Ofiserien-Veur Dugelezh Breizh

Amañ e kavor anvioù Ofiserien-Veur Dugelezh Breizh, da lavarout eo Marichaled, Amiraled, Besamiraled, Mistri-Veur ar Ganolierezh, Mistri-Veur an Ostel, Kambrelaned-Veur, Flec'h-Veur, Falc'hunerien-Veur, Gwenaerien-Veur, Mistri-Veur an Imbourc'hioù hag Adreizherien Dourioù ha Koadoù, Senesaled Breizh, Kañsellerien-Breizh, Beskañsellerien, Mirourien Sielloù, Kadoridi Breujoù an Dug, barnerien-hollek Breizh, gant o anv, o ardamezioù ha menegoù diwar-benn o familhoù.

Marichaled

kemmañ
1235   Normand de Québriac En glazur e deir flourdilizenn en argant.
1273   Pierre de Lohéac Brizhet.
1318   Olivier de la Chapelle En gul e dreustell en erminoù.
1342   Robert de Beaumanoir En glazur e 11 hanochenn en argant, 4, 3, 4.
1350   Jean de Beaumanoir
1365 Robert de Neufville

(ur Saoz)

1373 Adam de Blakemore (ur Saoz)
1379   Amaury de Fontenay En argant e deir eilenn en gul, sourinet.
1379   Etienne-Gouyon de Launay-Boquien Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en argant e leon en gul kurunet en aour, hag a zo Gouyon ; ouzh 2 ha 3 en aour e ziv dreustell skoulmet en gul, heuliet gant nav moualc'henn ivez en gul ouzh gourem, hag a zo Matignon.
1379   Eustache de la Houssaye Gwezboellek etre argant ha glazur a c'hwec'h derenn.
1381   Geoffroy de Kerimel En argant e deir zreustell en sabel.
1387   Alain de Perrier En glazur e zek hanochenn en aour, 4, 3, 2, 1.
1407   Patry de Châteaugiron En aour e gab en glazur.
1412   Armel de Châteaugiron En aour e gab en glazur.
1418   Bertrand de Dinan des Huguetières En gul e beder gwerzhidenn en erminoù, heuliet gant c'hwec'h bezantenn ivez en erminoù.
1420   Olivier de Châtillon de Blois En gul e dri feul brizhet ; e gab en aour karget gant un drailhenn a beder fastell en glazur.
1420   Raoul de Coëtquen Sourinet etre argant ha gul.
1447   Jean de Montauban de Landal En gul e seizh mailhenn en aour, 3, 3, 1 ; e zrailhenn en argant a beder fastell.
1451   Jean Raguenel de Malestroit Palefarzhet etre argant ha sabel, e zrailhenn a deir fastell an eil en eben.
1470   Jean de Rieux de Rochefort En glazur e zek bezantenn en aour, 4, 3, 2, 1.
1484   François de Bretagne d'Avaugour Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en erminoù ; ouzh 2 ha 3, adpalefarzhet : ouzh 1 ha 4 en glazur e deir flourdilizenn en aour, e zrailhenn a deir fastell en argant, ouzh 2 ha 3 en argant e naer wagennet ouzh pal en glazur, kurunet en aour, o tislonkañ ur bugel en gwirion ; e greiz-holl en argant e gab en gul.

Amiraled

kemmañ
1320   Geoffroy de la Lande En argant e gab gourdentek en gul.
1352   Baude Doria

(eus Genova, Italia)

