Gwengolo 2005 e Breizh
Bloavezhioù : ../.. 1999 2000 2001 2002 2003 2004 - 2005 - 2006 2007 2008 2009 2010 2011 ../.. | |
Degadoù : 1970 1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010 | |
Kantvedoù : XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved Kronologiezh dre viz : Kronologiezh dre ranndirioù : Kronologiezh dre demoù : Marvioù : |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh
- 2004 e Breizh - 2005 e Breizh - 2006 e Breizh
Sadorn 24 Gwengolo
kemmañ- Kolier an Erminig deroet e Loktudi gant Skol-Uhel ar Vro da Ewa Walieszewska, Jean Kerherve, Pêr Padelleg ha Jean Ollivro.
Meurzh 26 Gwengolo
kemmañ- En e lizher respont d'ar gevredigezh emsaverien Ai 'ta e lez Jean-Philippe Dupont, rener rannvroel an SNCF, an nor digor evit divyezhekaat an tiez-gar gant ma vo kemeret an intrudu gant ar rannvro.
Merc'her 27 Gwengolo
kemmañ- Da-heul ar mennad degemeret a-unvouezh d'an 8 Here 2004 e embann Kuzul-rannvro Breizh savidigezh ur bodad studi boutin etre dilennidi rannvro Breizh ha departamanant al Liger-Atlantel a-benn kreñvaat an darempredoù etre an div lodenn eus ar vro.
Sadorn 30 Gwengolo
kemmañ- Kinnig a ra kuzul-rannvro Breizh e logo nevez. Degemer a ra an erminig, arouez Breizh, met ne ra ket gant livioù ar vro. Argaset eo peder bandenn al logo kozh a oa bet savet evit reiñ brud da Breizh 4 departamant hep al Liger-Atlantel er bloavezhioù 80. Evit ar wech kentañ e vo tu d'ober gant ur stumm brezhoneg eus al logo. N'eo ket divyezhek al logo avat ha douetañs bras zo e vo implijet ar stumm brezhonek gant melestradurezh ar rannvro e gwirionez rak ne gaver ket an doare brezhonek e-touez an doareoù kinniget da vezañ pellgarget war lec'hienn ar rannvro..