Caroline
Caroline zo un anv-badez alamanek, gallek ha saoznek (a-wechoù Karoline, Carolin, Carolyne, pe Carolyn, Carleen, Charlene, e broioù zo), roet d'ar merc'hed, ha kar-tost d'an anv Carolina.
Orin
kemmañDont a ra an daou anv eus an anv-badez paotred Carl, pe Karl, hag a orin alaman e seblant bezañ evel Carla ha Karla, pe gentoc'h eus ar stumm latin deveret, Carolus, gant an dibenn latin -ina, aet da -ine.
An anvioù-gwan latin carolinus, carolina a denne d'an impalaer Karl Veur da gentañ, ha goude da gement roue anvet Charlez.
Yezhoù all
kemmañEn alamaneg
kemmañEn alamaneg e kaver Caroline koulz ha Carolin pe Karoline, ha Carolina koulz ha Karolina.
Kar-tost eo Charlotte.
E galleg
kemmañLakaet e oa bet an anv diouzh ar c'hiz gant tad ha mamm ar briñsez Caroline de Monaco (Caroline de Hanovre hec'h anv ofisiel), a zo kaoz da c'hiz an anv-badez er broioù gallek er bloavezhioù 1960. Met war a seblant eo ret klask orin an anv e saozneg.
E saozneg
kemmañIstor
kemmañE saozneg eo stag an anv ouzh an anv-gwan deveret diwar anv ar roue Charlez Iañ (1625-1649) pa vez kaoz eus Caroline Age, pe Caroline literature. Met anavezet eo ivez an anv-gwan all Carolean pa gomzer eus Carolean style.
E Stadoù-Unanet Amerika e anavezer stummoù damheñvel o distagadur ha skrivet disheñvel:
- Carolyn,
- evel Carolyn Carlson, dañserez amerikan
- Carol-Lynn
- evel Carol Lynn Pearson, skrivagnerez amerikan
- Carlene
- evel Carlene Carter, kanerez "country" amerikan.
Distagadurioù
kemmañAnavezet eo Caroline evel anv-badez saoznek (Carolyne a-wechoù), gant un distagadur disheñvel, evel
- en anv ar skingomz Radio Caroline
- er ganaouenn Sweet Caroline, gant Neal Diamond.
Met Carolina a vez implijet ivez e saozneg evel e yezhoù latin (spagnoleg pe italianeg) ha gant an distagadur-se.
Nederlandeg
kemmañE nederlandeg e skriver ivez Carolien.
Anvioù deveret
kemmañTud brudet
kemmañSentezed
kemmañ- Caroline Gerardhinger, gwenvidigez katolik, marvet en 1879.
- Karolina Kozka, gwenvidigez katolik, marvet en 1914.
Priñsezed
kemmañ- Caroline von Brandenburg-Ansbach (1683–1737), ur briñsez alaman ganet en Ansbach, e Bavaria, pried George II, roue Breizh-Veur. Ne seblant ket an anv bezañ bet gwall anavezet en istor araozi (n'eus bet kavet nemet ur vaouez all anvet Karoline), met berzh a ray diwar neuze.
- Caroline Mathilde von Hannover (1751–1775), priñsez saoz, rouanez Danmark ha Norge,
- Friederike Caroline Luise von Hessen-Darmstadt (1752-1782), dugez Mecklenburg-Strelitz
- Caroline Amalie Elisabeth von Braunschweig-Wolfenbüttel (1768–1821), a zimezas d'ar roue saoz George IV; rouanez Breizh-Veur.
- Caroline Bonaparte, pe Caroline Murat, anvioù ofisiel gallek Maria Annunziata Carolina Buonaparte (1782-1839), c'hoar d'an impalaer Napoleone Buonaparte, dimezet da Joachim Murat, rouanez Naplez adalek 1808 betek 1814.
- Caroline Danmark (1793-1881),
- Caroline Gibert de Lametz (1793-1879), priñsez Monako.
- Caroline Amalie von Schleswig-Holstein-Sonderburg-Augustenburg (1796 -1881), eil pried ar roue Christian VIII Danmark.
- Caroline von Hessen-Homburg (1819−1872), priñsez Reuß-Greiz pe Reuß ältere Linie.
- Carolyne Sayn-Wittgenstein (1819-1887), c'hoar d'an tsar, hag a vevas gant Frantz Lizt
- Caroline Fredrika Franciska Stephanie Amalia Cecilia, anavezet ivez evel Carola Wasa (1833-1907), a oa ur briñsez svedat deuet da vout rouanez Saks.
