Feur-emglev Alcáçovas

Feur-emglev pe Peoc'h Alcáçovas, pe Feur-emglev Alcáçovas-Toledo, zo un emglev sinet e kêr Alcáçovas, e Portugal, d'ar 4 a viz Gwengolo 1479, gant dileuridi Izabel Iañ Kastilha ha Fernando II Aragon en un tu, hag Afonso V, Roue Portugal, hag e vab João en tu all, evit echuiñ gant Brezel Hêrezh Kastilha (1475-1479) etre Isabel, c'hoar ar roue Enrique IV, hag he nizez Janed Trastamara, lesanvet Juana ar Beltraneja, merc'h ar roue. Gant ar feur-emglev-se e voe anavezet Izabel Iañ evel Rouanez Kastilha diwar-goust he nizez Janed.

Feur-emglev
Alcáçovas

Embannadur e Sevilla, 14/03/1480
Sinadur 4 Gwengolo 1479
Lec'h Alcaçovas, Portugal Portugal

Riezoù  Rouantelezh Portugal
 Rouantelezh Kastilha
 Rouantelezh León

Peurwiriekadur 08/09/1479 (Portugal)
06/03/1480 (Spagn)
21/06/1481 (Vatikan)

Divizoù • Peoc'h
• Hêrezh Kastilha ha León
• Tiriadoù atlantel
Quinta real
• Sultanelezh Fes

Torridigezh 26/09/1493 (de facto)
Banniel Vatikan Vatikan

Brezel Hêrezh Kastilha

kemmañ
 
Ginea e 1606

Pa varvas Enrique IV, roue Kastilha, e 1474 e oa div briñsez evit ur gurunenn: e verc'h pennhêrez, Janed Trastamara, hag e hanterc'hoar Isabel Kastilha.
Harpet e oa ar verc'h Janed gant un darn vras eus noblañs uhel Kastilha ha gant he danvez pried, Afonso V roue Portugal ; a-du gant Isabel e savas an nemorant eus an noblañs hag eus Kurunenn Aragon dre ma oa dimezet gant ar priñs pennhêr, Fernando.
E 1475 e timezas Afonso ha Janed, hag e tarzhas ar brezel. War plateiz norzh Kastilha e c'hoarvezas ar braz eus an emgannoù war zouar, a echuas gant trec'h strollad Isabel goude Emgann Toro e 1476. Adal neuze e kendalc'has ar brezel war vor, gant lestrazoù Kastilha ha Portugal o kevezañ evit degas pinvidigezhioù eus broioù pell Ginea[1].
Abalamour ma voe faezhet Kastiha war vor ha ma voe dic'houest Portugal da c'hounit an trec'h war an douar e voe kaset an emstriverien da voulc'hañ kevraouerezh peoc'h e 1479.

