Coldplay
Coldplay a zo ur strollad sonerezh rock saoz krouet e Londrez e 1998. Izili ar strollad eo Chris Martin (kaner ha pianoour), Jonny Buckland (gitar), Guy Berryman (gitar-boud) ha Will Champion (taboulinoù). Brudet int bet e 2000 gant ar single Yellow, hag a gaver er bladenn Parachutes. Berzh en deus bet ar bladenn ha kinniget eo bet er Mercury Prize. Coldplay a vo kinniget 2 wech c’hoazh d’ar Mercury Prize: e 2003 hag e 2005. Coldplay a zo bet unan eus ar strolladoù bet gwerzhet gantañ ar muiañ a bladennoù er villvloaziad nevez-mañ: muioc’h eget 30 million a bladenn gwerzhet. Brudet eo ar strollad dreist-holl gant ar singlioù In My Place, Speed of Sound pe c‘hoazh Clocks, bet gounezet gantañ ur Grammy Award.
Keñveriet e vez Coldplay gant Jeff Buckley ha Radiohead ha merzet e vez en deus ar strolladoù-se perzhioù boutin. Levezonet eo bet ivez Coldplay gant U2 ha Travis. Abaoe m’eo aet er-maez ar bladenn Parachutes, eo bet awenet Coldplay gant Echo and the Bunnymen ha gant George Harrison war A Rush of Blood to the Head (2002) ha gant Johnny Cash ha Kraftwerk war X&Y (2005). An div bladenn-se o deus graet berzh-bras, e-keñver an dezvarnerien ivez pa ’zint deuet er-maez. E 2002, A Rush of Blood to the Head a zo bet anvet pladenn NME eus ar bloavezh.
Coldplay a zo engouestlet en un doare politikel ha sokial: evit ar c’henwerzh reizh int ha sikour a reont Amnesty International. Kemeret o deus perzh ivez er Band Aid 20, el Live 8, hag evit an Teenage Cancer Trust. AEmiz Kerzu 2006 o doa kroget da labourat war ur pevare bladenn gant ar broduer Brian Eno. Deuet e oa ar bladenn-se er-maez d’an 11 a viz Even 2008, dindan an titl Viva la Vida or Death and All His Friends. E-korf an tri devezh kentañ e oa bet gwerzhet 302 000 skouerenn anezhi !
Abaoe 2009 e labouront da sevel ur pempvet pladenn a zlefe dont er-maez e diskar-amzer 2011.
Istor ar strollad
kemmañBloavezhioù kentañ (1996–1999)
kemmañE miz Gwengolo 1996 e kejas an izili evit ar wech kentañ en University College London (UCL). Chris Martin ha Jonny Buckland a zo bet izili kentañ ar strollad, kejet o doa an eil gant eben en o "orientation week". Tremenet o deus ar peurrest eus o bloavez skolaj-mañ da stummañ ur strollad, a-benn ar fin e teuont a-benn da sevel ur strollad anvet Pectoralz. Un nebeut amzer goude e teuas Guy Berryman, hag a oa er memes klasad eget an daou all. Ne ouezent ket d’ar poent-se da belec’h ez aent a fed sonerezh. E 1997, e sono Coldplay evit pennluskerien e Londrez e-barzh kluboù bihan. En em adanvet eo ar strollad Starfish d’ar mare-se. Studier e Oxford e oa Phil Harvey p’en deus Chris Martin pedet anezhañ da emezeliñ er strollad. Phil Harvey eo a vero ar strollad betek 2002.
E miz Genver 1998, e teu ar strollad da vezañ klok gant un tabouliner nevez anvet Will Champion. An ezel nevez-se en deus desket c’hoari piano, gitar, gitar-boud ha fleüt iwerzhonat e-pad e vugaleaj; desket en deus buan-tre c’hoari taboulinoù hep bezañ bet skiant-prenet diwar seurt benveg en araok. A drugarez da Tim Rice-Oxley, ur mignon d ar strollad, o deus ar skipailh gellet kemer an anv “Coldplay", bet implijet evit strollad Tim Rice-Oxley met goude un nebeudig amzer e soñje dezhañ e oa un tamm re glac’harig (“too depressing”). Kinniget e oa bet da Rice-Oxley emezeliñ e-barz Coldplay evit c’hoari piano met nac’het en deus peogwir er strollad Keane e oa dija.
