Krouzh a reer e brezhoneg eus ur benveg dre gerdin kar d'al ludoù ha d'al lourennoù. Emdroet eo eus al lourenn e gwirionez, en ur vont war-du ar violin dre e wareg. En Europa a-bezh e veze sonet gwechall kent mont hogozik da get nemet e Kembre ma'z eo chomet hengounel abaoe an XIIvet kantved, ur 400 vloaz bennak kent ganedigezh ar violin e Lombardia.

Ur c'hrouzh eus deroù an XIXvet kantved
Dourlivadur gant Thomas Pennant en A Tour in Wales (1781)

Krouzh eo anv brezhonek[1] ar benveg-seniñ a anver crwth (/ˈkruːθ/ e kembraeg, eus ar c'hentkeltieg *kruttos "tra ront" , en deus roet ivez ar gerioù gouezelek croit : ur bos, un tort, ur vronn, un duchennig[2] ha cruit : un delenn, hep mar en abeg da stumm ront ar c'hef-dasson koulz er c'hrouzhioù koshañ hag en telennoù[3]. E galianeg e oa crotta, chrotta hervez Fortunat[4], ha rote e galleg, eus ar germaneg hrotta[4].

Crouth ha crowd eo stummoù saoznek an anv ; roud zo eus ar sonerien pe ar farderien crwth en anvioù-tiegezh saoznek Crewther, Crowder, Crotherha Crowther[5] ; eus crwth ivez e teu an anvioù-tiegezh skosat MacWhirter ha MacWhorter, e dave d'an delenn[6].

Meur a zoare binvioù-seniñ kar d'ar c'hrouzh zo bet e Kembre, ken abred ha donedigezh ar Romaned er bloaz 43. Skeudennoù zo bet er Grennamzer adalek an XIvet kantved, nebeut goude donedigezh ar wareg-seniñ en Europa ar C'hornaoueg[7].

Kentañ gwech ma'z eo menet ar c'hrouzh en ur skrid eo e Nghyfreithiau Hywel Dda ("Lezennoù Hywel Dda", Xvet kantved). Ur genstrivadeg krouzh a voe en Eisteddfod kentañ, e kastell Cardigan en Aberteifi er bloaz 1176[8].

En eil lec'h goude an delenn e oa ar c'hrouzh en urzhaz ar sonerezh e Kembre[7].

Betek dibenn an XVIIIvet kantved e veze sonet ar c'hrouzh evit lakaat an dud da zañsal ; tamm-ha-tamm avat e voe distroadet gant ar violin.

Emdroadur

kemmañ
  • Lourenn

En Azia en Henamzer e voe ganet hendad ar c'hrouz, kent errout dre Drakia pe dre Lydia en Henc'hres ma voe anvet λύρα lyra.

Ouzh ur c'hef-dasson (ἠχεῖον icheíon) e veze staget div vrec'h (πήχεις pícheis) kromm ha kenstaget el laez dre ur yev (ζυγόν zygón). Ouzh ar yev-se e veze staget kerdin ha stegnet ouzh traoñ ar c'hef-dasson dreist ur pontig. Peder, seizh pe dek kordenn e katgut (χορδή chordí, alese ar ger "kordenn")[9] a oa, hervez ar mare ha marteze hervez ar rannvro ivez[10].

  • Kitar

Ar c'hitar (eus an asirianeg chetaraj; henc'hresianeg : κιθάρα kithára) zo testeniekaet e 1700 kJK en Asiria, e Henegipt, en Anatolia, e Henc'hres hag en Impalaeriezh roman kent en em strewiñ dre Europa a-bezh.

