Kerzu 2005 e Breizh
Bloavezhioù : ../.. 1999 2000 2001 2002 2003 2004 - 2005 - 2006 2007 2008 2009 2010 2011 ../.. | |
Dekvedoù : 1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010 - 2020 | |
Kantvedoù : XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved Kronologiezh dre viz : Kronologiezh dre ranndirioù : Kronologiezh dre demoù : Marvioù : |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh
- 2004 e Breizh - 2005 e Breizh - 2006 e Breizh
- Gouel 20vet deiz-ha-bloaz ar gevredigezh Kentelioù an Noz e Gwerzhav. Oberiant eo ar gevredigezh naonedat-mañ war dachenn ar c'helenn brezhonek d'an oadourien dreist-holl.
- Nac'hañ a ra rener ajañs Brest-Arsellva an AVAL (ANPE) embann ur c'hinnig labour divyezhek a-berzh ar skingomz Arvorig FM. Sevel a ra ar strollad politikel breizhek UDB a-enep.
- Nac'hañ a ra ar gazetenn bemdeziek Ouest France embann ur gemennadenn gañv e brezhoneg da-geñver marv an Itron Langleiz.
- Manifestadeg implijidi Frañs 3 Hirwazh e Brest evit enebiñ ouzh an adkreizennañ e France 3. Klemm a reont pa'z eus bet divizet gant Pariz lemel kuit an abadennoù lec'hel e-pad pemzektez, da-geñver ar gouelioù dibenn-bloaz. Gervel a reont d'ur pik-nik manifestiñ dirak peulskingaser skinwel arouezel ar Roc'h Tredudon e Menez Arre a oa bet lakaet da darzhañ gant an FLB evit goulenn ur skinwel e brezhoneg.
- Da-heul tagadennoù a-berzh enebourien d'ar yezh ez eus bet aozet un abadenn gelaouiñ evit ar gazetennerien ha tud ar vro, gant ar c'hevredigezhioù Bemdez (Gwened) ha Brezhoneg war-raok (Redon), dirak ti-kêr Ruvenieg, ur gumun bet nac'het an divyezhegezh ganti, evit harpañ diviz an departamant da staliañ ur panellerezh divyezhek war hentoù reter ar Mor-Bihan. Degemeret eo bet an dud gant maer ar gumun en deus embannet bezañ bet touellet gant kevredigezh Joseph Orhan hag enebourien ar brezhoneg.
- Da-heul nac'hadenn div ajañs eus an AVAL (ANPE) e Brest da embann kinnigoù labour divyezhek e c'houlenn ent ofisiel ar strollad breizhek UDB ouzh prefedez rannvro Breizh d'ober a seurt ma ne vo ket graet gaou d'ar brezhoneg ken gant ar servijoù publik.
- Dinan : Nec'het-bras eo Jean-Yves Krogenneg, prezidant skol Diwan Dinan, pa'z eus bet divizet gant kuzul-kêr Dinan pevarc'hementiñ feurm ar skol a dremenfe eus 3000 da 13 000 €. Seurt diviz a laka en arvar bezañs ar skol war grenn dermen rak ne vo ket ar gerent evit paeañ sammadoù ken bras evit ur skol digoust. 6 den, en o zouez tri skolaer, a vez implijet gant ar skol zo nevez bezañ anavezet gant ar Stad goude 5 bloaz mont en-dro. 40 bugel zo er skol bremañ ha kreskiñ a ra an niver anezho. Un taol fall eo evit ar brezhoneg e bro-Dinan.
- Roc'h Tredudon : E-tro 100 a dud o vanifestiñ dirak ar peulskingaser arouezel bet lakaet da darzhañ gant an FLB e 1974 war-lerc'h galv implijidi Frañs 3 Hirwazh a-enep da youl adkreizennañ ar renerezh kornôgel ha parizian.
Marvioù
kemmañ- 13 Kerzu : Itron Langleiz, gwreg ar skrivagner hag arzour Zavier Langleiz, savet ganti priz lennegel Langleiz.
- 27 Kerzu: Jacques Tilly, bet maer Gwerliskin, embregour, brezhoneger kar-e-vro