2004 e Breizh
darvoudoù bloavezh 2004 e Breizh
Bloavezhioù : ../.. 1998 1999 2000 2001 2002 2003 - 2004 - 2005 2006 2007 2008 2009 2010 ../.. | |
Degadoù : 1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010 | 2020 | |
Kantvedoù : XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved Kronologiezh dre viz : Kronologiezh dre ranndirioù : Kronologiezh dre demoù : Marvioù : |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh
- 2003 e Breizh - 2004 e Breizh - 2005 e Breizh
Darvoudoù
kemmañ- 14-15 a viz Genver : beaj ofisiel Rhodri Morgan, kentañ ministr Kembre, da Vreizh. Degemeret eo bet gant Josselin de Rohan, prezidant Kuzul Rannvro Breizh. Sinet ez eus un emglev kenlabour etre Bodadenn Vroadel Kembre ha Rannvro Breizh, e teir yezh, galleg, saozneg ha kembraeg.
- 15 Genver : peñse ar vag-pesketa Bugaled Breizh (5 den kollet)
- 26 a viz C'hwevrer : barradoù erc'h e Breizh ; betek 40 cm a erc'h e Pondi.
- Krouidigezh klasoù divyezhek prevez e Rospezh, Tregaeg, Mêl-Karaez, Klegereg.
- Krouidigezh klasoù divyezhek publik Sizun, Loperc'hed, Gouenoù ha Lanneur.
- Echu eo gant ar c'hentelioù brezhoneg e Skol-Veur Naoned. Dek vloaz a oa e veze kelennet er skol-veur-se.
- 2 Gwengolo : erruout a ra Anne Quéméré e porzh Douarnenez, goude treizhañ ar Meurvor Atlantel a-roeñv en ur ober 87 devezh.
- 8 Here : vot a-unvouezh Kuzul-rannvro Breizh evit ma vo adunanet ar vro.
- 5 Here : lizher a-berzh Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh da Jacques Chirac, prezidant Republik Frañs, evit goulenn outañ ober en doare ma vo gwiriekaet Garta europat evit ar yezhoù rannvroel pe bihanniver, bet sinet gant Frañs d'ar 7 Mae 1999.
- 11-13 a viz Here : beaj ofisiel Jean-Yves an Drian, ha dileuridi all eus Rannvro Breizh, da Gembre, e-lec'h m'int degemeret gant Bodadenn Vroadel Kembre. Ur stumm brezhonek eus an emglev kenlabour etre an div vro zo bet sinet.
- 30 Du : vot a-unvouezh Kuzul-departamant ar Mor-Bihan evit staliañ ur panellerezh divyezhek war hentoù an departamant.
- 17 Kerzu : vot a-unvouezh Kuzul-rannvro Breizh war ar Steuñv evit ur Politikerezh Yezh kinniget gant ar c’huzulier sokialour Yann-Bêr Thomin e karg eus ar brezhoneg.
- 22 Kerzu : divizout a ra Ofis ar Brezhoneg ledanaat tachenn ar c'houlzad Ya d'ar Brezhoneg bet savet evit broudañ implij ar yezh war ar pemdez e-touez bed ar c'hevredigezhioù hag an embregerezhioù. Hiviziken e vo digor d'ar strollegezhioù lec'hel ha, peurgetket, d'ar c'humunioù.