Kevezerezh etre Portugal ha Kastilha er Meurvor Atlantel

kemmañ
 
Ar garavelenn Vera Cruz war ar stêr Dejo, 2006

A-hed ar XVvet kantved ez eas ergerzherien, marc'hadourien ha pesketaerien eus Portugal ha Kastilha pelloc'h-pellañ er Meurvor Atlantel. Pennoù an div rouantelezh o devoa savet tailhoù war an danvezioù bet degaset eus tramor, ha buan e voe tabut a-zivout pe roue a oa da gaout an taosoù a zeue eus pep tiriad nevez. Diwar-benn Ginea hag Elmina e voe an dael bennañ, pa oa puilh an aour hag ar sklaved eno. Ur gudenn bouezus all e voe gouzout piv en devije ar gwir da aloubiñ an Kanariez.
Gant marc'heien norman e oa bet aloubet inizi Lanzarote, Fuerteventura hag El Hierro evit Kastiha etre 1402 ha 1405, met dizehan e teue merdeerien Bortugal da aochañ en inizi ha da bakañ sklaved eno[2] E 1431, ar roueed João Iañ Portugal ha Juan II Kastilha a sinas ur feur-emglev a beoc'h kentañ, anvet Peoc'h Medina del Campo-Almerim[3]. Kendalc'het e voe gant an dizemglev a-zivout an Inizi Kanariez avat, ha kinniget e voe e Sened-Iliz Firenze e 1435.[4]. E1449, ar roue Afonso V Portugal a dapas an unpiaou war ar c'henwerzh en Inizi Kanariez.
E 1441 ez erruas e Lisboa ar c'hentañ kargadoù aour testeniekaet, o tont eus Ginea[4]. Petra bennak ma chomas neptu ar pab Ujan IV a-zivout gwirioù Portugal ha Kastilha war Afrika dre ar vuilh Rex Regum (1443), etre 1452 ha 1455 e savas ar pab Nikolaz V a-du gant Portugaliz dre ur stirad builhoù hag a zeroe dezho ar vestroniezh digen war an tiriadoù a oa etre Kab Bojador e Sahara ar C'hornôg ha Ginea en he fezh ha betek "en tu-hont da draezhenn ar Su" (pleg-mor Benin hiziv). Diwar kement-se ez eas Portugaliz da arsailhañ ha pakañ listri kastilhan hag a oa o tistreiñ eus ar c'henwerzh e Ginea, ar pezh a zegasas ur brezel diplomatek etre an div rouantelezh hag a voe dibad abalamour da varv Juan II Kastilha e 1454 ha da wander e warlerc'hiad Enrique IV[5].
E 1456 e voe kadarnaet unpiaou Portugal gant ar pab Kallistus III ; ouzhpenn, hennezh a zeroas da Urzh ar C'hrist an aotrouniezh a iliz war an holl vroioù adalek Kab Bojador betek "an Indianed". Roue Portugal a zibabas ren ur politikerezh kenwerzhel digor, pan aotreas an estrenien da genwerzhañ en aodoù afrikan en eskemm ouzh an taosoù a zeree. Da gevrenn roue Kastilha hepken e voe graet gaou neuze.
E miz Eost 1475, goude tarzhet ar brezel, ar rouanez Isabel Iañ Kastilha a zisklêrias e oa "rannvroioù Afrika ha Ginea" perc'hennet gant Kastilha de jure ; ganti e voe broudet he marc'hadourien da vont betek eno hep aotre Portugaliz, ar pezh a voulc'has ar brezel war ar Meurvor Atlantel.

Kevraouerezh ha sinadur

kemmañ

Etre an 20 hag an 22 a viz Meurzh 1479 e voe ar c'hentañ kendivizoù a beoc'h etre ar rouanez Isabel Iañ Kastilha hag he moereb Beatriz de Aveiro e kastell Alcántara. Ne voe tizhet kenemglev ebet diouzhtu, hag un hir a dav portugalat a voe war-lerc'h. Trec'het e voe ar bec'h pennañ e miz Mae pan embannas Juana la Beltraneja he c'hoant da vont da leanez en ur gouent.[6]
An dud karget da gevraouiñ ar feur-emglev a beoc'h dibenn a voe Rodrigo Maldonado, selaouer er Real Audiencia[7] e-kichen roue Kastilha, ha João da Silveira, baron Alvito e distrig Beja e-kichen roue Portugal ; pep hini anezho a oa ezel eus Kuzul e roue. En Alcáçovas e Portugal e voe sinet ar feur-emglev d'ar 4 a viz Gwengolo 1479. Pevar devezh diwezhatoc'h e voe peurwiriekaet gant roue Portugal hag embannet er rouantelezh. E Trujillo e voe peurwiriekaet ivez gant Isabel met abalamour ma n'edo ket he roue ganti en deiz-se evoe ret sinañ un eil akta a beurwiriekadur e Toledo d'ar 6 a viz Meurzh 1480 ; d'ar 14 a viz Meurzh e voe embannet ar feur-emglev e Kastilha en un doare ofisiel.
D'an 21 a viz Mezheven 1481 e voe gwiriekaet Feur-emglev Alcáçovas gant ar pab Sikstus IV dre ar builh Aeterni Regis[8].

Danvez ar feur-emglev

kemmañ

Pemp kudenn a bouez a voe diluziet dre ar feur-emglev :

  • Disklêriet e voe ar peoc'h etre rouantelezh Portugal ha rouantelezhioù Kastilha hag Aragón, ha fin a voe lakaet da Vrezel Hêrezh Kastilha (1475-1479). Distreiñ e selloù diwar tron Kastilha a reas Afonso V, Isabel ha Fernando a zilezas kemmañ tron Portugal.
  • Rannet e voe tiriadoù ar Meurvor Atlantel etre Portugal ha Kastilha.
  • Anzavet e voe e c'helle Portugal dastum an tailh anvet quinto real e porzhioù Kastilha.
  • Anzavet e voe Portugal evel alouber nemetañ Sultanelezh Fes.
  • Kempred gant Feur-emglev Alcáçovas e voe kevraouet an Terceras de Moura ma voe diluziet kudenn tierniezh Kastilha dre zaou genemglev.

