Troia
Troia, Τροία Troia pe Ίλιον Ilion e henc'hresianeg, Troia pe Ilium e latin, a zo ur geoded vojennel a c'hoarvezas brezel Troia dirak he mogerioù hervez an Ilias dreist-holl, unan eus an daou varzhoneg meurzanevellek lakaet dindan anv Homeros.
Rann eus | Mitologiezh Henc'hres |
---|---|
Deiziad krouiñ | 3000 BCE |
Anv er yezh a orin | Τροία |
Emezelet ouzh | Museum Directorate of Çanakkale |
Stad | Turkia |
E tiriad | Çanakkale, Çanakkale |
Lec'h | Hisarlik |
Daveennoù douaroniel | 39°57′27″N 26°14′20″E |
Darvoud-alc'hwez | Brezel Troia |
Deiziad divodañ | 500 |
Statud gladel | Glad bedel |
Lec'hienn ofisiel | https://muze.gov.tr/muze-detay?sectionId=TRV01&distId=TRV |
World Heritage criteria | (ii), (iii), (vi) |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Troy |
Pa oa an impalaer roman Aogust o ren e oa bet diazezet eno ar geoded nevez Ilium a vleunias betek krouidigezh Kergustentin, a reas dezhi digreskiñ e-pad Impalaeriezh roman ar Reter.
Er bloavezhioù 1870 e teuas an arkeologour alaman Heinrich Schliemann da furchal el lec'h ma krede dezhañ e oa Troia dre forzh lenn an testennoù kozh. Kavet ez eus bet meur a geoded savet an eil war eben a-hed ar c'hantvedoù. Soñjet ez eus bet e c'hellfe ar geoded anvet Troia VII bezañ hini Homeros marteze.
Lod a soñj e c'hellfe ar geoded-se bezañ Wilusa, ur gêr meneget e testennoù hittitek. Marteze e teufe Wilusa eus Wilion, un anv tost ouzh hini Ilion.
Troia er vojenn
kemmañHervez mitologiezh Hellaz e oa Troia kêr-benn rouantelezh Troia, war aod Azia-Vihanañ, ur vro henc'hresian anezhi ha pinvidikaet gant ar c'henwerzh. Difennet e oa gant mogerioù divent, ma soñjed n'halle ket bezañ kemeret gant un arme.
Kredet e veze e tiskenne tierned Troia eus Dardanos, mab da Zeus hag Elektra. Hervez an Henc'hresianed e teue Dardanos eus Arkadia, met ar Romaned a lavare e oa deuet Dardanos eus Italia a-raok mont da enez Samotrakia e lec'h ma veve Teukros a roas unan eus e verc'hed da zimeziñ d'e ostiz.
Mab-bihan Dardanos, Tros, a roas e anv d'ar rouantelezh savet diwar trevadennerezh an aodoù e-tal Samotrakia. Ilos, mad Tros, a diazezas, sañset, keoded Ilion e oa roet gant Zeus ar Palladium. Gant Apollon ha Poseidon e oa bet savet ar mogerioù-difenn diwar goulenn Laomedon, mab da Ilos ar yaouankañ, met nac'hañ a reas Laomedon paeañ e dle ha beuzet e voe an tolead gant an dour mor kaset gant Poseidon. Hemañ a c'houlennas ma vefe aberzet ar merc'h yaouank Hesione en ur c'has anezhi da vezañ debret gant un aerouant mor a lazhas ivez an dud o chom war ar maez.
Herakles a lazhas Laomedon hag holl e vibien nemet Priam a zeuas da vezañ roue Troia. Aloubet e oa bet Troia e-pad e ren hervez ar vojenn (Sellet ouzh Brezel Troia).
War Menez Ida en Azia Vihan eo e voe skrapet Ganymede gant Zeus, ma voe hoalet Anchises gant Afrodite, ma c'hanas Afrodite he mab Aeneas, ma vevas Paris evel mesaer, m'edo an nimfenned o chom, ma c'hoarvezas "Barnadenn Paris", ma veze an doueed oc'h arvestal ouzh Brezel Troiar, ma veze Hera o hoalañ Zeus evit reiñ tro d'an Akeaned, gant skoazell Poseidon, da virout ouzh arme Troia da vont war vor, ma tiskuizhas Aeneas hag e goskor ken na zistoas ar c'hresianed da Hellaz .
Tud Troia
kemmañTroianed brudet :
- Dardanos (saver Toja), Laomedon, Ganymedes, Priam, Paris, Hektor, Teukros, Aesakus, Oenone, Tithonus, Antigone, Memnon, Corythus, Aeneas, Brutus, hag Elymus.
- Kapys, Boukolion hag Aisakos a oa priñsed eus Troja hag o devoa gwragez a oa naiadezed. Emglev o doa graet gant Lycianed hag Amazoned.
An nimfezed Aisepid a oa naiadezed ar stêr s Aisepos e Troia. Pegsis a oa naiadenn ar stêr Grenikos tost da Droia.
Menez Ida en Azia Vihan.
Troia e spered Homeros
kemmañEn Ilias e stalias an Achaeaned o c'hamp tost da veg ar stêr Scamander (moarvat ar C'haramenderes a-vremañ), e-lec'h m'o doa douaret o bigi. Ker Troia a oa savet war-lein ur run, en tu all da blaenenn ar Scamander, e-lec'h m'en em gavas emgannoù brezel Troia. Hiziv, lec'hiadenn ar site gozh 'zo ur 15 kilometrad bennaket diouzh an aod, met beg kozh ar Scamander, 3,000 bloaz 'zo, a oa ur 5 kilometrad bennaket pelloc'h en diabarzh an douaroù, hag ar ster a rede e-barzh ur bae hag a zo bet leuniet bremañ gant al liñvaj.
Arkeologiezh Troia
kemmañNiveret eo Gweleadoù an dismantroù Troia I – Troia IX, gant azrannoù lies :
- Troia I 3000-2600 (Anatolian ar c'hornog EB 1)
- Troia II 2600-2250 (Anatolian ar c'hornog EB 2)
- Troia III 2250-2100 (Anatolian ar c'hornog EB 3 [kozh])
- Troia IV 2100-1950 (Anatolian ar c'hornog EB 3 [kreiz])
- Troia V: 20vet – 18vet kantvet kent J.-K (Anatolian ar c'hornog EB 3 [diwezhañ]).
- Troia VI: 17vet – 15vet kantvet kent J.-K.
- Troia VIh: Oadvezh an arem diwezhañ, 14vet kantvet kent J.-K
- Troia VIIa: ca. 1300 – 1190 kent J.-K, moarvat Troia Homeros.
- Troia VIIb1: 12vet kantvet kent J.-K
- Troia VIIb2: 11vet kantvet kent J.-K
- Troia VIIb3: betek w-d. 950 kent J.-K
- Troia VIII: en-dro da 700 kent J.-K
- Troia IX: Hellenadegezh Ilium, 1añ kantvet kent J.-K
Sell ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ-
- Project Troia - The new excavations at Troy
- Troia VII ha perzh istorel brezel Troia
- E-men emañ "Troia" bremañ?
- Ilios. Keoded ha bro an Droianed: Disoc'hoù an enklaskoù hag an dizoloadennoù graet e Troia hag a-dreuz an Troad er bloavezhioù 1871-72-73-78-79; (searchable facsimile at the University of Georgia Libraries, requires dejavu-plugin)
- Anavezadur Troia gant Jan Sammer
- Geografiezh
- the Troad (gant ur skeudenn eus ur patrom eus Troia II)
- Skeudennoù eus Troia