Keit Vimp Bev

(Adkaset eus Keit 'Vimp Bev)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Keit Vimp Bev (Keit ha ma vimp bev) zo anv ur gevredigezh ha ti-embann brezhonek staliet e Laz (Kerne - Penn-ar-Bed). Embann a ra levrioù evit ar yaouankiz (albomoù, romantoù, bannoù-treset) ha mareadegoù yaouankiz (Rouzig, Louarnig), Un nebeud romantoù evit an oadourien a vez embannet gantañ ivez. Embannet e vez ivez ar gazetenn sizhuniek YA!. Krouet eo bet gant an ti-embann ar genstrivadegoù Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale
Krouet eo bet e 1982 gant Yann-Fañch Jacq ha chomet eo e penn ar gevarzhe. C'hwec'h goprad a zo o labourat ennañ.

Sikouret eo an ti-embann gant Rannvro Breizh, Kuzul departamant Penn-ar-Bed hag an DRAC (Direction régionale des Affaires culturelles).

Keit Vimp Bev en deus resevet meur a briz. E 2003 o deus resevet Priz dazont ar Brezhoneg evit ar gazetenn Meuriad. Hag ar gazetenn Ya ! en deus resevet Priz France 3 e 2005.

Istor kemmañ

Orin kemmañ

Er penn-kentañ e oa ur strollad tud yaouank dizimez a blije dezho mont d'ar festoù-noz. Buan o deus bet c'hoant da vont pelloc'h. Kroget o deus da labourat war tachenn an ekologiezh, oc'h aozañ devezhioù dastum boutailhoù gwer, war ar maez. Mont a raent e ti an dud a c'halve anezho evit en ober. Naetaat a raent ivez stêrioù.

Aozet o deus nozvezhioù tro-dro d'ar sevenadur, betek pediñ tud evel Patrig Ewen pe François Budet. Stajoù brezhoneg, festoù-noz, stajoù moullañ skritelloù a vez kinniget ganto ivez. War dachenn ar yezh o doa aozet ur seurt levraoueg a c'helle an dud kas-degas ganto. Dizoloet eo bet ganto labour Éditions du Lombard, ha plijet-tre e oant gant o labour. Treiñ a raent neuze ar bannoù-treset gant an dorn, lagadenn ha lagadenn. Met un nozvezh eo bet laeret diganto o dastumad en e bezh.

Prederiet o deus ha komprenet e oa sot ober al labour treiñ evit ur skouerenn hepken. Soñjet o deus neuze embann da vat. C'hoant o doa ober traoù brav, a galite hag a vefe dianv d'an dud. Setu n'o deus ket bet c'hoant embann Troioù-kaer Tintin hag a oa re vrudet. Kenlabouret o deus gant Éditions du Lombard dre ma oa levrioù a seurt-se o do c'hoant embann, evit tizhout ar re yaouank ivez. Komprenet o doa ne oa ket dedennus levrioù evel levrioù Al Liamm evit ar re yaouank. C'hoant o doa da dizhout ar re o doa c'hoant ober gant ar brezhoneg evit an dudi.

Buhez kentañ kemmañ

Kroget eo bet gant treiñ hag embann Yakari ha Buddy Longway, treset gant Derib, Jonathan, treset gant Cosey.

Buhez ar gevredigezh kemmañ

An dud a youl-vat a ra war-dro ar gevredigezh:

  • Prezidantez ar gevredigezh : Charline Burnouf
  • Teñzorier : Yann-Fañch Jacq
  • Izili ar grevredigezh

Ur skipailh tud gopret a zo :

  • Sekretourez / kontourez : Magali Gallais
  • Kenurzhier / kazetenner war YA! : Gwennole Pavec
  • Kenurzhierez / Maketennourez war Louarnig : Camille Argouarc'h
  • Grafour / Kenurzhier war Rouzig : Owen Poho
  • Kehentiñ / maketennourez levrioù : Angelina Beauvir

Embannadurioù kemmañ

Kazetennoù kemmañ

Levrioù evit ar vugale kemmañ

Levrioù all kemmañ

Romantoù kemmañ

Evit ar vugale :
Gwelet Priz ar vugale

Evit ar re yaouank :
Gwelet Priz ar Yaouankiz

Evit an dud deuet :

Bannoù-treset kemmañ

  • Paotr Louarn, skrivet ha treset gant Laurent LeFeuvre (Miz Here 2014) Ar C'homics brezhonek kentañ
  • Yakari, gant Derib-Job :
    • Yakari hag ar grizli
    • Prizonidi an enezenn
    • Yakari hag an ejen-moueek gwenn
    • Yakari e bro ar bleizi
  • Blevek, gant Serge Montfort :
    • Ma zri liñs
    • Penn Menezh an Arzh
  • Buddy Longway, gant Derib :
    • Levrenn 1 : Chinook
    • Levrenn 2 : An Enebour
    • Levrenn 3 : Tri den a zo paseet
    • Levrenn 4 : Ma unanik...
    • Levrenn 5 : Ar Sekred
    • Levrenn 6 : An Orignal
    • Levrenn 7 : Goañv ar c'hezeg
    • Levrenn 8 : An Dour tan
    • Levrenn 9 : An abadennoù chaseal kentañ pe Kentañ abadennoù chase
    • Levrenn 10 : An Diaoul gwenn
  • Troioù-kaer Ifig-Loup, gant Letrio

CDoù ha DVDoù kemmañ

  • Fiñval
  • Noe
  • Ur marmouz bihan
  • Karr-tan ma zad
  • Pablo al louarnig ruz

C'hoarioù kemmañ

  • Skolig al louarn
  • Memor al laboused
  • Loto
  • Skolig al louarn
  • Memor Natur ha Breizh
  • C'hoari 7 familh ar c'horf
  • Tanagra
  • Gwezboell

Prizioù kemmañ

  • Gant Keit Vimp Bev e vez embannet ar romantoùigoù evit Priz ar vugale ha Priz ar Yaouankiz savet dre ur genstrivadeg kinniget gant FEA.
  • Keit Vimp Bev en deus resevet Priz "Prizioù France 3" e 2001 hag ar gazetenn Ya ! en deus eñ resevet e 2005 (Rummad "Brezhoneger ar bloaz").

Liamm diavaez kemmañ

Lec'hienn an ti-embann Keit Vimp Bev

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.