Pevar emglev a voe sinet en Alcáçovas.[6]

  1. Dasparzh an takadoù levezon er Meurvor Atlantel ; ar c'henemglev-se eo a vez anvet « Feur-emglev Alcáçovas ».
  2. Tonkad ar rouanez / priñsez Juana ma teuje da zilezel ar gouent, un emglev ha ne voe ket lakaet da dalvezout.
  3. Kevrat-eured etre ar priñs Afonso (4 bloaz, hêr Portugal) hag ar briñsez Isabel (9 bloaz, merc'h henañ rouanez Kastilha ha roue Aragón) ; Tercerías de Moura a reer eus an daou deul-se.
  4. Pardon evit harperien Juana e Kastilha.

Disklêriadur ar peoc'h

kemmañ

An unpennoù a anzavas dismantroù ar brezel en ur reiñ da wir e oa ar pennabeg anezho ar fed "ma veze graet rouaned Portugal" eus Isabel ha Fernando ha "roue Kastilha" eus Afonso V Portugal, en ur venegiñ labour hanterouriezh ar yaouerez Beatriz de Aveiro hag en ur asantiñ adlakaat peoc'h etre an div rouantelezh.

... después del fallescimiento del senor Rey Don Enrrique de gloriosa memoria, rrey que fue de Castilla e de Leon etc., fuera e al presente son grandes debates e quistiones, desençiones, e diferencias yntitulandose los dichos senores Rey Don Ferrando e Reyna Doña Ysabel, rrey e rreyna de Castilla de Leon de Portogal e de los Algarbes etc., e el dicho senor Rey Don Alfonso, rrey de Castilla e de Leon etc., lo qual diera principalmente causa a muy grandes e muy crudas guerras...
« ... goude marv an aotrou Roue Don Enrique a goun klodus, a voe roue Kastilha ha León etc., pell ha bremañ ez eus breutadennoù meur ha tabutoù, hennon, ha diforc'hioù p'en em ditl an aotrounez veneget Roue Don Fernando ha Rouanez Doña Isabel, roue ha rouanez Kastilha León Potugal hag an Algardes[9] etc., hag an aotrou meneget Roue Don Alfonso, roue Kastilha Leon etc., hag a voe pennabegoù da vrezelioù bras-meurbet ha kriz-tre...&nbsp:»

Feur-emglev Alcáçovas, dornskrid Lisboa

... la dicha señora Ynfante Dona Beatris (...) trato e procuro con todas sus fuerças de tratar paz e conformidad entre ellos, e moviera e praticara algunos medios para los tirar de los dichos debates e diferencias, guerras e males, e dar asiento e paz entre ellos...
« ... an itron veneget Yaouerez Dona Beatris (...) a glaskas hag a reas he seizh gwellañ evit kevraouiñ ar peoc'h hag un emglev etrezo, hag a lakaas e pleustr kement doare evit o zennañ diouzh an tabutoù ha diforc'hioù meneget, brezelioù ha poanioù, ha reiñ furnez ha peoc'h etrezo... »

Feur-emglev Alcáçovas, dornskrid Lisboa

Dasparzh ar Meurvor Atlantel

kemmañ

E penn-kentañ Feur-emglev Alcáçovas e voe degaset da soñj ar feur-emglev a oa bet sinet e 1431 etre João I Porugal ha Juan II Kastilha. Goude-se e voe dasparzhet tiriadoù ar Meurvor Atlantel etre Portugal ha Kastilha, en ur virout an darn vrasañ evit Portugal, war-bouez an Inizi Kanariez.

Amañ da-heul emañ an tiriadoù anzavet da Bortugal, treuzskrivet diwar embannadur ar Feur-emglev a zo miret e Dielldi Simancas[10] hag ennañ notennoù hag a ziskouez an diforc'hioù e-keñver doareoù all.

