Ar wagenn
Filmdata
Titl orin Die Welle
Bro produiñ Alamagn
Deuet er-maez 13 Meurzh 2008
Yezh orin alamaneg
Padelezh (PAL-DVD) : 107 munutenn
Pare
Filmaozer Dennis Gansel
Produer Christian Becker, Nina Maag, Anita Schneider
Skrivagner Romant : Todd Strasser

Senario : Dennis Gansel, Peter Thorwarth

Sonerezh Heiko Maile
Rener al luc'hskeudenniñ Torsten Breuer
Frammer Ueli Christen
Aktourien
  • Thomas Connan : Thomas Connan
  • Jürgen Vogel : Rainer Wenger
  • Frederick Lau : Tim
  • Max Riemelt : Marco
  • Jennifer Ulrich : Karo
  • Christiane Paul : Anke Wenger
  • Elyas M'Barek : Sinan
  • Cristina do Rego : Lisa
  • Jacob Matschenz : Dennis
  • Maximilian Vollmar : Bomber
  • Maximilian Mauff : Kevin
  • Ferdinand Schmidt-Modrow : Ferdi
  • Tim Oliver Schultz : Jens
  • Amelie Kiefer : Mona
  • Odine Johne : Maja
  • Fabian Preger : Kaschi
  • Alexander Held : tad Tim
Liammoù diavaez

Ar Wagenn zo titl doare brezhonek Die Welle, ur film alamanek bet sevenet gant Dennis Gansel e 2008 ha diazezet war an arnod sokial The Third Wave. E 1981 c'hoazh e oa bet savet ur film evit ar skinwel diwar-benn an darvoud-se, a voe diskouezet alies e skolioù Alamagn. Savet e oa bet ar film-mañ diwar ar romant The Wave ("Ae Wagenn") skrivet gant ar c'hazetenner [[stadunanat] Todd Strasser e 1981 dindan e anv-pluenn Morton Rhue, hag a vez studiet ivez e skolioù Alamagn.

Berzh bras en doa graet ar film-mañ e salioù sinema Alamagn : ouzhpenn 2,3 milion a arversterien o doa gwelet ar film e-korf an dek sizhun gentañ.

An istor

kemmañ

Ar Wagenn zo istor ur c'hlasad a zo o labourat e-pad ur sizhun war an diktatouriezh. Ar c'helenner, an ao. Reiner, a zibab diskouez dezho petra eo un diktatouriezh dre o lakaat da sevel unan. Goulenn a ra gant an dud bezañ gwisket er memes doare : ur roched gwenn hag ur jean. Lakaet e vez e pleustr ur sin evit en em saludiñ, un arouez... kement a vez adkavet en un diktatouriezh. Lod a gemer ar raktres en un doare sirius-tre, evel Tim da skouer. Lod a gav an dra-se farsus ; daou zen hepken a gav un dañjer er Wagenn. Kreskiñ a ra ar feulster. Difennet eo d'an dud n'int ket er Wagenn mont da lec'hioù a zo, d'ar skate park da skouer. An dud a soñj dezho ne vez graet nemet traoù mat ganto peogwir ez eo bet goulennet outo gant ar Wagenn. Mont a ra Karo da gomz gant ar c'helenner. Goulenn a ra outañ paouez gant ar Wagenn. Deskiñ a ra dezhañ petra a c'hoarvez e gwir. Met ne oar ket n'eo mui ar mestr ken.

Al levr

kemmañ

Orin Ar Wagenn zo un taol-arnod graet gant ur c'helenner war an Istor anvet Ron Jones, e likez Cubberly e Palo Alto, Kalifornia. Lavaret en deus : « kelenn a ran da'm studierien petra e oa spered an naziegezh, dre o lakaat da vezañ nazied ». Skrivañ a reas un istor berr anvet Take As Directed ("Kemerit evel m'eo urzhiet") diwar-benn an taol-arnod, a voe embannet er gelaouenn CoEvolution Quarterly[1], ha diwezhatoc'h e stumm ul levr anvet The Third Wave ("An Trede Gwagenn"). An istor a zesachas ur produour anvet Norman Lear, a savas ur film evit ar chadenn skinwel ABC anvet The Wave ("Ar Wagenn"). Ur Peabody Award a voe deroet d'ar film e 1981[2], a resevas ivez un Emmy Award e 1982[3].

