Yann-Bêr Thomin
skrivagner brezhonek

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Yann-Bêr Thomin | |
---|---|
Ganet | 28 a viz C'hwevrer 1949 Landerne |
Micher | politikour |
kemmañ ![]() |
Yann-Bêr Thomin pe Jean-Pierre Thomin (1950-) zo ur politikour breton eus ar PS.
Ganet eo bet e miz C'hwevrer 1949 e Landerne. Kroget e oa da labourat gant ar Bleun Brug. Desket en deus brezhoneg.
Maer kêr Landerne etre 1989 ha 2008, eilprezidant Kumuniezh kumunioù Landerne-Daoulaz e-pad ur pennad, ha kuzulier Rannvro Breizh adalek 1997 betek 2010.
Buhez politikelAozañ
- Ezel eus ar Strollad Sokialour Gall eo. Dilennet eo bet er Kuzul-rannvro Breizh e 2004 war listenn Jean-Yves an Drian ha karget eus ar brezhoneg hag identelezh Breizh. Diwar e atiz e vot Kuzul-rannvro Breizh evit ar wech kentañ un destenn politikerezh yezh d'ar 17 Kerzu 2004. Ne oa ket war ar renk evit ar votadegoù rannvro 2010.
- Dont a ra da vezañ maer Landerne e 1989 e penn ul listenn eus an tu kleiz. Addilennet eo e 1995 ha 2001, met e 2008 e koll ar votadegoù goude ma oa chomet ul listennad ekologourien en eil tro. Reiñ a ra e zilez eus ar c'huzul-kêr e miz Kerzu 2009.
- Kuzulier departamant eo bet etre 1987 ha 1994.
- Da-heul ur reolenn nevez degemeret gant strollad sokialour Penn-ar-Bed e 2003, just a-raok an dilennadeg rannvro, n'haller ket bezañ maer ha bezañ e karg er rannvro ken. Goulenn a reer digantañ dibab etre e garg er rannvro hag e bost a vaer. Nac'hañ a ra Yann-Bêr Thomin dilezel hini pe hini eus ar c'hargoù-se. D'ar 15 Here 2005 e tiviz PS Penn-ar-Bed skarzhañ anezhañ eus ar strollad evit pevar bloaz. Divizout a ra neuze sevel galv el live broadel; a-benn ar fin n'eo ket skarzhet eus ar Strollad Sokialour Gall. Soñjet e vez eo bet savet ar reolenn nevez a-ratozh evit mestroniañ gwelloc'h izili ar strollad.
- Abred e 2006 ec'h embann bezañ a-du gant Ségolène Royal, pa ne oa ket anat e vefe dibabet homañ da zanvez prezidantez gant e strollad.
- Yann-Bêr Thomin a vez sellet outañ gant lod eus izili e strollad evel ouzh un den re dost da vetoù an Emsav. Techet eo tu jakobin ar strollad da gaout disfiz dioutañ.
BrezhonegAozañ
- Levezonet gant ar Bleun Brug eo bet Yann-Bêr Thomin hag implijout a ra an doare-skrivañ skolveuriek.
- Skrivañ a ra pennadoù brezhonek e-barzh ar gelaouenn Brud Nevez hag embannet en deus troidigezh vrezhonek ar romant brudet Le Grand Meaulnes.
SkridoùAozañ
- Alain-Fournier, Meaulnes Veur, Ar Skol Vrezoneg - Emgleo Breiz, Brest, 2000, ISBN 2906373826. Troidigezh diwar ar galleg gant Y.-B. Thomin.
- Yann-Ber Thomin, Breiz war-raog, rummad: Politikerez, Emgleo Breiz, Brest, 2007, ISBN 9782911210662.
- Jean-Pierre Thomin La fortune venait de la mer - Landerneau et le commerce maritime au temps de Barthélémy Kerroz, Emgleo Breiz, Brest, 2011, ISBN 9782359740400.