Pariz d'an oad a 61 bloaz[6].
Pladennaoueg
kemmañPladennoù bras
kemmañBloavezh | Titl | Renk en hit-parade | |||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Frañs | Belgia | Suis | |||||
1977 | Romans photos | - | - | - | |||
1979 | Roulette russe | 13 | - | - | |||
1981 | Pizza | 1 | - | - | |||
1982 | Play blessures | - | - | - | |||
1983 | Figure imposée | - | - | - | |||
1986 | Passé le Rio Grande | - | - | - | |||
1989 | Novice | - | - | - | |||
1991 | Osez Joséphine | 14 | - | - | |||
1993 | Réservé aux Indiens | - | - | - | |||
1994 | Chatterton | 6 | - | - | |||
1998 | Fantaisie militaire | 1 | 15 | - | |||
2002 | L'Imprudence | 1 | 2 | 46 | |||
2002 | Cantique des cantiques gant Chloé Mons | - | - | - | |||
2008 | Bleu pétrole | 1 | 4 | 11 | |||
2011 | L'Homme à tête de chou | - | - | - |
Pladennoù bihan (singles)
kemmañBloavezh | Titl | Renk en hit-parade | |||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Frañs | Belgia | ||||||
1966 | Pourquoi rêvez-vous des États-Unis ? | - | - | ||||
1967 | T'as qu'à dire Yeah | - | - | ||||
1967 | Tu es une petite enfant qui fait la belle | - | - | ||||
1968 | Chère petite chose | 66 | - | ||||
1968 | Les romantiques | - | - | ||||
1969 | Lise | - | - | ||||
1969 | La rivière | - | - | ||||
1969 | Simplement quelques jours | - | - | ||||
1969 | Ho gli occhi chuisi | - | - | ||||
1970 | Un jour viendra | - | - | ||||
1971 | Du feu dans les veines | - | - | ||||
1973 | Bois de santal | - | - | ||||
1977 | Roman Photos | 71 | - | ||||
1977 | C'est la faute à Dylan | - | - | ||||
1979 | Je fume pour oublier que tu bois | - | - | ||||
1980 | Gaby oh Gaby | 2 | - | ||||
1981 | Vertige de l'amour | 1 | - | ||||
1981 | Rebel | 19 | - | ||||
1981 | C'est comment qu'on freine? | 45 | - | ||||
1983 | Elégance | - | - | ||||
1984 | S.O.S. Amor | 36 | - | ||||
1985 | Tu touches pas à mon pote | - | - | ||||
1985 | Hey Joe | 59 | - | ||||
1986 | L'arrivée du Tour | 44 | - | ||||
1986 | Malédiction | 36 | - | ||||
1989 | Bombez! | 76 | - | ||||
1989 | Pyromanes | 94 | - | ||||
1989 | Etrange été | - | - | ||||
1991 | Osez Joséphine | 14 | - | ||||
1991 | J'écume | - | - | ||||
1992 | Madame rêve | - | - | ||||
1994 | Ma petite entreprise | 61 | - | ||||
1994 | J'passe pour une caravane | 31 | - | ||||
1998 | La nuit je mens | 12 | - | ||||
1998 | Sommes-nous | 24 | - | ||||
1998 | Aucun express | 39 | - | ||||
2003 | La ficelle | - | - | ||||
2008 | Résidents de la République | - | 32 |
Pladennoù « live »
kemmañEr sinema
kemmañAktour
kemmañ- 1981 : Nestor Burma, détective de choc gant Jean-Luc Miesch
- 1981 : Le Cimetière des voitures gant Fernando Arrabal
- 1991 : Rien que des mensonges gant Paule Muret
- 1992 : L'Ombre du doute gant Aline Issermann
- 1994 : Ma sœur chinoise gant Alain Mazars
- 1995 : Le Jeu de la clé gant Michel Hassan
- 1998 : Mon père, ma mère, mes frères et mes sœurs... gant Charlotte de Turckheim
- 1999 : Je veux tout gant Patrick Braoudé
- 2000 : La Confusion des genres gant Ilan Duran Cohen
- 2000 : Retour à la vie gant Pascal Baeumler
- 2000 : Félix et Lola gant Patrice Leconte
- 2000 : L'Origine du monde gant Jérôme Enrico
- 2002 : La Bande du drugstore gant François Armanet
- 2003 : Le P'tit Curieux gant Jean Marbœuf
- 2006 : Arthur et les Minimoys gant Luc Besson (mouezh M Le maudit)
- 2007 : J'ai toujours rêvé d'être un gangster gant Samuel Benchetrit
Sonaozañ
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ (fr) Le chanteur Alain Bashung est mort. Le Monde (Meurzh 2009).
- ↑ 2,0 ha2,1 Alain Bashung, rocker en équilibre, Le Monde , 25 a viz Meurzh 2008.
- ↑ Entretien avec Jean Fauque e-barzh Le Parisien, 10 a viz Even 2008
- ↑ La Légion d'honneur du Nouvel An e-barzh Le Figaro, 1añ a viz Genver 2009
- ↑ Bashung triomphe aux Victoires de la musique, Le Monde, 1añ a viz Meurzh 2009
- ↑ http://www.lefigaro.fr/musique/2009/03/14/03006-20090314ARTFIG00643-le-chanteur-alain-bashung-est-decede-.php