  • Ginea, gant he mengleuzioù aour
  • Enez Madeira, Enez Porto Santo hag an Inizi Desertas[11]
  • Inizi Azorez
  • Inizi Flores, da lavaret eo Inizi ar C'hab Glas (« Islas de las Flores hag evel-se Islas de Cabo Verde » e doareoù all)
  • An holl inizi hag a zo kavet bremañ ha forzh pe inizi all hag a vo kavet pe aloubet, eus an Inizi Kanariez betek izeloc'h eget Ginea hag en un doare hollek kement hag a zo kavet pe a vo kavet, aloubet pe dizoloet en termenoù meneget, en tu-hont d'ar pezh a zo kavet, aloubet pe dizoloet, a chom d'ar roue ha priñs Portugal meneget ha d'e rouantelezhioù, war-bouez an Inizi Kanariez hepken.

Da Gastilha ha León e voe :

Sultanelezh Fes

kemmañ

Rouanez Kastilha ha roue Aragon a anavezas ar gwir da roue Portugal da aloubiñ rouantelezh Fes e-unan.

Quinto real e Ginea

kemmañ

Dre Feur-emglev Alcáçovas ez asantas rouaned Kastilha hag Aragon ma vije dastumet ar c'h-quinto real gant Portugal e porzhioù Kastilha, zoken digant al listri o devoa digaeet war-du La Mina de Oro[12] kent sinadur ar feur-emglev[13].

Tercerías de Moura

kemmañ

Kempred gant Feur-emglev Alcáçovas (met lakaet ent-reol da emglevioù disrann) e voe kevraouet ar pezh a anver Tercerías de Moura, a ziluzias kudenn tierniezh Kastilha dre zaou emglev :

  • Juana Kastilha, merc'h ar roue Enrique IV Kastilha (lesanvet a-getep la Beltraneja[14] hag el Impotante "an Dic'halloudus"[15]) ha kevezerez Isabel evit tron Kastilha, a voe rediet da zilezel kement titl kastilhan he devoa, ha da zibab he devoe etre bout bac'het en ur gouent portugalat pe dimeziñ gant ar priñs hêr Juan Aragón, eil mab ha kentañ gwaz Fernando hag Isabel, mar divizje-eñ ober d'e 14 vloaz[16]. An "itron dreist", evel ma veze lesanvet e Portugal, a zibabas mont da leanez; d'ar 15 a viz Du 1480 e wiskas ar sae.[6]
  • Aozet e voe dimez ar yaouerez Isabel Aragón (9 bloaz), merc'h henañ Isabel ha Fernando, gant Afonso (4 bloaz), hêr ar roue portugalat. An daou vugel a vije miret "dindan ren un trede" e kastell portugalat duged Braganza e Moura (Distrig Beja). Ouzhpenn e voe termenet un argouroù bras-divent evit ar plac'h-nevez, tremen kant mil dobla[17], ar pezh a oa un digoll-brezel paeet gant Kastilha hag Aragón da Bortugal.

E 1490 e voe euredet Alfonso hag Isabel. Pa varvas Alfonso un nebeud mizvezhioù diwezhatoc'h e timezas Isabel e 1497 gant hêr nevez tron Portugal, Manuel Iañ Portugal, lesanvet o Afortunado "an Den a Chañs". Ur bugel o devoe, Miguel da Paz, hag a voe hêr teir c'hurunenn al ledenez : Portugal, Kastilha hag Aragón kent mervel da 2 vloaz. Goude marv Isabel e 1498 e timezas he c'hoar María Aragón gant Manuel o Afortunado d'he zro ; mamm e voe d'ur verc'h, Isabel Portugal, hag a zimezas goude gant Carlos I Spagn. Evel-se e c'hallas Felipe II Spagn, mab Carlos hag Isabel, pignat war an tron portugalat goude marv ar roue Sebastião Iañ e 1578[18].

