Judit ha Holofern (arz)
Judit gant penn Holofern zo anv meur a daolenn, oberennoù eus mare an Azginivelezh italian dreist-holl, a zo bet awenet gant ur vojenn eus an Testamant Kozh.
Ar vojenn
kemmañ- Gwelout ar pennad Judit ha Holofern.
An taolennoù
kemmañJudit o lazhañ Holofern
kemmañLivadurioù Caravaggio
kemmañCaravaggio (1571-1610) an hini kentañ en deus kredet livañ ar muntr. Evezh a daoler ouzh genoù heuget Judit, intañvez yaouank, ha tres drouk he matezh, ur wrac'h roufennet ha dizant anezhi.
Un daolenn all zo bet dizoloet e Toloza hag a vije diwar zorn Caravaggio[1],[2]
Livadurioù Artemisia Gentileschi
kemmañJudit o tibennañ Holofern, gant Artemisia Gentileschi (1612-21), zo div daolenn damheñvel gant al livourez italian. Souezhet e veze meur a zen pa wele e oa deuet ur plac'h a-benn da livañ un darvoud ken kriz. Hervez an arzvarnourien e c'haller gwelet konnar an arzourez ouzh ar gwaz en devoa he gwallet. Levezonet-kaer e oa-hi gant doare-livañ Caravaggio.
- An eil zo war ziskouez er Galleria degli Uffizi, e Firenze.
- Eben, ma weler muioc'h a wad war ar gwele, zo war ziskouez e Capo di Monte. Disheñvel eo an dilhad hag ar sklêrijenn ivez.
Judit o tougen penn Holofern
kemmañTaolennoù Sandro Botticelli
kemmañTeir zaolenn awenet gant ar vojenn zo bet livet gant Sandro Botticelli.
- Il ritorno di Giuditta a Betulia (Distro Judit da Vetulia), 1470, Galleria degli Uffizi, Firenze
- Dizoloadur muntr Holofern, war-dro 1472, Galleria degli Uffizi, Firenze
- Judith o kuitaat teltenn Holofern, 1495-1500, Rijksmuseum, Amsterdam
★Gwelout : Judit (Botticelli).
Taolennoù all
kemmañMar deo ral gwelout Judit o lazhañ e weler anezhi aliesoc'h o tougen penn ar jeneral enebour, pa ne lez ket he matezh da zougen anezhañ. Alies ivez e vez ur c'hleze ganti.
XVvet kantved
kemmañ- Andrea Mantegna (1431-1506), Judit ha Holofern, 1495, National Gallery of Art, Washington.
XVIvet kantved
kemmañ- E taolenn Giorgione, Judit, 1502, Mirdi ar Peniti, e Sankt Peterbourg e Rusia, e weler Judit o lakaat he zroad war benn Holofern.
- Gant Michelangelo ivez eo bet livet mojenn Judit ha Holofern ouzh lein ar Chapel sikstinat er Vatikan e 1509.
- Gant Vincenzo Catena, e 1520.
- Lucas Cranach an Henañ en deus graet teir zaolenn, war-dro 1530, ma weler Judit o terc'hel ur c'hleze e-kichen penn Holofern.
★Gwelout : Judit (Cranach).
- E 1554, e taolenn Giorgio Vasari, emañ an harozez o sevel he c'hleze a-us da benn Holofern.
- Jan Massijs, war-dro 1570.
- Tizian, Judit, 1565, (112 x 96 cm), Detroit Institute of Art.
- Paolo Veronese, Judit ha Holofern, 1580 ; emañ al livadur e Kunsthistorisches Museum Vienna.
- Fede Galizia (1578-1630) ; taolenn eus 1596 ; dremm an arzourez e vije hini Judit.
★Gant Ambrosius Benson.
-
Judit ha Holofern (munudig), murlivadur gant Michelangelo er Chapel sikstinat er Vatikan (1509).
-
Judit gant penn Holofern, livet gant Lucas Cranach an Henañ, war-dro 1530.
-
Judit ha Holofern, gant Paolo Veronese.
-
Judit gant penn Holofern, livet gant Fede Galizia, 1596.
XVIIvet kantved
kemmañMeur a wech e voe livet istor Judit er c'hantved-se ivez.
