Mae 2006 e Breizh
Bloavezhioù : ../.. 2000 2001 2002 2003 2004 2005 - 2006 - 2007 2008 2009 2010 2011 2012 ../.. | |
Dekvedoù : 1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010 - 2020 | |
Kantvedoù : XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved Kronologiezh dre viz : Kronologiezh dre ranndirioù : Kronologiezh dre demoù : Marvioù : |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh
- 2005 e Breizh - 2006 e Breizh - 2007 e Breizh
Darvoudoù diawelet
kemmañMae
kemmañEchu eo e harz-debriñ gant Yannig Baron, prezidant ar gevredigezh Dihun. Padet en deus 22 devezh en holl. Deuet eo a-benn Y. Baron gant e stourmadeg, da lakaat renerezh an deskadurezh katolik da vont war-raok evit diorren ar c'helenn divyezhek brezhoneg-galleg.
Divizet ez eus bet eta digeriñ 7 klasad divyezhek nevez en c'hentañ derez : 2 e Penn-ar-Bed (Plouvorn ha Plouarzhel), 1 en Aodoù-an-Arvor (en un tu bennak en Treger), 1 en Liger-Atlantel (Pornizh) ha 3 er Mor-Bihan (Mêlrant, Surzhur ha Gwened).
Divizet ez eus bet ivez gant Poellgor an Deskadurezh Katolik lakaat ur garta en he sav e kenlabour gant Dihun, a-benn programmiñ war meur a vloaz diorren ar skolioù divyezhek.
Diwar lec'hienn Dihun Breizh
Meurzh 16 a viz Mae
kemmañAet eo d'an anaon Pêr ar Bihan, barzh ha skrivagner bet adalek an deroù e-barzh skipailh ren ar gelaouenn Al Liamm.
Merc'her 24 a viz Mae
kemmañAet eo d'an anaon Maria Prat, en he c'hantved bloavezh. E penn Strollad Beilhadegoù Treger e oa bet e-pad pell. Pezhioù-c'hoari farsus ha rimadelloù a-leizh a oa bet savet ganti.