Berzh bras a reas The Wave Todd Strasser, ken e voe troet e 15 yezh ha ma voe graet ur film e 2008. Evit skrivañ ar senario e c'houlennas Strasser sikour digant Ron Jones evit ma chomfe ar film tost d'ar wirionez. Nav friz hag eizh meneg zo bet deroet d'ar film e festivalioù ar sinema e meur a vro[4]. A skrivagner da skrivagner ez eo aet an istor-se, pep hini o tegas e zoare da zisplegañ an darvoud : lod zo kentoc'h bredoniel, lod all zo romanteloc'h.

Sell an dud war ar film

kemmañ

Ar Wagenn zo ur film a gemm sell an dud, broudet ma'z int da sevel goulennoù outo o-unan a-zivout an traoù spontus a c'hell mab-den ober evel e-pad an Eil Brezel-bed : ar Shoah. Divezh e vez diskouezet ar pezh a soñj ar yaouankiz alaman a-zivout ar mare ma oa Adolf Hitler o ren o bro, an doare ma c'hell un diktatouriezh kemer galloud war un den.

Ar skritell

kemmañ

Ul labour a-zoare zo bet war skritell c'hallek ar film-se (La Vague). Gwelet a reer kein ar c'helenner Rainer Wenger gant ur vrec'henn par da re an nazied. Savet uhel emañ e vrec'h all, e zorn stardet. En e sav emañ dirak ur morad tud azezet, an holl gwisket gant ur roched gwenn heñvel ouzh hini Wenger. Seblantout a reont bezañ laouen. E-mesk an engroez avat ez eus ur vaouez gwisket e ruz, war he sav ha kroaziet he divrec'h evit aroueziañ an dud a zo o stourm ouzh ar Wagenn. E laez ar skritell ez eus skrivet e gwenn : « Vous croyez qu'une nouvell dictature n'est pas possible ? "Ha krediñ a ra deoc'h ne vefe ket eus un diktatouriezh nevez ?" ». Diouzhtu e tiskouez spered ar film.

E brezhoneg

kemmañ

Lakaet eo bet ar film e brezhoneg gant ar gevredigezh Dizale [5] gant an anv Ar Wagenn. Skignet eo bet el lec'hienn Brezhoweb e 2009.

Fichenn deknikel an treiñ

kemmañ
  • Renet gant : Laorañs Skavenneg
  • Troet e brezhoneg gant : Corinne ar Mero
  • Detektiñ : Ludovic ha Sophie Gillet
  • Enrollet ha kemmesket gant : Jean-Mari Ollivier
  • Binvioù teknikel : KAE DEK - An Oriant

Mouezhioù

kemmañ
  • Tangi Daniel
  • Tony Foricheur
  • Yann-Herle Gourves
  • Christophe Le Menn
  • Manu Mehu
  • Jil Penneg
  • Marion Gwenn
  • Yann-Edern Jourdan
  • Riwal Kermac'heg
  • Thomas Kloareg
  • Gwion Korbell
  • Nolwenn Korbell

Un oberenn gar

kemmañ

Matin brun zo un danevell verr c'hallek bet skrivet gant Franck Pavloff e 1998 ; an tilt anezhi a ra dave d'ar rochedoù gwell a vez gwisket gant izili ar Sturmabteilung da vare an Trede Reich.

Kontañ a ra istor daoù gamalad en em gav bemdez goude o labour evit c'hoari ar c'hartoù. Kaozeal a reont diwar-enn al lezennoù nevez a zo bet lakaet e pleustr gant ar gouarnamant : difennet eo kaout ur c'hi pe ur c'hazh eus ul liv all estreget gell. Lavaret e oa bet gant ar skiantourien e oant gwelloc'h, neuze ne oa netra da lavaret. Goude-se ez eo tro ar c'hazetennoù hag al levrioù da vezañ reoliet. An holl dud a glask gouzout perak, met lezennoù zo. N'o deus netra da lavaret, betek un deiz...

Levrlennadur

kemmañ
(fr) La vague. Troidigezh gant Aude Carlier. Paris : POcket, 2009 (ISBN 978-2-266-18569-1)

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (en) Nevezamzer 1976, pp. 132-139. Kavet : 05 C'hwe 24.
  2. (en) Peabody Awards. Kavet : 05 C'hwe 24.
  3. (en) Emmy Awards. Kavet : 05 C'hwe 24.
  4. (en) 'Internet Movie Database'. Kavet : 05 C'hwe 24.
  5. (br) (fr) Dizale. Kavet : 05 C'hwe 24.