Daou gef-dasson plat pe waret a oa, gant ur speurenn etrezo ; digor e oa traoñ ar c'hef. Div vrec'h (unan verr hag unan hir a-wechoù) a oa stag ouzh ar c'hef ha kenstaget dre ur yev. Hervez ar mare e voe etre 4 hag 20 kordenn, evit gallout seniñ er mozoù niverus a oa er sonerezh henc'hresian ; katgut, kanab, seiz a c'helle bezañ implijet evit o fardañ. Piñset pe skrabet e veze ar c'herdin, hag an daou zoare a-bep-eil alies : ar bizied evit an eztaol hag ar skraberig (πλῆκτρον plíktron, eus πλήσσειν plíssein "skeiñ") evit sklaerder ha kreñvder ar son ; un dorn a lakae er c'herdin da seniñ dre ur skraberig, an dorn all o vougañ ar c'herdin na zleent ket froumal.

E dibenn ar IVe kantved e voe darbet d'ar c'hitar mont da get en Impalaeriezh roman, pa lakaas an Iliz serriñ ar c'hoarivaoù : berzet e voe ar sonerezh koulz er vuhez foran hag el lidoù relijiel, ha berzet ivez ar c'hoariadegoù broadel. Gant pobladoù nann-kristen an Norzh hag ar C'hornôg e voe miret an hengoun a oa bet desket dezho gant an alouberien hag an drevadennerien. Dre C'hresianed Anatolia ec'h emdroas ar c'hitara, pazenn-ha-pazenn, betek ar gitar, ar bazenn gentañ o vezañ ar chrotta.[11].

  • Chrotta
 
Bibl Charles the Bald, folio 215v

Ur chrotta eus ar VIvet pe Vvet kantved zo bet kavet en ur bez er Schwarzwald : hirgarrezek eo, stummet en un tamm prenn hepken eo ar c'hef-dasson, ar brec'hioù hag ar yev, dres evel ar c'hrouzh ; un doare all a oa deveret diouzh al lourenn, gant an traoñ kromm evel hini ur violin. Paot e oa an daou stumm en Europa betek ar XIVvet kantved ; sonet e vezent gwech gant ar bizied, gwech gant ur wareg, hag anvet kitara ha chrotta war an dro. Nebeutoc'h a gerdin a oa, 8 d'ar muiañ. Sonn e veze dalc'het ar benveg e Henc'hres, a-led hag a-skouer en Asiria.

Ur soner chrotta zo skeudennet war follenn 215v Bibl kentañ Charles II , bet dornskrivet e 845-846], m'e weler o terc'hel ar benveg son hag a-skouer dirazañ, o vougañ ar c'herdin gant e zoen kleiz en ur o skrabañ gant e zorn dehou.

Goude ar bazenn-se e voe ouzhpennet un troad er c'hreiz evit ar bizied : meur a notenn a c'helled seniñ neuze, e-lec'h un notenn hepken dre gordenn al lourenn. Tro a oa da lakaat un dorn da dremen etre an troad hag unan eus kostezioù ar benveg, evit mougañ ar son, ha nebeutoc'h a gerdin a voe, 3 pe 4 hepken : dre-se e voe ganet ar c'hrouzioù kentañ[12].


Pevar c'hrouzh kozh zo deuet betek ennomp.

Meur a luder a-vremañ o deus fardet krouzhioù nevez, ha meur a zen zo bet ouzh o seniñ, un 20 bennak hepken avat ; ar Gembreadez Cass Meurig eo an hini brudetañ dre hec'h albom Crwth (2004).

Rummatadur

kemmañ

Hervez ar rummatadur Hornbostel-Sachs (Systematik der Musikinstrumente[14]) ez eo ar c'hrouzh ur benveg dre gerdin (3), lieselfenn (32), e familh al ludoù (321), en is-familh al loudoù yevet hag al lourennoù (321.2), a zo binvioù gant ur c'hef-dasson e prenn.