- Caroline de Monaco, priñsez a Hannover (ganet en 1957).
Tud all
kemmañXVIIvet kantved
kemmañ- Friederike Caroline Neuber (1697 –1760) aktourez alaman
XVIIIvet kantved
kemmañ- Caroline Lucretia Herschel (1750 -1848) steredourez alaman.
- Caroline Schelling (1763–1809), Alamanez a zeskadurezh
- Caroline von Wolzogen, pe Caroline von Lengefeld hervez hec’h anv plac’h yaouank (1763 –1847), skrivagnerez alaman, c’hoar-gaer da Friedrich Schiller
- Caroline Auguste Fischer (1764 e Braunschweig; 1842 e Frankfurt am Main), skrivagnerez alamanek.
- Caroline von Humboldt (1766- 1829), pried ar yezhour alaman Wilhelm von Humboldt
XIXvet kantved
kemmañ- Caroline Vanhove (1771-1860), aktourez c’hall, pried an aktour Talma.
- Caroline Philippine de la Motte Fouqué (1773 -1831), skrivagnerez alamanek en XIXvet kantved
- Caroline Bardua (1781-1864), livourez alaman
- Caroline Ridderstolpe (1793-1878), kanerez svedat
- Caroline Ernst (1819–1902), kentañ Alamanez aet da chom da Vro-Texas
- Carolyne zu Sayn-Wittgenstein (1819-1887), kontez polonat, pried-kleiz Franz Liszt .
- Caroline Lavinia Scott Harrison (1832 -1892), pried Benjamin Harrison, prezidant SUA.
- Caroline Espinet (1844-1912), livourez c'hall
- Caroline von Gomperz-Bettelheim (1845 -1925), anavezet ivez evel Caroline Bettelheim, pianoourez ha kanerez aostrian-hungarat
- Caroline Rémy de Guebhard ( 1855 -1929) kazetennerez c’hall, difennerez gwirioù ar merc’hed.
XXvet ha XXIañ kantved
kemmañ- Caroline Lacroix (1883–1948), serc'h d'ar roue Leopold II, Roue Belgia
- Caroline Anthonypillai (1908 – 2009), politikourez eus an tu-kleiz e Sri Lanka
- Caroline Muhr (1925 -1978 ) skrivagnerez alaman
- Caroline Graham (1931-) skrivagnerez romantoù-polis saoz
- Caroline Janice Cherry (1942 ) skrivagnerez skiant-faltazi stadunanat
- Caroline Munro (1949) aktourez saoz
- Caroline Louise Flint (1961-) politikourez saoz (Labour Party)
- Caroline Fayard (1978), politikourez stadunanat, eus Louiziana
- Caroline Trentini (1987-), dougerez dilhad eus Brazil
- Caroline D'Amore, dougerez dilhad
- Caroline Graham
- Caroline Kennedy, merc'h da John F. Kennedy (1917-1963),
- Caroline Lufkin, kanerez japanat, eus Okinawa
- Caroline Winberg, dougerez dilhad
- Caroline Wozniacki, tenniserez danat
- C. C. Catch, kanerez izelvroat
- Carolien van Kilsdonk, sportourez izelvroat.
- Carolyn Graham.
- Caroline Dhavernas, aktourez kanadian
Lec'hanvadurezh
kemmañCaroline zo anv meur a lec'h:
- Caroline, trevadenn c'hall en Amerika, war aod ar Meurvor Atlantel, krouet e 1562 gant ar Gall Jean Ribault, kaset gant ar roue gall Charlez IX, hag a roas an anv Caroline d'ar vro, diwar anv e roue;
- deuet da vout proviñs saoz, Proviñs Carolina, rannet e 1711 etre div broviñs, a zeuy da vout div stad e SUA
- Carolina an Norzh
- ha Carolina ar Su,
- Caroline, kêr eus stad New-York, e Stadoù-Unanet Amerika.
- Caroline, kêr eus stad Alberta e Kanada.
- Enez Caroline, un enezenn didud e-kreiz ar Meurvor Habask, perc'hennet gant Kiribati.
- Inizi Caroline, un enezeg e kornôg ar Meurvor Habask, e biz Ginea Nevez.
Skingomzoù
kemmañ- Radio Caroline (Breizh-Veur), ur skingomz vreizhveuriat e-maez al lezenn
- Radio Caroline (Breizh), ur skingomz a c'haller selaou e Bro Sant-Maloù, Bro Roazhon ha Bro Wened.