Arver ar Feur-emglev

kemmañ

Arver raktal

kemmañ

E miz Ebrel 1480, ar roue Afonso V a roas an urzh da stlepel er mor skipailh kement lestr nann portugalek hag a vije daspaket diwezhatoc'h en dourioù bet merket da Bortugal e Feur-emglev Alcáçovas.
Isabel ha Fernando a lakaas o sujidi da virout ar Feur-emglev. Ar re o devoa bet aotre digant roue Portugal a c'hallas kenderc'hel da genwerzhañ digudenn. Met lod ne voent ket aotreet, pa gaver testenioù adalak 1480 eus ergerzhadennoù eneplezenn hag eus degouezhioù morbreizherezh sevenet gant kalz moraerion hag a glaske dreistbevañ. E 1489 e soñjas d'ar rouaned e oa rekis adkas da soñj an dud an difenn da vont tre e dourioù ha douaroù Portugal ha da bakañ listri portugalat[19].

Ar Feur-emglev hag Amerika

kemmañ

E-kerzh prientiñ beaj kentañ Kristol Goulm, Isabel ha Fernando a zegasas da soñj amezeien Palos de la Frontera[20] hag a lestre en ergazhadeg an difenn groñs da vont da « La Mina de Oro pe d'ar marc'had anezhi hag a zo e dalc'h Roue Hollseder Portugal »[21].

Goude distro Kristol Goulm, a zilestras e Lisboa kent galloud mont da Andalousia en-dro, ez erruas Ruy de Sande, kannad Portugal, e lez Isabel ha Fernando e Barcelona e dibenn miz Ebrel 1493 evit gourc'hemenn ma vije an douaroù bet kavet gant Kristol Goulm e dalc'h Portugal. Den ne oar ervat petore arguzennoù a voe arveret. Hervez ar c'hroniker spagnol Jerónimo Zurita (15121580) e kinnigas ar c'hannad lodennañ ar Meurvor Atlantel dre ul ledredenn a-live gant Inizi Kanariez[22] hag en em astennje didermen war-du ar C'hornôg hag a rannje ledander ar meurvor : an Norzh da Spagn hag ar Su da Bortugal[23]. Un teul digant Isabel ha Fernando a gadarna kinnig ar roue Porugalat João II[24].
Dre fazi ez embann an darn vuiañ eus al levrioù Istor e oa bet lakaet ledredenn Inizi Kanariez da vevenn en Alcáçovas ; evit gwir n'eus meneg ebet eus ledredenn pe ledredenn er feur-emglev, ha gwech ebet ne vez implijet meizad al ledred. Dav eo kompren ar c'hinnig da rannañ ar Meurvor Atlantel en doare-se evel ur goulezad poellek a-berzh João II, a glaskas plaenaat an diemglev savet diwar kavadenn Kristol Goulm[25]. An istorour Juan Manzano (1911-2004) a sellas evel fazius ouzh desteriadur Feur-emglev Alcáçovas diouzh ul ledredenn rak ne reas ar feur-emglev nemet meneg eus ar pezh a anve "Mor Afrika", da lavaret eo an tamm eus ar meurvor hag a oa darempredet ha dalc'het da neuze gant Portugal ha Kastilha, stok ouzh ar c'hevandir afrikan[26]. En enep, an akademiad Manuel Giménez Fernández (1896-1968) a zisklêrias en devoa Feur-emglev Alcáçovas roet evit gwir ar Meurvor Atlantel en e bezh da Bortugal, war-bouez Inizi Kanariez, ar pezh a lakae Portugal da berc'henn war an inizi bet kavet gant Kristol Goulm. Hervez Giménez e voe abalamour d'an entremar gwirel-se e kemeras Isabel ha Fernando ken hir amzer evit aotren ergerzhadeg Kristol Goulm, ne oa ket tamm ebet abalamour da abegoù merdeiñ pe dre ziouiziegezh.[23]
En un desteriadur direizhkelennoc'h, an istorourez Luisa Isabel Álvarez de Toledo (1936-2008) a zalc'has e oa meneg eus tiriadoù amerikan e Feur-emglev Alcáçovas : Guinea a vije an tiriad anavezet hiziv evel ar Gwianaoù, tra ma vije aodoù hag inizi ar Mor Karib lakaet en Inizi Kanariez. Hervezi e ouie ervat Isabel ha Fernando e vije Portugal perc'henn de jure war an douaroù a oa Kristol Goulm mennet da gavout, ha n'o devoe kaset ar merdeer nemet goude bout sur e vije o c'hevreded Roderic de Borja dilennet da bab : en doare-se, enebadur reizh Portugal a c'hellje bout torret dre ur builh nevez, a-du gant Kastilha ar wezh-se[27].
Bezet pe vezet, boulc'het e voe ur maread kevraouerezh start etre Portugal ha Kastilha goude an enebadur portugalat. A-hed 1493 e c'hounezas Isabel ha Fernando pevar builh[28] : dre-se e voe Kastilha mestrez war « forzh pe enez ha kevandir, kavaet pe da vout kavet, dizoloet ha da vout dizoloet, hag a zo pe a c'hellfe bout pe a c'hellfe hañvalout bout war an hent merdeiñ pe veajiñ war-du ar C'hornôg pe ar Su, hag e vefent e tiriadoù ar C'hornôg, pe e tiriadoù ar Su hag ar Reter hag India. »[29]. Adlodennet e voe ar Meurvor Atlantel neuze, ha torret e voe Feur-emglev Alcáçovas de facto. Isabel ha Fernando avat a soñjas rekis adkas da soñj Kristol Goul, a-raok e eil beaj, an difenn da vont da C'hinea pe da Elmira[30].
Roue Portugal a savas klemm, met asantiñ a reas d'an dasparzh nevez dre Feur-emglev Tordesillas (1494), a oa un tammig gwelloc'h evit Portugal eget builhoù ar pab Alesant VI.

