Emgann Blaen
Emgann Blaen a c’hoarvezas d’ar 24 a viz Mae 843 e-kichen Blaen, e Bro-Naoned, etre un arme Bretoned, renet gant Erispoe, priñs Breizh, ha gant Lambert II, kont Naoned, ha soudarded frank Renaud d’Herbauges, kont Poitiers ha kont Naoned. Faezhet e voe ar Franked hag astennet e voe domani ar Vretoned war-zu ar gevred, e kontelezh Naoned. War e seblant e oa klañv bras Nevenoe, setu perak en devoa fiziet al lu da Erispoe.
Emgann Jengland | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Dugelezh Breizh | Kontelezh Naoned | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Nevenoe Lambert II Naoned | Renaud Naoned | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Dianav | Dianav | ||||||
Kolloù | |||||||
Dianav (izel) | Dianav (uhel) |
Emgann Mezeg
kemmañNevenoe, a oa savet a-enep an impalaer frank Karl Voal ha lakaet kurunenn Breizh war e benn, a felle dezhañ astenn e c’halloud war-zu ar reter. Gant Karl Voal e oa bet fiziet marzoù gevred Breizh er c’hont frank Renaud, ar pezh a oa displijet kaer d’ar c’hont Lambert II, a oa bet kont Naoned diagent. Emglev a reas Lambert gant Nevenoe eta da glask adtapout e zouar. Kerzhet a reas armead ar Vretoned, renet gant Nevenoe hag e vab Erispoe, war-du ar stêr Gwilen. Er gevred edo soudarded frank Renaud d'Herbauges o kerzhet eus Naoned war-du ar Gwilen, da dagañ ar Vretoned. En em gavout a reas an div arme tal-ouzh-tal e Mezeg ha gant ar Franked ez eas an trec’h.
Emgann Blaen
kemmañPa gave dezhañ e oa bet faezhet ar Vretoned e kerzhas Renaud war-du Naoned en-dro. E-kichen Blaen e chomas a-sav da ziskuizhañ war ribl an Izar. Neuze e voent taget gant daou arme, hini Erispoe, deuet eus ar Gwilen, ha hini Lambert, deuet eus ar reter. Kelc’hiet e voe arme Renaud ha dismantret e voe gant o enebourien.
Lazhet e voe Renaud en emgann[1],[2],[3] Hervez lod eus an istorourien avat e oa bet lazhet e Mezeg.[4].
Disoc'h
kemmañGoude an trec’h-se, ha trec’hioù all, gant ar Vretoned, e voe sinet Feur-emglev Angers gant Karl Voal hag Erispoe, e 851. Gant ar feur-emglev-se e voe anavezet Erispoe da roue Breizh gant Karl Voal, hag anavezet e voe ivez e oa broioù Roazhon, Naoned ha Raez e Breizh. Evel-se e oa lakaet sklaer petra e oa ar vevenn etre Breizh ha Frankia ar C'hornôg.
30 Devezh war-lerc'h e oa aloubet kêr Naoned gant ar vikinged. Ur wech aet kuit e voe fiziet Naoned da Lambert II ha peurrest ar gontelezh da mab Renaud d'Herbauges.
Notennoù
kemmañ- ↑ Kronik Naoned
- ↑ Janet L. Nelson, The Annals of St-Bertin, Manchester University Press, 1991, p.55
- ↑ Didacus Antoine Jérôme Marius de Bodard de La Jacopière, Chroniques craonnaises, 1871, p.104 Lenn enlinenn
- ↑ Patrick Galliou, Michael Jones, Les anciens Bretons, p. 138
Levrlennadur
kemmañ- Patrick Galliou, Michael Jones, Les anciens Bretons, , Armand Colin, Paris, 1993
- André Chédeville, Hubert Guillotel, La Bretagne des saints et des rois Ve-Xe siècle, embannadurioù Ouest-France, Skol-veur Roazhon, 1984.
- René Merlet, Gallica Chronique de Nantes rédigée au XIème siècle