Deskrivadur

kemmañ
 
Berrdres ur c'hrouzh : 1. Alc'hwezioù • 2. Yev • 3. Troad • 4. Taol-zasson • 5. Pont • 6. Toull-son • 7. Marc'h

Ur c'hrouzh zo ur voest kleuz hirgarrezek vihan (ar c'hef-dasson), dezhi div vrec'h yevet, un troad er c'hreiz etre an div vrec'h hag etre ar yev hag ar c'hef-dasson. En un tamm prenn hepken e veze fardet ar benveg gwechall ; kleuz e oa ar c'hef-dasson evel-just, evit amplaat ar son, ha kleuz ivez e veze an troad evel m'eo bet kavet dre zielfennañ krouzh Sain Ffagan dre skinoù X[8]. Daou zoare prenn avat a zo bet implijet evit sevel krouzh Boston : skavenn-wrac'h (Acer sp.) ha pruñsenn (Picea abies). Hiziv e vez implijet tri zoare prenn alies, da skouer : onn (Fraxinus sp.) evit ar c'hef-dasson, pruñsenn evit an daol-zasson ha skavenn-wrac'h evit an troad[15]. N'eus plezhell ebet ouzh an troad, lenkr eo evel hini ur violin, ha daou doull ront zo er an daol-zasson evit lezel ar son da zont er-maez.

  • Mentoù

A-vent eo krouzhioù Sain Ffagan (hirder : 55 cm ; ledander : 24 cm ; donder : 7 cm) ha Boston (57,5 x 24 x 7 cm).

  • Kerdin

C'hwec'h kordenn e reun loen-kezeg zo, stag ouzh 6 alc'hwez-kendoniañ metalek sanket er yev war ul linenn pe ziv (lod zo 3 + 3, pe 3 + 2 ouzh krouzh Boston). Dre gein ar yev e vezont lakaet da dremen dre doulloù ha stegnet e vezont a-us an daol-zasson dreist ur pont betek ur marc'h e traoñ ar benveg ; war an daol-zasson emañ ar pont, ur penn anezhañ stok ouzh an daol hag ar penn all en toull a zo dindan an div gordenn voutañ ; plat eo ar pont, setu e c'heller taravat ar 6 kordenn war un dro gant ar wareg. E-maez an troad e vez stegnet an div gordenn voutañ ; ar peder c'hordenn all zo stegnet a-us an troad dre ur genn a zo er penn anezhañ.

Seniñ

kemmañ
  • Kendoniañ

Edward Jones, Bard to the Prince of Wales, a zispleg en e Musical and Poetical Relicks of the Welsh Bards penaos kentoniñ benveg an Aboriginal Brittons, eus ar gordenn skiltrañ d'an hini voutañ[16].

  • Merkit ez eo an notennoù re ar skeuliad keidesaouek a soner hiziv e bed ar C'hornôg ; Do4 eo ar pevare notenn Do war glavier ur piano 88 notenn ennañ ; 261,626 Hz eo talm Do4 (440 Hz eo hini La4, roet gant ar bondoner).
1 : Re5 Y crâs-dant "Ar gordenn skiltr/lemm"
 
587,33 Hz
2 : Re4 a'i vyrdon "hag he zalc'henn"
 
293,665 Hz
3 : Do4 Byrdon y llorv-dant "Dalc'henn ar gordenn voud"
 
261,626 Hz
4 : Do5 Y llorv-dant' "Ar gordenn voud"
 
523,251 Hz
5 : Sol4 Y cywair-dant "An notenn-alc'hwez"
 
391,995 Hz
6 : Sol3 a'i vyrdon "hag he notenn voud"
 
195.998 Hz
 

Ur benveg dibar eo ar c'hrouz e gwirionez : ne c'hall seniñ nemet sonerezh a zo bet aozet evitañ, dres evel pib veur Bro-Skos. War-dro un eizhvedell ha hanter (Sol-Re) eo skalfad ar benveg.