D’an 18 a viz Mae 1998, e teu er-maez 500 skouerenn eus ar single Safety EP. Al lodenn vrasañ eus ar skouerennoù a zo bet roet da tiezh enrollañ ha da mignoned ar strollad; n’eus nemet 50 skouerenn a zo bet lakaet da werzhañ d’an dud. E miz Kerzu, e sino Coldplay evit al label dizalc’h Fierce Panda. Dont a raio er-maez o teir ganaouenn gentañ anvet Brothers and Sisters EP gant al label Fierce Panda hag a zo bet enrollet buan ha buan dindan peder devezh e miz C’hwevrer 1999. Deuet er maez e miz Ebrel, an EPoù-se a zo bet embannet 2500 skouerenn outo. Kregiñ a reont da vezañ brudet e Rouantelezh Unanet a drugarez d’a Radio 1 rennet gant Steve Lamacq hag a skigne ar ganaouennoù alies.
Goude bezañ bet tremenet o arnodennoù da echuiñ o studioù, o deus Coldplay sinet gant Parolophone ur c’hevrad 5 album en nevez-amzer 1999. Goude bezañ bet sonet evit ar wech kentañ e Glastonbury, o deus divizet ar strollad enrollañ o trede EP anvet The Blue Room. 5000 skouerenn a vo embannet evit an holl e miz Here hag single "Bigger Stronger", bet skignet war ar radio Radio 1, a zo bet a-bouez evit istor Coldplay. Diaes a-walc’h eo bet enrolladenn The Blue Room. Martin a gasas kuit Champion e-maez eus ar strollad met un nebeut amzer goude en deus goulennet dezhañ distreiñ, ha peogwir en doa keuz eo aet da evañ betek re. A-benn ar fin, o deus divizet ar strollad lakaat da gostez o kudennoù ha lakaat reolennoù sklaer evit ma chomfe ar strollad bev. Da gentañ o deus disklêriet ar strollad: ez eo Coldlay un demokratelezh, pep gounid a vo roet da bep ezel en un doare reizh, kemeret e vo skouer diwar strolladoù evel U2 pe R.E.M.. D’an eil, skarzet e vo deus ar strollad an neb a gemer drammoù kreñv.
Parachutes (1999–2001)
kemmañE miz Meurzh 1999 e krogont da labourat start evit o bladenn gentañ. Aet int er studio "Rockfield Studios" gant ar broduer Ken Nelson a-benn enrollañ ar bladenn. C’hoariet o deus ivez er Carling Tour, ar pezh a ziskouezo e teuio oberoù da zont. Goude bezañ bet lakaet er-maez tri EP hep kaout hit song ebet e teu Coldplay a-benn da vezañ en Top 40 gant ar ganaouenn “Shiver”. Aet er-maez e miz Meurzh 2000, 35vet single ar rummadur e vo hag evit ar wech kentañ e tremeno Coldplay war MTV. Miz Even 2000 a zo bet a-bouez evit istor ar strollad. Divizet o deus ober o droiad sonadegoù kentañ, gant ur sonadeg-distro e Glastonbury. Dont a ra er-maez ar single “Yellow”. Ar ganaouenn-mañ a vo 4re en UK Singles Chart (rummadur ar singleioù) ha dont a ra Coldplay aze da vezañ brudet a-walc’h d'ar poent-se.
Dont a ra er-maez album kentañ Coldplay, anvet Parachutes, e miz Even 2000. Kentañ pladenn an UK Albums Chart eo. Mat-a-walc’h eo ar c’hritik en o keñver, met rebechet e vez dezho ez eo Parachutes tost eñvel ouzh sonerezh alt-rock ar strollad Radiohead en o bladenn The Bends–OK Computer. "Yellow" ha "Trouble" a zo bet skignet alies war radioioù Europa hag Amerika. Parlophone en doa raktreset 40000 skouerenn gwerzhet eus Parachutes; evit Nedeleg, 1.6 milion a bladenn a zo bet gwerzhet, er Rouantelezh Unanet nemetken. Parachutes a zo bet galvet er Mercury Music Prize e miz Gwengolo 2000.
