C'hwevrer 2006 e Breizh
Bloavezhioù : ../.. 2000 2001 2002 2003 2004 2005 - 2006 - 2007 2008 2009 2010 2011 2012 ../.. | |
Dekvedoù : 1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010 - 2020 | |
Kantvedoù : XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved Kronologiezh dre viz : Kronologiezh dre ranndirioù : Kronologiezh dre demoù : Marvioù : |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh
- 2005 e Breizh - 2006 e Breizh - 2007 e Breizh
Darvoudoù diawelet
kemmañC'hwevrer
kemmañLun 6 C'hwevrer
kemmañ- Politikerezh : nevesaet eo bet burev politikel ar strollad politikel breizhek Strollad Breizh (Parti Breton) goude un enkadenn diabarzh ha dilez lod eus izili ar burev. Prezidant a-vremañ : Gérard Olierig, sekretourien : Jacques-Yves an Touz, Jean-Claude Rivalain, Alphonse Samson, Herve Bouché, teñzorer : Jean-Philippe an Danteg.
Gwener 10 C'hwevrer
kemmañ- Landrevarzeg : a-unvouezh eo bet divizet gant ar c'huzul-kêr lakaat reizhañ skritur holl anvioù-lec'h ar gumun evit o skrivañ diouzh reolennoù ar brezhoneg. Da-heul ur studiadenn gant Daniel Kernalegenn, bet kadarnaet gant Ofis ar Brezhoneg, eo bet votet war roll ar stummoù nevez.
- Ai 'ta, kevredigezh evit ofisielaat ar brezhoneg a gendalc'h gant he stourm a-benn ma vo brezhoneg e tiez-gar Breizh. Lañset ez eus bet ur sinadeg ganto evit brudañ o stourm. Muioc'h a ditouroù amañ
- Nac'hañ a ra ar gazetenn sizhuniek Le Trégor embann ur gemennadenn baeüs a-berzh un hinienn (David Remond) hag en doa c'hoant da werzhañ e garr peogwir e oa bet skrivet an destenn e brezhoneg.
Merc'her 15 C'hwevrer
kemmañ- Brusel : Danevell Komiser Europa war Gwirioù Mab-den : "Dipitus" eo bet kavet gant ar c'homiser ar fed ne vije ket bet na sinet na gwiriekaet c'hoazh gant Frañs ar Framm kenemglev evit gwareziñ ar minorelezhioù broadel na Protokol 12 Kenemglev Europa Gwirioù Mab-den. Ouzhpenn, emezañ, mard eo bet sinet Karta Europa ar yezhoù rannvro pe minorel ... n'eo ket bet gwiriekaet ganti ar binvioù lezennel pouezus-se a-benn stourm a-enep d'ar gaou a vez graet ouzh gwirioù Mab-den. N'hallan nemet pediñ Frañs d'en em soñjal evit ma vo gwiriekaet ar binvioù-mañ ganti a-raok pell.. Danevell da vezañ pellgarget amañ
Sadorn 18 C'hwevrer
kemmañ- Sevel-loened : Erru eo grip al laboused, pe bosenn an evned, e Frañs. Hervez dielfennadurioù arnodva an AFSSA (Ajañs Frañs surentez ar boued yac’h), staliet e Ploufragan (Aodoù-an-Arvor), eo kontammet korf marv an houad a zo bet kavet al lun 13 a viz C’hwevrer e Joyeux (Ain) gant ar viruz H5N1. Ar saverien yer, niverus e Breizh, a rank delc’her o loened en o c’hlud noz-deiz.
- Emvod-meur Breizh Unvan e Pontkastell-Keren : 600 ezel zo bremañ er gevredigezh (mui 104 e-keñver warlene). Dilennet ez eus bet ur prezidant nevez, an Naonedad Jean-Yves Bourriau e-lec'h ar Redonad Emil Granville. Hag eñ war e leve hiziv eo bet Jean-Yves Bourriau sterner en embregerezh Drouin Industrie ha kargoù en deus bet en ur sindikad micherel. Bet eo ivez o kevraouiñ gant Brusel war deulioù zo. Hervez ar Jean-Yves Bourriau, ma ranker kenderc'hel da vanifestiñ evit ma vo adunanet ar vro ez eus da labourat muioc'h war-du al "lobbying" war an dilennidi.
Meurzh 21 C'hwevrer
kemmañ- Devezh etrebroadel ar yezh vamm aozet gant an Unesco.
Gwener 24 C'hwevrer
kemmañ- Brezhoneg er servijoù publik : Goude nac'hadenn Ajañs Vroadel evit al Labour AVAL (ANPE) Brest da embann ur c'hinnig labour divyezhek brezhoneg-galleg a-berzh ar geredigezh Diwan hag ar c'hlemmoù niverus savet a bep tu en Emsav he deus skrivet prefedez ar rannvro Bernadette Malgorn da holl ajañsoù rannvro Breizh evit goulenn outo ober a seurt ma vo posupl hiviziken da embann kemennoù labour divyezhek. A-hervez e vije bet degaset gwellaennoù a zo bet trec'h d'an c'hudennoù teknikel a oa war chouk an ajañsoù hag a vire ouzh ar brezhoneg da gaout dor zigor. Diskouez a ra an darvoud-mañ e talvez ar boan krediñ ober implij eus e yezh e kement lec'h zo. (mammenn : Le Progrès de Cornouaille)