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Ginea : ar broioù a zo war aod kornôgel Afrika etre Gourenez ar C'hab Glas ha Menez Kameroun.
  2. Álvarez de Toledo, 2006, levrenn I p. 161.
  3. E Spagn, eproviñs Valladolid, emañ Medina del Campo ; e Portugal emañ Almeirim.
  4. 4,0 ha4,1 Davenport, 1917, p. 10.
  5. Blake, 1941, p. 190.
  6. 6,0 6,1 ha6,2 Álvarez Palenzuela, 2006.
  7. Lezvarn uhelañ rouantelezh Kastilha, bet savet e 1371 gant Enrique II.
  8. (la) Aeterni_Regis
  9. Los Algarbes, e Proviñs Córdoba.
  10. E kêr Simancas e Kastilha ha León emañ an Archivo General de Simancas (AGS).
  11. Teir enezenn en enezeg Madeira.
  12. Elmina.
  13. Quinto real : "pempvedenn roueel" ; un truaj a 20% (1/5) hag a veze paeet goude paket ur preizh pe kavet un teñzor. E Kastilha e voe savet e 1504 un tailh anvet Quinto Realivez, ha Quinto del Rey, war an tennañ metaloù prizius en Impalaeriezh trevadennel Spagn.
  14. Abalamour ma veze soñjet gant he enebourien e oa merc'h Beltrán de la Cueva (c. 14351492) a voe valido Enrique IV Kastilha.
  15. Hervez istorourien e amzer e oa Enrique IV dic'houest da engehentañ bugale.
  16. Seitek vloaz e oa Juana la Beltraneja ha bloaz hepken e oa Juan Aragón e 1479.
  17. Moneiz aour Kastilha e oa an dobla.
  18. Sanz Hermida, 2004.
  19. Álvarez de Toledo, 2006, levrenn I p. 283.
  20. E Proviñs Huelva
  21. [...] a la Mina, ni al trato de ella que tiene el Serenísimo Rey de Portugal. (30 a viz Ebrel 1492).
  22. 28° Norzh.
  23. 23,0 ha23,1 Rojas Donat, 1997.
  24. Instrucciones de los RR.CC. a sus embajadores en Portugal, 3 a viz Du 1493 ; meneget gant J. Manzano y Manzano, 1982.​
  25. Szászdi León-Borja, 1999, pp. 547-574.
  26. Manzano y Manzano, 1982.
  27. Álvarez de Toledo, 2006, levrenn II p. 37.
  28. Inter caetera, 3 Mae 1493 ; Eximiae devotionis, 3 Mae 1493 ivez ; Inter caetera adarre, 4 Mae 1493, a gemeras lec'h an daou all ; Dudum siquidem, 26 Gwengolo 1493, a gemeras lec'h an tri all. hag a roas da Gastilha an douaroù bet kavet gant Kristol Goulm
  29. (en) Dudum siquidem
  30. Fernández de Navarrete, 1825.