  • Sonadennoù

Lodennoù eus sonerezh ar c'hrouzh er Grennamzer zo deuet betek ennomp dre zornskrid an telenner hag eilskriver Robert ap Huw (1580-1665)[17] ; sonerezh hen evit an delenn eo, met lod anezhañ a c'heller seniñ gant ar c'hrouzh. Bihan-tre eo an niver a sonadennoù eus an XVIIIvet kantved a zo deuet betek ennomp ; biskoazh evit doare n'eus bet dastumadoù sonerezh evit ar c'hrouzh. Pezhioù hengounel all a c'hall bezañ kempennet evit ar benveg avat.

Kement den a zo mennet da seniñ ar c'hrouzh a rank kavout penaos seniñ, ha petore sonadennoù a c'heller seniñ. Lod tud a glask tonioù krennamzerel, lod all a dro war-du an tonioù hengounel a veze sonet kent steuzidigezh ar benveg, lod all c'hoazh ne sonont ar c'hrouzh nemet evit eilañ binvioù all en ul laz, ha lod ivez a aoz sonadennoù nevez.

Da zalc'hennoù taravet gant ar wareg e talv an div gordenn izelañ alies, daoust ma c'heller o seniñ gant ar biz-meud evit reiñ lusk d'ur sonadenn ; a-drugarez d'ar c'hwec'h kordenn ez eo ar c'hrouzh ur benveg klotadek-kenañ, setu ez eo savet ar c'hrouz evit seniñ pezhioù klotadek skoret gant dalc'hennoù, evel ar meulganoù hag ar plygain carols, a vez kanet da veure an Nedeleg. Azasaat sonadennoù bet skrivet evit ar viel a c'heller ivez, koulz ha tonioù a soner gant binvioù kar d'ar c'hrouz : ar jouhikko finnat hag ar hiiu kannel estonian, da skouer.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. (br) (fr) Herbert, Perig & Ewan, Jil. Geriadur bihan ar sonerezh. Lesneven : Hor Yezh, 1990, pp. 44 ha 105 ; liester : krouzhioù.
  2. (en) Macbain, Alexander. An etymological dictionary of the Gaelic language. Stirling : Eneas Mackay, 1911, p. 109. Kavet : 06/02/2023.
  3. A. Macbain, p. 111
  4. 4,0 ha4,1 (fr) Dottin, Georges. La langue gauloise. Paris : Librairie C. Klincksieck, 1920, p. 249. Kavet : 06/02/2023.
  5. (en) 'Surname Database'. Kavet : 06/02/2023.
  6. (en) 'House of Names'. Kavet : 06/02/2023.
  7. 7,0 ha7,1 (en) Baines, Anthony. The Oxford companion to musical instruments. New York : Oxford University Press, 1992, p. 86. Kavet : 06/02/2023. (ISBN 978-0-19-311334-3)
  8. 8,0 ha8,1 (en) 'Rhagor'. Kavet : 06/02/2023.
  9. Katgut : neud fardet diwar bouzelloù ul loen, diwar ar saozneg cattle "chatal" ha gut "bouzellenn".
  10. (en) 'Encyclopædia Britannica, 1911, pp. 177-178. Kavet : 06/02/2023.
  11. (en) 'Encyclopædia Britannica, 1911, p. 765. Kavet : 06/02/2023.
  12. (en) 'Encyclopædia Britannica, 1911, pp. 177-178. Kavet : 06/02/2023.
  13. (cy) (en) 'Amgueddfa Werin Cymru'. Kavet : 06/02/2023.
  14. (de) Hornbostel, Erich Moritz von & Sachs, Curt. Systematik der Musikinstrumente. Ein Versuch.. In : Zeitschrift für Ethnologie, levrenn 46. Berlin : Behrend & C°, 1914, p.579. Kavet : 06/02/2023. — Furmad .PDF. Kavet : 06/02/2023.
  15. (en) Krouzhioù fardet e Slovenia. Kavet : 06/02/2023.
  16. (en) Jones, Edward (1784). Musical and Poetical Relicks of the Welsh Bards. London, 3vet embannadur, 1808 p. 122. Kavet : 06/02/2023.
  17. (en) 'The Robert ap Huw manuscript'. Kavet : 06/02/2023.