La Chapelle-d'Armentières

kumun Bro-C'hall
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


La Chapelle-d'Armentières
An ti-post (ti-kêr kozh).
An ti-post (ti-kêr kozh).
Ardamezioù
Anv nederlandek Armentiers-Kapelle
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Hauts-de-France
Departamant Norzh
Arondisamant Lille
Kanton Armentières
Kod kumun 59143
Kod post 59930
Maer
Amzer gefridi
Bernard Coisne (dehoù diseurt)
2014-2020
Etrekumuniezh Lille Métropole Communauté urbaine
Lec'hienn web www.ville-la-chapelle-d-armentieres.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 8 782 ann. (2022)[1]
Stankter 850 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
50°40′25″N 2°53′46″E
Uhelderioù bihanañ 15 m — brasañ 20 m
Gorread 10,33 km²

La Chapelle-d'Armentières e galleg, Armentiers-Kapelle en izelvroeg, a zo ur gumun hag ur gêr eus departamant gall Norzh e Bro-C'hall.

Lec'hiadur La Chapelle-d'Armentières e Kanton Armentières hag en Arondisamant Lille
Karter La Choque

Brezel-bed kentañ:

  • kemeret e voe La Chapelle-d'Armentières gant Breizhveuriz diwar an Alamaned ha dalc'het gante betek an 10 a viz Ebrel 1918, pa rankas ar Re Gevredet kilañ rak an Alamaned. Ar re-mañ a guitaas ar gumun e penn-kentañ miz Here 1918. Fozelloù-brezel a dreuze ar gumun;
  • roet e voe ar Groaz Brezel 1914-1918 d'ar gumun e 1920

[2].

Douaroniezh

kemmañ
  • Tost-tost ag an harzoù gant Belgia emañ La Chapelle-d'Armentières.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Bezioù-brezel ar C'hommonwealth

kemmañ

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun: La Chapelle- d'Armentieres Communal Cemetery

kemmañ
Bro Niver a soudarded
  Aostralia 1
  Rouantelezh-Unanet 60
Hollad 61

Implijet e voe bered ar gumun gant Luioù ar C'hommonwealth e penn-kentañ ar Brezel bed kentañ [3].

Bered ar C'hommonwealth: Chapelle-d'Armentieres Old Military Cemetery

kemmañ
Bro Niver a soudarded
  Rouantelezh-Unanet 103
Hollad 103

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet e oa bet e miz Here 1914 gant unanadoù ar 6th Division. Implijet e voe betek miz Here 1915. Tri soudard bet fuzuilhet a zo beziet enni: daou anezhe evit bout bet dizertet, an trede hini evit muntr [4].

Bered ar C'hommonwealth: Chapelle-d'Armentieres New Military Cemetery

kemmañ
Bro Niver a soudarded
  Rouantelezh-Unanet 73
Hollad 73

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Digoret e oa bet e miz Here 1915, pa oa bet serret an hini gentañ. Implijet e voe e-pad tri miz[5].

Bered ar C'hommonwealth: Desplanque Farm Cemetery

kemmañ
Bro Niver a soudarded
  Aostralia 8
  Rouantelezh-Unanet 47
Hollad 55

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet e oa bet e miz Here 1914 gant unanadoù ar 6th Division. Implijet e voe betek miz Even 1916. Tost emañ ouzh an atant Desplanque [6].

Bered ar C'hommonwealth : Ration Farm Military Cemetery

kemmañ
Bro Niver a soudarded
  Alamagn 47
  Aostralia 259
  Rouantelezh-Unanet 1 022
  Zeland-Nevez 32
Hollad 1 217

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet e oa bet Ration Farm Old Military Cemetery e miz C'hwevrer 1915 gant unanadoù ar 6th Division. Implijet e voe betek miz Here 1915. 73 a voe enni pa teuas arsav-brezel an 11 a viz Du 1915. Kaset e voent d'ar vered a-vremañ e miz Ebrel 1923. E miz C'hwevrer 1915 e oa bet digoret homañ, dindan an anv: Ration Farm New Military Cemetery. Brasaet ken-ken e voe goude an arsav-brezel gant bezioù degaset eus beredoù bihan hag eus lec'hioù an tachennoù-emgann, gant bezioù lod an Aostralianed bet lazhet en Emgann Fromelles en o mesk [7].

Bered ar C'hommonwealth : X Farm Cemetery

kemmañ
Bro Niver a soudarded
  Aostralia 8
  Rouantelezh-Unanet 105
Hollad 113

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet e oa bet e miz Ebrel 1915. Implijet e voe betek miz Even 1916. Graet e voe Wine Avenue outi a-wechoù [8].

Emdroadur ar boblañs 1793-2007

kemmañ

[9]

Melestradurezh

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Dave ha notennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Pages 14-18
  3. WW1 Cemeteries
  4. WW1 Cemeteries
  5. WW1 Cemeteries
  6. WW1 Cemeteries
  7. WW1 Cemeteries
  8. WW1 Cemeteries
  9. Cassini hag EBSSA