An Arisaka Stumm 38 zo ur fuzuilh tennata dre zorn japanat produet etre 1906 ha 1944. Implijet e voe gant an arme japanat betek fin an Eil Brezel-bed, ha gant armeoù all da vare ar Brezel-bed kentañ dreist-holl. Anvet e voe diwar 38vet bloavezh ar mare Meiji en Impalaeriezh Japan.

Fuzuilh stumm 38
Skeudenn ar pennad Arisaka 38

Ur fuzuilh stumm 38 Arisaka
Kinnig
Bro Banniel Impalaeriezh Japan Impalaeriezh Japan
Mont en-dro Fuzuilh tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 6,50 x 50 mm Arisaka (da gentañ), .303 British, 7,62 x 39 M43 (adstummoù)
Produerien Arsanailhoù Tokyo, Kokura, Nagoya, Jinsen (Incheon), Hoten (Shenyang)
Skouerennoù produet War-dro 4 milion
Mare implij 1906–1945 (Impalaeriezh Japan)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 4,190 kg
Hirder 1.275 mm
Hirder ar c'hanol 797 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 350-450 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 762 m/s
Endalc'h Kilpoù 5 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Istor kemmañ

Goude ar brezel etre Japan ha Rusia (1904-1905) e komprenas ar Japaniz e oa sioù gant o fuzuilh Arisaka stumm 30 produet abaoe 1897, evel kartouchennoù hag a darzhe, poultr a chome betek re er gulasenn pe darvoudoù tennañ a bep seurt. An ijinour ha soudard Kijiro Nambu a ginnigas e 1906 ur stumm nevez eus ar fuzuilh, nebeutoc'h a bezhioù enni hag aesoc'h da broduiñ neuze. Ur golo a oa savet warnañ da wareziñ an arm diouzh an douar hag ar boultrenn da vare an emgannoù. Ar memes kartouchennoù 6,5 mm Arisaka a veze implijet enni.

Stummoù disheñvel eus an Arisaka 38 a voe produet gant ar Japaniz, en o zouez re verroc'h (Stumm 38 berr, Stumm 38 karabinenn), karabinennoù (Stumm 44), fuzuilhoù-sniper (Stumm 97), stummoù produet e Sina (Stummoù 918, 19 ha 66) pe fuzuilhoù ha karabinennoù kaset da Dhailand (Stummoù 83 ha 91). Lod eus an Arisaka 38 a voe adkambret e .303 British gant Estonia etre 1929 ha 1934 pe e 7,62 x 39 mm gant arme Sina goude an Eil Brezel-bed diwar skouerennoù tapet digant ar Japaniz.

Niver a skouerennoù produet kemmañ

  • arsanailhoù Tokyo : 2.029.000 (1906-1932)
  • arsanailhoù Kokura : 495.500 (1937-1941)
  • arsanailhoù Nagoya : 312.500 (1932-1942)
  • arsanailhoù Jinsen (Incheon) : 13.400 (1942)
  • arsanailhoù Hoten (Shenyang) : 148.800 (1937-1944)

E-pad ar brezel etre Sina ha Japan e tiskouezas kalibr 6,5 x 50 mm Arisaka ar fuzuilh bezañ re wan. Produet e voe adalek 1939 ar fuzuilh Arisaka stumm 99 da gemer he flas met implijet e voe ar stumm 38 betek fin an Eil Brezel-bed gant arme Japan memestra.

Implijerien kemmañ

Ouzhpenn d'an arme japanat, d'he c'hevredidi thai ha d'an armoù tapet gant ar Sinaiz goude an Eil Brezel-bed e voe implijet an Arisaka 38 gant izili an Emglev tridoubl a oa kevredidi da Impalaeriezh Japan da vare ar Brezel-bed Kentañ. 50.000 fuzuilh a voe pourvezet d'ar Royal Navy e fin 1914, a c'hellas kas fuzuilhoù Lee Enfield d'ar soudarded war zouar. Un urzhiad 30.000 karabinenn stumm 38 a voe graet e miz Kerzu 1914 ivez. 45 milion a gartouchennoù 6,5 mm Arisaka a voe urzhiet gant ar Rouantelezh-Unanet er memes koulz. En holl en em gavas war-dro 100.000 fuzuilh pe karabinenn Arisaka (reoù stumm 30 a oa ivez) etre daouarn ar soudarded vreizhveurat. Adalek dibenn 1915 e voe kemeret o flas tamm-ha-tamm gant armoù Lee Enfield ha kaset ar braz anezhe da Rusia pe roet da strollad Laorañs Arabia.[1]

Impalaeriezh Rusia a resevas a-berzh ar Japan 280.000 fuzuilh Arisaka 38 etre miz Here 1914 ha miz C'hwevrer 1917, gante tost da 30 milion kartouchenn 6,5 mm.

Liammoù diavaez kemmañ

Daveennoù kemmañ

  1. (fr) VALEZ Laurent, Les Arisaka au service des Alliés en 1914-1918, e Gazette des Armes 572, miz Meurzh 2024
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan