Chapel Lokmaria-an-Hent
Chapel Lokmaria-an-Hent zo lec'hiet e kêriadenn Lokmaria, e kumun Sant-Ivi, e Kerne, e departamant Penn-ar-Bed.
Ilizoù Breizh | |
---|---|
Chapel Lokmaria-an-Hent | |
An Iliz | |
Relijion | Katoligiezh |
Statud | |
Parrez | Sant-Ivi |
Kumun | Sant-Ivi |
| |
Saverezh | XVIvet kantved |
Stil | Gotek |
| |
Gwarez | Lec'hienn enskrivet (1910) |
Ar chapel a oa an eil troc'had e Tro Breizh, etre Kemper ha Gwened. Gouestlet eo d'ar Werc'hez Vari ha graet e vez "Hon Itron war an Hent" anezhi.
Istor
kemmañAbaoe deroù ar milved kentañ emañ lec'hienn Lokmaria stag ouzh parrezh kozh ha meur Eliant.
Tost emañ ouzh kroashent an hent roman kozh Kemper-Gwened ha hini "hent ar besketerien" eus Konk-Kerne da Garaez.
Evit mestroniañ ar c'hroashent kenwerzh-se, konted Kerne a roas lodennoù eus an tiriad-mañ da abati Santez Kroaz Kemperle.
Evel Rosporden ha Sant-Ivi, e teuas Lokmaria da vezañ un drev eus parrez Eliant.
Savet e oa bet ar chapel a-hiziv e penn-kentañ ar XVIvet kantved. Ne chom netra ken eus ar savadur roman kozh.
Arkitektouriezh
kemmañAn diavaez
kemmañ- Ar porzh
Gourizet eo ar porzh-bered gant ur vogerig, a zisrann an tachennoù sakr diouzh ar re zisakr, kemen-mañ evit mirout ouzh al loened da vont tre. Er voger-mañ ez eus ur seurt skalier gant traoù lakaet evit mirout ouzh al loened da dremen.
- Ar garnel
N'eus bez ebet e porzh an iliz. A-raok 1710, an dud a veze douaret e-barzh ar chapel. Goude ur prantad e veze lakaet an eskern er garnel.
Emañ ar garnel (XVIvet) tost d'ar porrastel, ouzh an tu kleiz. Kavet e vez e-barzh pederr bolz-wareg velchonek.
- Ar c'halvar
War ar rakleur ez eus ur c'halvar eus ar XVIvet kantved. Savet eo war un diazez kelc'hiek, warnañ ar Werc'hez-Vamm hag ar C'hrist staget ouzh ar groaz. Troet eo war-zu ar c'hornôg, evel boaz e Breizh.
Ar feunteun
kemmañE korn ty tostañ ar chapel e kaver ur feunteun. Er C'hrennamzer, boazet e oa an dud da vont di da bediñ evit pareañ droug-lagad.
An chapel
kemmañSavet e oa an chapel e penn-kentañ ar XVIvet kantved.
Savet e oa bet an tour-iliz er XVIIvet kantved. Lennet e vez en e draoñ Mire M Guillourou, recteur d'Elliant de 1621 à 1654 pa oa bet adaozet ar chapel. Un ardamez e stil gotek zo warnañ ivez, ur gambr daou doull ganti. Hini at familh Treanna eo, tudjentil ha madoberourien er c'houlz-se.
Ar porched zo a c'hiz c'hotek-flammek. An daou gustod a zo a bep tu a servije da bennoù-bras ar fabrik evit diskuizañ pa oa gwerzhioù-diouzh-ar-c'hesk.
An diabarzh
kemmañ- Ar chantele
- Delwennoù hag arrebeurri
Un aoter vras lieslivek (XVIIIvet kantved) zo er chantele, serret gant gwerzhidi mod Loeiz XV. A-dreñv, koatadurioù eus ar XVIIvet kantved a ziskouez div zelwenn vras : ur Werc'hez gant he C'hrouadur, hag ur Sant Yann ar Badezour.
Ouzh an tu dehou, war an aoter, ez eus ur banell goad (XVIIIvet) skrivet warni "Santez Felisite, intañvez ha merzherez". Delwennoù zo a oa bet kempennet a-nevez : ar C'hrist ouzh ar Groaz, Sant Roch, Sant Sebastian.
E koas liesliv e oa bet graet delwennoù Sant Fiakr, Sant Typhon, Sant Siñforien, Sant Izidor, Sant Urloù. E maen-tuf gwenn eus glannoù al Liger e oa bet graet ur "Werc'hez an Aoter" ouzh an tu kleiz (XVIIvet) hag un "Itron a Druez". Met hiziv emañ o livioù o steuziañ.
- An nev
E korn kleiz an nev, e-kichen ar porrastell, e kaver ur siminal e-lec'h ma c'halle ar pic'hirined, oc'h ober o tro-Breizh, tommañ outi.
Ar sakristi
kemmañAr sakristi gozh, ouzh tu ar c'hreisteiz, n'eo bremañ nemet un seurt armel-houarn da virout marskaoñ an drev. Ur pezh-arrebeuri-orin met simpl eo, warnañ ur ruilhenn evit ar groaz.
Divizet e oa bet en XVIIIvet kantved sevel ur sakristi nevez ouzh moger gevred ar chapel. Tresadennoù livet e melen du a chom war ar speurenn. An armel hag ar mir-kazul eus ar XVIIvet kantved zo atav en o flas.
Azeulerezh, lidoù hag abadennoù
kemmañ- Ar pardon bras
Lidet da Sul ar Bignidigezh (Asañsion).
Skeudennaoueg
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Kraflevr "Association de Locmaria-an-Hent" , 29140 Saint-Yvi
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |