Bloavezhioù :
../.. 1999 2000 2001 2002 2003 2004
- 2005 -
2006 2007 2008 2009 2010 2011 ../..
Degadoù :
1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010 - 2020
Kantvedoù :
XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved

Kronologiezh dre viz :
Genv. - C'hwev. - Meurzh - Ebr. - Mae - Mezh.
Goue. - Eost - Gwen. - Here - Du - Kzu


Kronologiezh dre ranndirioù :
Afrika - Amerika - Azia - Europa - Oseania


Kronologiezh dre demoù :
Aernijerezh - Savouriezh - Kirri - BT
Hentoù-houarn - Sinema - Mell-droad - Lennegezh
Sonerezh - Yec'hed ha mezegiezh - Skiantoù - Sport


Marvioù :

Kronologiezh vloaziek evit Breizh

2004 e Breizh - 2005 e Breizh - 2006 e Breizh

2005 e Breizh

Genver - C'hwevrer - Meurzh - Ebrel - Mae - Mezheven
Gouere - Eost - Gwengolo - Here - Du - Kerzu


  • Manifestiñ a ra un dek den bennak e Ruvenieg e reter ar Mor-Bihan a-enep d'ar panellerezh divyezhek war an hentoù-departamant. Kaset eo an taol da benn gant an aotrou Joseph Orhan, bet maer Monteneg, ha bet savet gantañ an AOSB (Association de Protestation contre la Signalisation Bilingue). Harpet eo ar gevredigezh gant Françoise Morvan anavezet evit he skridoù a-enep d'ar brezhoneg ha d'an Emsav. War zigarez emañ Ruvenieg e Bro-C'halloù ne vije ket ar gwir da lakat panelloù divyezhek eno. Sevel a ra ar gevredigezh a-enep an divyezhegezh e Breizh-Izel ivez. Skrivet eo bet ganto da holl vaered Breizh-Uhel evit goulenn outo nac'hañ ma vefe staliet panelloù divyezhek war o c'humun. 12 kumun diwar ar 130 zo e reter ar Mor-Bihan a vije savet a-du ganto.
  • Displeget eo war karta sevended porched Internet Wanadoo, an embregerezh telekom publik, ez eo ar brezhoneg ur patois hag ez eo diseven implijout anezhañ evit flapiñ war ar foromoù kinniget. Kregiñ a ra ar stourm d'en em aozañ evit dizarbenn seurt droukziforc'h. Galvet eo ar Vretoned da voikotiñ Wanadoo ha broudet e vezont da embann o displijadur dre bostel d'an embregerezh pellgehentiñ.
  • Prezegenn-gelaouiñ e Baiona ma ouestl ar strollad euskarat Demo hag ar strollad breizhat Ai 'ta ! o c'hoant kenlabourat en amzer da zont evit ma vo ofisielaet an euskareg hag ar brezhoneg.
  • Goude eizh devezh stourm eo bet tennet ar frazennoù dismegañsus a-enep ar brezhoneg a-ziwar karta sevended Wanadoo. Derc'hel a ra an embregerezh da c'houlenn e vefe kenskrivet e galleg avat, yezh lakaet da vezañ ofisiel gantañ war ar foromoù, nemet e vije komzet diwar-benn un danvez ispisial a denn d'ar yezhoù, sed a rofe tu da implijout ur yezh all.