Catholicon

(Adkaset eus Katolikon)

Ar C'hatholicon, ar geriadur kentañ e brezhoneg, a oa bet skrivet e teir yezh, brezhoneg, galleg ha latin : ennañ e vez kavet an droidigezh c’hallek eus ar gerioù brezhonek kement hag o c’hevatal e latin.

Merk ar mouller.

Ar c'hentañ geriadur galleg an hini eo ivez enta.

Savet e voe, pe beurechuet da vihanañ, e 1464 (d'ar 16 a viz Eost hervez) gant Jehan Lagadeuc, person e Plougonven, ha moullet e voe evit ar wech kentañ d'ar 5 a viz Du 1499 e Landreger gant Jehan Calvez (Euzen Roperz e lizherennour). O soñjal e kloareged yaouank Breizh o vont war o studi e oa bet savet an oberenn-mañ evit o skoazellañ da zeskiñ latin evel ma vez diskouezet splann amañ dindan :

Me, Yann Lagadeg, eus parrez Plougonven, en eskopti Treger, Bachelour war an arzoù hag an dekredoù, goude ma n'on ket dellezek d'en ober, savet am eus al levr bihan-mañ evit talvezout da gloer vihan baour Breizh peotramant d'ar re zo dizesk war al latin. (bet treuzskrivet e brezhoneg a-vremañ).

Anvet e oa bet Catholicon (geriadur hollel), pa ne oa ket bet roet an anv-se gant an oberour, moarvat diwar anv ur geriadur all, ar geriadur latin brudet a oa anvet Catholicon ivez (Summa grammaticalis quae vocatur Catholicon), savet gant an Dominikan Giovanni Balbi, eus Genova, (e latin Johannes Januensis de Balbis), hag echuet d’ar 7 a viz Meurzh 1286.


Un eil embannadur kemmet a oa bet graet gant Jehan Corre (beleg en eskopti Landreger) e penn-kentañ ar XVIvet kantved hag un trede (31 a viz Genver 1521) gant al Leonad Yvon Quillévéré, marc'hadour-levrioù hag embanner e Pariz. Ur pevare embannadur a oa bet aozet e 1867 gant René-François Le Men (diellour e departamant Penn-ar-Bed), tri c'hant skouerenn anezhañ bet moullet en Oriant (Embannadur Corfmat).

Pelec'h emañ ar C'hatolikon?Aozañ

  • Un dornskrid eus an oberenn zo miret er Bibliothèque nationale de France niverennet Latin 7656, anezhañ 131 follenn skrivet war an daou du anezho. Un adskrid eus ar skrid orin eo, ha mankout a ra an drederenn eus ar follennoù.
  • Div skouerenn voulet a vefe e levraoueg Kemper.

Da lennAozañ

  • Le catholicon de Jehan Lagadeuc, advoulet diwar skouer embannadur Jehan Calvez (1499) gant Christian-Joseph Guyonvarc'h, Éditions Ogam-Tradition Celtique, Roazhon (1975), adembannet gant Editions Armeline, Brest (2005).
  • Le Catholicon armoricain de Iehan LAGADEUC kinniget ha treuzskrivet gant Jean Feutren (person Rosko), moullet e 1977 gant Joseph Floch e Mayenne. Reiñ a ra an embannadur-mañ ur faksimile eus ar skrid war an tu dehou, hag un treuzskrivadur gant lizherennoù latin war an tu kleiz, ur bern notennoù war geriaoueg ar galleg ha traoù all. Levr keinet.
  • LE VOCABULAIRE BRETON DU CATHOLICON (1499) Le premier dictionnaire breton imprimé breton-français-latin de JEHAN LAGADEUC gant Gwennole ar Menn, Skol, 2001 (15 a viz Gwengolo). Roll ar gerioù brezhonek a gaver e-barzh, gant o stumm a-vremañ, ar stumm ma oant bet skrivet en embannadur 1499, hag o zroidigezh c'hallek.
  • Le Catholicon de Jehan Lagadeuc (Pour son cinquième centenaire), Pêr Trepos, Emgleo Breiz, 1965.

Liammoù diavaezAozañ