Goude bezañ gwelet berzh ar strollad en Europa, e glasko Coldplay mont davet Amerika an Norzh. Parachutes a zo aet er maez du-se e miz Du 2000. Graet o deus un troiad sonadegoù e Stadoù Unanet Amerika e-penn kentañ ar bloavezh 2001, o kregiñ gant ur show e Vancouver, Kanada, hag o c’hoari war Saturday Night Live, Late Night gant Conan O'Brien, ha The Late Show gant David Letterman. Berzh en deus bet Parachutes tamm-ha-tamm en SUA, hag a benn ar fin eo deuet da vezañ ar bladenn-mañ double-platin. Ar bladenn a zo bet degemeret mat gant ar c’hritik, ha gounezet he deus ar Best Alternative Music Album (pladenn sonerezh alternative gwellañ) er Grammy Awards 2002.
A Rush of Blood to the Head (2001–2004)
kemmañDistreiñ a raio Coldplay d’ar studio e miz Here 2001 evit kregiñ da labourat war un eil bladenn, hag a vo produet gant Ken Nelson adare. Gant kalz a lañs e teu er-maez A Rush of Blood to the Head e miz Eost 2002. Er bladenn-se e kaver meur a ganaouenn brudet evel "In My Place", "Clocks", hag ar gwerz "The Scientist".
Troiadoù sonadegoù a vo graet gant Coldplay etre miz Even 2002 betek miz Gwegolo 2003, war pemp kevandir hag o vezañ ar c’houviad kentañ d’ar gouelioù evel ar Glastonbury Festival, V2003, ha Rock Werchter. An droiad A Rush of Blood to the Head en deus diskouezet e oa aet war-raok ar strollad a fed sonerezh ha leurennerezh. Al lodenn vrasañ eus an abadennoù a oa sklerijennet en un doare danzeet, lakaat a rae da soñjal an abadennoù-se da reoù U2 en o Elevation tour. E-pad o droiad bras-se, o deus Coldplay enrollet un DVD hag ur bladenn war al leurenn anvet Live 2003 er Sydney Hordern Pavilion. Er gompiladenn e gaver ur ganaouenn nevez anvet "Moses".
E miz Kerzu 2003 eo bet anvet Coldplay gwellañ arzour ha gwellañ strollad sonerezh ar bloaz gant lennerien ar Rolling Stone magazine. D’ar mare-se o doa Coldplay c’hoariet un hit eus The Pretenders anvet "2000 Miles", hag a zo bet lakaet da pellgargañ war o lec’hienn ofisiel. Ar single pellgargetañ eus Rouantelezh Unanet eo bet ar bloavezh-mañ ha roet eo bet ul lodenn eus ar goundioù da Future Forests ha da Stop Handgun Violence. A Rush of Blood to the Head a c’hounezas daou drofe en 2003 Grammy Awards. En 2004 Grammy Awards o deus Coldplay gounezet ar Record of the Year evit "Clocks". Ar bladenn a zo bet plaset d’an niver 472 war 500 e listenn ar Rolling Stone's 2003 e-touez ar bladennoù gwellañ.
X&Y (2004–2006)
kemmañAr bloavezh 2004 a zo bet sioulik a-walc’h evit Coldplay dre ma’z int chomet pell ouzh ar gazetennoù, dre ma tiskuizhent goude bezañ graet o troiadoù sonadegoù ha dre ma labourent war un trede pladenn. Evit an trede bladenn-se eo bet levezonet ar strollad gant David Bowie, Eno, Pink Floyd, Depeche Mode, Kate Bush, Kraftwerk... ha meur a strolladoù all c’hoazh hervez ar gitarour-boud Guy Berryman (lavaret en doa:"We were listening to lots of different stuff during the early stages [of X&Y], from. And U2 as we usually do.") E miz Mae e lako Coldplay ur ganaouenn nevez war o lec’hienn ofisiel a-benn enoriñ ganedigezh Apple, merc’h Chris Martin hag an aktourez Gwyneth Paltrow.
