Los Angeles (Kalifornia)

Ur bajenn disheñvelout Los Ángeles zo ivez.

Los Angeles, berraet en L.A. alies, skrivet Los Ángeles e spagnoleg, eo kêr vrasañ stad Kalifornia hag eil kêr vrasañ ar Stadoù-Unanet goude New York. Tost 4 milion a dud a vev eno (18,5 milion en he zolead). Sez ar gontelezh eo ivez. E su Kalifornia emañ, war aod ar Meurvor Habask.

Los Angeles
charter city, city in the United States, kêr, global city, Metropolenn, megacity, business cluster, kêr vras, LGBT sanctuary city
Deiziad krouiñ4 Gwe 1781 Kemmañ
Anv ofisielCity of Los Angeles Kemmañ
Anv er yezh a orinEl Pueblo de Nuestra Señora la Reina de los Ángeles del Río de Porciúncula Kemmañ
MoranvCity of Angels, La-la-land, Tinseltown Kemmañ
Anv berrLA Kemmañ
Anvet diwarQueen of Heaven Kemmañ
KevandirNorzhamerika Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Kêr-benn eusLos Angeles County Kemmañ
E tiriadLos Angeles County Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC−08:00, Pacific Time Zone, UTC−07:00 Kemmañ
Located in statistical territorial entityLos Angeles metropolitan area Kemmañ
War riblMeurvor Habask Kemmañ
Territory overlapsLos Angeles–Long Beach–Anaheim urban area Kemmañ
Daveennoù douaroniel34°3′8″N 118°14′37″W Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantMayor of the City of Los Angeles Kemmañ
Penn an aotrouniezhKaren Bass Kemmañ
Korf lezenniñLos Angeles City Council Kemmañ
Darvoud-alc'hwezSiege of Los Angeles, C'hoarioù Olimpek hañv 1932, C'hoarioù Olimpek hañv 1984 Kemmañ
Prizioù resevetSilver Anvil Award Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://lacity.gov Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.imdb.com/search/title/?locations=Los%20Angeles,%20California,%20USA&ref_=ttloc_loc_2 Kemmañ
HashtagLA, Los_Angeles, LosAngeles Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of Los Angeles Kemmañ
Istorhistory of Los Angeles Kemmañ
Open data portalLos Angeles Open Data Kemmañ
Bibliographybibliography of Los Angeles Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Los Angeles Kemmañ
Poblañsouriezh an danvezdemographics of Los Angeles Kemmañ
Date of incorporation4 Ebr 1850 Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Los Angeles Kemmañ
Map

Diazezet e voe d'ar 4 a viz Gwengolo 1781 gant ar gouarnour spagnol Felipe de Neve. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus Bro-Vec'hiko e 1821 war lerc'h dizalc'hidigezh ar vro eus Spagn. Staget e voe ouzh ar Stadoù-Unanet e 1848 goude fin ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, dre brenañ California e Emglev Guadalupe Hidalgo. Er bloavezhioù 1890 e voe dizoloet eoul-maen ar pezh a lakkas ar gêr da greskiñ fonnus.

Oberiant ken ken eo ar gêr war dachennoù an aferioù, ar c'henwerzh etrebroadel, an dudi, ar sevenadur, ar mediaoù, ar c'hiz, ar skiant, an teknologiezh hag an deskadurezh. Hollywood, brudet er bed a-bezh evit e broduiñ filmoù sinema, eo anv lodenn gwalarn rannvro Los Angeles. Degemeret eo bet ar C'hoarioù olimpek hañv gant ar gêr e 1932 ha 1984, ar pezh a vo adarre e 2028.

Un hin istrovanel pe greizdouarel a gaver eno. Menezioù ha dezerzhioù a zo en argoad ar vro.

Lec'hanvadurezh

kemmañ

Los Angeles a dalv kement hag "an aeled" e spagnoleg. Distaget eo "lɒs ˈændʒələs" e saozneg ha "los ˈaŋxeles" e spagnoleg.

 
Los Angeles e 1908
 
Ul lodenn eus ar memes lec'h e 2009

Gevelliñ

kemmañ
 
Ar panell-mañ a ziskouezh war-zu pelec'h hag eus pegeit miltir eus an ti-kêr emañ pep kêr c'hevell

Los Angeles he deus 25 kêr gevellet ganti[1]. Roll ar c'hêrioù dre bloaz gevelliñ:

Gwelet ivez

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. Sister Cities of Los Angeles. City of Los Angeles (2022). Kavet : 2022-05-01.
  2. Twinning link with LA. Manchester Evening News. Kavet : 2009-07-28.
  3. Sister cities of Los Angeles, Inc. (2010). Kavet : February 8, 2010.
  4. Tel Aviv/Los Angeles Partnership. The Jewish Federation of Greater Los Angeles (2007). Kavet : 2008-08-07.


Liammoù diavaez

kemmañ
 
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