Div daolenn zo anavezet gant Lavinia Fontana
Teir zaolenn zo gant Artemisia Gentileschi: div damheñvel, meneget uheloc'h, ma weler Judit da vat o tibennañ an ofiser, hag unan all ma he gweler o tougen ar penn en ur baner. thumb|upright 1.2|Judit hag he matezh , livet gant Artemisia Gentileschi, 1612-1613
Div daolenn zo anavezet gant Simon Vouet (1590-1649).
- Unan teñval al livioù anezhi, glas ha du dreist-holl, a weler en Alte Pinakothek, e München, e Bavaria.
- Unan sklaeroc'h, ruz ha melen kentoc'h, a zo e Kunsthistorisches Museum Vienna, en Aostria
Livourien arall
kemmañ- Giuseppe Cesari, Judit gant penn Holofern, 1605-10, Berkeley Art Museum, Skol-veur Kalifornia.
- Giovanni Baglione, Judit gant penn Holofern, 1608, Galleria Borghese, Roma.
- Carlo Saraceni e 1615.
- Pieter Pauwel Rubens, Judit gant penn Holofern, war-dro 1616, Mirdi Herzog Ulrich Anton, Braunschweig.
- Orazio Gentileschi, taolenn eus 1621-24, hiziv e Hartford, Connecticut, SUA.
- Valentin de Boulogne, Judit ha Holofern, war-dro 1626, National Museum of Fine Arts, La Vallette.
- Cristofano Allori (1577-1621), e 1613: emañ serc'h an arzour o terc'hel e benn war-bouez e vlev. Buhez an arzour gwelet gantañ? Div daolenn zo: unan e-kichen Londrez (Royal Collection, Windsor), unan all e Firenze, er Palez Pitti. *Guercino (1591-1666)
- Francesco Furini (1603-1646), Judit ha Holofern, 1636, Galleria Nazionale d'Arte Antica, Roma.
- Elisabetta Sirani (1638-1665).
-
Gant Adam Elsheimer, entre 1601 ha 1603.
-
Taolenn Giovanni Baglione, 1608
-
Gant Cristofano Allori, 1613
-
Pierre Paul Rubens, 1616.
-
Livour dizanv eus Genova, XVIIvet kantved.
-
Gant Antiveduto Grammatica, war-dro 1620-1625.
-
Elisabetta Sirani, Judit gant penn Holofernes, 1658.
-
Gant Andrea Mantegna
-
Gant Giorgione
-
Gant Paolo Veronese
-
Gant Vincenzo Catena
-
Judit hag he matezh gant penn Holofern, livet gant Orazio Gentileschi
-
Gant Carlo Saraceni
-
Judit ha Holofern (Guercino), Mirdi Brest.
XVIIIvet kantved
kemmañDiv daolenn gant Luca Giordano.
- Judit o tiskouez penn Holofern, e mirdi Saint Louis, Missouri.
- Korf Holofern kavet en e deltenn.
Un daolenn gant Giulia Lama, Judit gant penn Holofern, war-dro 1730, Gallerie dell'Accademia, Venezia.
-
Judit o tiskouez penn Holofern, gant Luca Giordano.
-
Korf Holofern kavet en e deltenn, gant Luca Giordano.
XIXvet kantved
kemmañ- Goya, war-dro 1819.
- Horace Vernet .
- August Riedel, e 1840.
- Un daolenn gant Emanoil Panaiteanu Bardasare, heñvel ouzh hini Riedel.
-
Taolenn Goya , 1819
-
Taolenn gant Horace Vernet
-
August Riedel, 1840
XXvet kantved
kemmañ- Gustav Klimt en deus livet Judit gant penn Holofern ivez e 1901.
- Div daolenn zo gant Franz von Stuck.
- Judit, gant al livour gall Paul Albert Steck, 19??.
-
Franz von Stuck: Judit a-raok skeiñ.
-
Franz von Stuck:Judit o skeiñ.
Delwennoù
kemmañ- Donatello, Judit ha Holofern , 1455-60, Delwenn arem, Palazzo Vecchio, Firenze.
Mojenn dost
kemmañTostaat a c'haller al livadurioù-se ouzh ar re ma weler pe o troc'hañ penn Yann ar Badezour pe o tiskouez e benn war ur plad war c'houlenn Salome, evel e taolennoù Caravaggio : gant an daou vuntr e oa bet awenet. Ouzhpenn da se ez eus un daolenn all gantañ ma weler David o tibennañ Goliat.
Gustav Klimt ivez en deus anvet e eil daolenn diwar-benn mojenn Judit : Judit II (Salome), o veskañ an div vojenn.