Trede pladenn Coldplay, anvet X&Y, a zo deut er-maez e miz Even 2005 er Rouantelezh Unanet hag en Europa. Ar bladenn gwerzhet ar muiañ eo bet e-kerzh ar bloavezh 2005: 8,3 milion a skouerenn a zo bet gwerzhet. Kentañ single ar bladenn, "Speed of Sound", a zo bet skignet er radioioù ha lakaet war ar genrouedad d’an 18 a viz Ebrel. Embannet eo bet ar single-se d’an 23 a viz Mae 2005. Ar bladenn a zo bet er plas kentañ e 22 vro disheñvel er bed a-bez hag an trede bladenn bet gwerzhet an niver a skouerenn ar buhanañ e istor Rouantelezh Unanet. Div ganaouenn all a vo embannet ar memes bloavezh: "Fix You" e miz Gwengolo ha "Talk" e miz Kerzu. En despet da berzh marc’hadourel ar bladenn, dezvarnerien ‘zo a zo bet dipitet e-keñver A Rush of Blood to the Head, en New York Times e skriv Jon Pareles ez eo ar strollad "the most insufferable band of the decade.” (ar strollad argarzhusañ eus an dek vloavezh-mañ).
Etre miz Even 2005 betek miz Gouhere 2006, e oa Coldplay en o Twisted Logic troiad. Sonnet o deus er Coachella, e Glastonbury hag en Austin City Limits Music Festival. E miz Gouhere 2005, o deus sonnet e Live 8 en Hyde Park, ‘lec’h m’o deus c’hoariet ur ganaouenn eus The Verve anvet "Bitter Sweet Symphony" gant Richard Ashcroft o kanañ. E miz Gwengolo, o deus Coldplay enrollet ur stumm nevez eus "How You See the World" gant pozioù adlabouret eus War Child, Help: A Day in the Life charity album. E miz C’hwevrer 2006, o deus gonezet Coldplay priz ar bladenn wellañ hag ar single wellañ er BRIT Awards.
Viva la Vida (2006–2008)
kemmañKroget eo ar strollad da labourat war ar pevare bladenn e miz Kerzu 2006. Brian Eno a zo ar broduer. Ouzhpenn-se e tiskler ar broduer Timbaland e-barzh GO magazine e c’hellfe kenlabourat ganto war ar bladenn. Un ehanig o deus graet Coldplay evit enrollañ hag evit ober troiadoù e Su Amerika e deroù ar bloavezh 2007, o senniñ evit ar wech kentañ e Chile, Arc’hantina, Brazil ha Mec’hiko. Diskuilhet eo bet gant ar strollad en do ar bladenn levezonoù spagnolek, goude bezañ bet enrollet e ilizoù hag e lec’hioù all e Amerika Latin hag e Spagn e-kerzh o droiadoù ; ar peurrest eus ar vloavezh a vo gouestlet d’ar pevare bladenn atav gant ar broduer Brian Eno.
E miz Kerzu 2007 ur gerig postet war lec’hienn ofisiel ar strollad a zisklerie e oa echuet gant an enrolladenn, o lavarout "the creative momentum keeps on gathering." Mikset eo bet o enrolladenn e New York hervez al lec’hienn e fin ar bloavezh 2007. En ur pennad eus ar Rolling Stones war ar genrouedad, e tiskuilh Chris Martin en do anv pladenn nevez Coldplay hini Viva la Vida or Death and All His Friends ha dont a raio er-maez d’ar 16 a viz Even 2008.
Martin en deus diskrivet en doa Coldplay kemeret un hent nevez: cheñch a raio eus an teir bladenn kentañ, hag a zo gwelet evel un 'trilogy'. Kanaouennoù ‘zo e-barzh Viva la Vida, evel "Violet Hill", a vo gant distorted guitar riffs ha gant bluesy undertones. Lavaret en deus Martin en do ar bladenn nebeutoc’h a son falsetto, gellet en deus e vouezh-boud kaout muioc’h a bouez.
Pladennoù
kemmañ- Parachutes (2000)
- A Rush of Blood to the Head (2002)
- X&Y (2005)
- Viva la Vida or Death and All His Friends (2008)
- Mylo Xyloto (2011)
- Ghost Stories (2014)
- A Head Full of Dreams (2015)
- Everyday Life (2019)
- Music of the Spheres (2021)
- Moon Music (2024)