Moskoviom
Ar moskoviom zo un elfenn gimiek kevanaozet gant mab-den ; 115 eo he niver atomek ha Mc he arouez. Skinoberiek-kenañ eo. War-dro 0,65 eilenn hepken eo hanter-vuhez an izotop stabilañ a anavezer, 290Mc.
E taolenn drovezhiek an elfennoù emañ er strollad 15, an drovezh 7 hag ar bloc'h p, hini an elfennoù ez eo ns2 np1–6 o aozadur elektronek.
Fleroviom – Moskoviom – Livermoriom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 115 | |||
Rummad kimiek | Metal paour | |||
Strollad | 15 | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | p | |||
Tolz atomek | [289] | |||
Aozadur elektronek | ||||
Aozadur elektronek an atomoù [Rn] 5f14 6d10 7s2 7p3[1] | ||||
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 18, 5 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | (stlenn ebet) | |||
Tredanleiegezh | (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 538 kJ/mol 2 : (stlenn ebet) 3 : (stlenn ebet) | |||
Skin atomek | (stlenn ebet) | |||
Skin kenamsav | 162 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled (diouganet) | |||
Douester (≈20 °C) | 22,0 g/cm3 (brasjedet) | |||
Teuzverk | (stlenn ebet) | |||
Bervverk | (stlenn ebet) | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C) | |||
|
Istor
kemmañEn Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (Joint Institute for Nuclear Research, JNJR ; ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna (Oblast Moskov) e voe kevanaozet e miz Eost ar bloaz 2003 dre genlabour ur skipailh rusian, renet gant ar c'helenner Youri Oganessian (ganet e 1933) hag unan stadunanat el Lawrence Livermore National Laboratory e Livermore (Kalifornia).
D'an 2 a viz C'hwevrer 2004 ez embannas an enklaskerien o devoa skinataet amerikiom-243 gant ionoù kalkiom-48 ha bet peder atomenn eus un elfenn nevez, dre an izotopoù ha ; goude ur 100 ms e tigevanjont en ur ezteurel rannoùigoù alfa ha treiñ da izotopoù nihoniom, ha [2].
E 2009-10 e voe kavet an izotopoù Mc-289 hag Mc-290 dre zigevanidigezh an Tenness, 293Ts ha 294Ts ; diwezhatoc'h e voe kevanaozet an izotop 289Mc ivez, war-eeun ar wech-se.
E 2011 e voe ensellet al labourioù-se gant an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) hag an International Union of Pure and Applied Physics (IUPAP), na gadarnjont ket ar gavadenn. Goude danevelloù all bet embannet gant SUA e 2015 e voe anzavet ar gavadenn gant an IUPAC, hag aotreet e voe an enklaskerien da ginnig un anv evit an elfenn nevez. E miz Mezheven 2016 e voe moskoviom an anv ofisiel, en enor da Oblast Moskov[3].
Perzhioù
kemmañNe ouzer netra a-zivout an elfenn 115Mc er-maez eus he aozadur elektronek.
E taolenn drovezhiek an elfennoù emañ er strollad 15, hini ar pniktogenoù : 7N, 15P, 33As, 51Sb ha 83Bi.
- Eus an henc'hresianeg πνίγειν pnigein "mougañ" e teu an anv pniktogen abalamour ma seblant perzhioù an nitrogen mougañ a-feur ma tiskenner er strollad 15 eus an drovezh 1 d'an hini 7, daoust da aozadur elektronek an elfennoù-se bezañ ns2 np3 bepred.
Izotopoù
kemmañPevar izotop eus 115Mc zo bet kavet[4].
- A-zivout ar bann "Digevanañ"
- α a dalvez ez eztaol an elfenn ur rannig alfa (kraoñell 2He) en ur zigevaniñ.
Atomenn | Z | N | Tolz atomek | 1/2 vuhez | Digevanañ | Disoc'h |
---|---|---|---|---|---|---|
287Mc | 115 | 172 | 287,19070 | 37 ms | α | 283Nh |
288Mc | 173 | 288,19724 | 164 ms | α | 284Nh | |
289Mc[n 1] | 174 | 289,19363 | 330 ms | α | 285Nh | |
290Mc[n 2] | 175 | 290,19598 | 650 ms ? | α | 286Nh | |
Notennoù
kemmañKimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |