Kastell Lehon zo e kumun Lehon e-kichen Dinan, e Breizh-Uhel.

MONUMANT Monumant istorel ISTOREL
Kastell Lehon e 2006

Emañ ar c’hastell er c’hreisteiz da Zinan war un dorgenn 70 metr uhelder. Nepell emañ diouzh ar stêr Renk ha diouzh an hent bras a gas eus Roazhon da Zinan.

 
E 1065 e voe taget ur c’hastell e-kichen Dinan gant Gwilherm an Alouber, pallenn-moger Bayeux

Ur c'hastell koad a voe savet da gentañ, en Xvet pe en XIvet kantved. Anv a reer anezhañ evit ar wech kentañ en ur skrid eus 1034[1]

War pallenn-moger Bayeux e weler argad ur c’hastell, gant ar gerioù-mañ dindan : "contra dinantes" (a-enep tud Dinan). Tennañ a ra ar c’hastell skeudennet da gastell Lehon, kalz muioc’h eget da hini Dinan. Perc’hennet e oa an daou gastell, ouzhpenn, gant aotrouien Dinan...

E 1168 Herri II, roue Bro-Saoz, a lakaas seziz war ar c’hastell difennet gant aotrouien Dinan, met en aner. N’eo nemet er bloavezh war-lerc’h, e 1169, e teuas a-benn da gemer ar c’hastell ha da zistrujañ anezhañ.

E dibenn an XIIvet kantved hag e deroù an XIIIvet kantved e voe adsavet ar c’hastell gant Rolant Dinan hag e ziskennidi. Rivinoù eus ar c’hastell-se eo a weler bremañ e Lehon.

En XIIIvet kantved e tremenas ar c’hastell eus familh aotrouien Dinan da familh Avaogour. E 1264, Alan Avaogour a werzhas kastell Lehon ha kastell Dinan d’an dug Yann Iañ ar Rouz. Dont a reas kastell Lehon da vezañ sez galloud an dug evit korn-bro Dinan.

E 1341 e krogas Brezel hêrezh dugelezh Breizh etre Yann Moñforzh ha Charlez Bleaz. E 1359 e voe lakaet seziz war kastell Lehon ha war kêr Zinan gant ar Saozon, renet gant Herri, dug Lancaster. E dibenn ar XIVvet kantved, goude emglev Gwenrann, a lakae fin da Vrezel hêrezh dugelezh Breizh, e teuas en-dro kestell Lehon ha Dinan etre daouarn an dug Yann.

E dibenn ar XVvet kantved e voe lakaet kreñvaat mogerioù ar c’hestell gant an dug Frañsez II. Aspadennoù eus kement-se a weler hiziv c’hoazh. Met ne voe ket a-walc’h evit stourm ouzh ar C’hallaoued : goude drouziwezh Sant-Albin-an-Hiliber d’an 28 a viz Gouere 1488, ar gouarnour a rentas alc’hwezioù kêr "pour éviter le pillage, les robberies et les efforcements de femmes" (kuit da gaout skrap ha riñs enni ha kuit d’ar merc’hed bout gwallet".

An diskar hag an adsav

kemmañ

Dilezet e voe ar c’hastell e 1490, pa oa o kouezhañ en e boull, met implijet e voe c’hoazh e-pad ar brezelioù a relijion e 1590.

E 1664 e voe roet rivinoù ar c’hastell gant roue Bro-C'hall, Loeiz XIII da Charles Bruslard, an abad a oa e penn abati Lehont, d’ar venec'h da dapout mein eno evit kempenn savadurioù o abati.

Daoust ma ne chome nemet dismantroù eus ar c’hastell e kendalc’he gouarnour Dinan (betek an Dispac'h Gall) da vezñ anvet "Gouarnour kestell Dihan ha Lehon".

E-pad an Dispac'h gall e voe prenet ar c’hastell gant un aotrou Reslou de Guemen. Dek vloaz goude e c’houlenne an aotrou-se digant an ti-kêr aotre da zispenn an tourioù hag ar mogerioù. Laouen e voe ar c’huzul-kêr pa c’hallas evel-se kaout mein a-leizh da bavezañ an hent a-hed ar Renk. Gant an dispenn-se e voe daouhanteret uhelder an tourioù.

 
Ar c’hastell sklêrijennet e-pad an noz

Diskennidi Reslou de Guemen a brofas an dismantroù d’ar barrez e 1872, en ur c’houlenn ma vije savet ur chapel warno. E 1875 eta e voe savet ur chapel, gouestlet da Sant Jozef. E 1964 e voe freuzet ar chapel ha ne chom anezhi nemet delwenn Sant Jozef.

Abaoe 1905 eo perc’hennet ar c’hastell gant ar gumun. Lakaet e voe war roll ar monumantoù istorel d’ar 4 a viz C’hwevrer 1926, met tennet e voe alese e 1931 war c’houlenn an ti-kêr. E 2004, war c’houlenn ar maer, e voe lakaet ar c’hastell en-dro war roll ar monumantoù istorel. Etre 2003 ha 2006 e voe labourioù da gempenn ha da suraat al lec’h. Hag abaoe miz Mezheven 2006 eo digor ar rivinoù d’ar weladennerien.

Levrlennadur

kemmañ
  • Château de Léhon, Françoise Picarda, 2006

Liammoù diavaez

kemmañ


Notennoù

kemmañ
  1. En Istor Breizh gant Dom Lobineau e konter e oa bet taget ar c’hastell e-pad ar brezel etre Odo, kont Penteür hag Alan, mibien o-daou d’an dug Jafrez Iañ, hag e oa bet aloubet gant Alan.