Troc'het etre aour hag argant, e erez en sabel iziliet en gul.
1364   Nicolas Bouchart En argant e zri delfin en sabel.
1397   Etienne Gouyon,

bet marichal Breizh e 1379

Gwelout a-us, 1379
1411   Jean de Penhoët En aour e dreustell en gul
1433   Jean du Quelennec,

beskont Ar Faou

En erminoù, e gab en gul karget gant teir flourdilizenn en aour.
1488   Jean du Quelennec, mab an hini kent Gwelout a-us
1491   Louis de Rohan, aotrou Ar Gemene
1498   Jean IV de Chalon-Arlay,

priñs Orange ; marvet e 1502

1501   Louis de la Trémoille,

beskont Thouars ; bet lazhet e 1524 e Pavia

En aour e gebrenn en gul, heuliet gant tri ererig en glazur pigoset hag iziliet en gul.
1525   Guy Laval,

kont Laval, Moñforzh ha Kintin ; marvet e 1531

En aour e groaz en gul karget gant pemp kregilhenn en argant ha heuliet gant c'hwezek erezan en glazur, pevar ouzh pep konk.
1531   Jean de Laval,

Aotrou Kastell-Briant ; marvet e 1542

Gwelout a-us

Besamiraled

kemmañ
1472 Alain de la Motte En gortoz. Seitek familh gant an anv-se.
1486   Bizien de Kerouzy En aour e leon kudennek en sabel.
1488   Guillaume Calon En argant e vrizhenn erminig heuliet gant tri maen en gul.
1489   Jean Guibé de la Vairie

Kabiten Roazhon

En argant e deir eilenn en gul, heuliet gant c'hwec'h kregilhenn en glazur, 3, 2, 1 ; e gab en aour.
1501   François Hamon de Bouvet ;

Kabiten Felger; marvet e 1512 e Ravenna

E familh e oa liammet gant ar re Guibé, a-us.

Palefarzhet. Ouzh 1 ha 3 en gul e deir c'hadvouc'hal en argant ; ouzh 2 ha 3, en argant e dri hucher ; livioù dianav.
1525   Alain de Guengat

Kabiten Brest ha mestr Ostel Frañsez Iñ. Marvet e 1532.

1548   Marc de Carné de Crémeur,

Letanant ar Roue e Breizh, kabiten Brest ha Gwenrann, gwenaer-meur Breizh, kambrellan ha denjentil boutin ar roue Frañsez I

En aour e ziv dreustell en gul.
1560   Guillaume Drouillard

Gouarnour Rewiz

En glazur e dri aval-pin en aour.
1593   Alexandre de Vieuxpont

Dimezet gant Renée de Tournemine.

En argant e zek ruilhenn en gul, 3, 3, 3, 1.

Mistri-Veur ar Ganolierezh

kemmañ
1431 en gortoz Rolland de Saint-Pou hag eo bet ivez kambrellan an dug.

E ardamezioù n'int ket bet displeget

1454   Jean Uguet de la Vairie En aour e dri fenn leonparzh diframmet ha teodet en aour.
1459   Jean l'Abbé de la Commerière En argant e beder gwerzhidenn treustellet ha kenstag en gul.
1460   Olivier de Quélen du Broutay

marvet e 1471.

En argant e deir zelienn kelenn c'heotet.
1461   Bertrand du Parc ; marvet e 1482

A zo bet ivez kabiten Redon, ha Felger

En argant e deir eilenn en gul.
1470   Péan Gaudin de Martigné En gul e femp flourdilizenn lammellet en gul.
1475   Jean Mauhugeon de Taillepié En glazur e deir c'hreskenn en aour ; e gab en aour karget gant teir rodig-kentr en gul.
1487   Jean le Bouteiller de Maupertuis En argant e sourin werzhidet en sabel.
1487 En gortoz Louis de la Haye C'hwec'h familh gant an anv-se.
1487   Jean de Lescoët de Villepie En sabel e sparfell en argant stagellet ha grizilhonnet en aour, heuliet gant teir c'hregilhenn en argant.
1500   Thomas d'Estuer En argant e lammell en gul.

Mistri-Veur an Ostel

kemmañ
1413   Tristan de la Lande de Guignen ; marvet e 1431 En gul e deir c'hreskenn en argant.
1431   Robert d'Espinay ; marvet e 1438 En argant, e leon troc'het etre gul ha geot, krabanet en aour
1448   Robert d'Espinay En argant, e leon troc'het etre gul ha geot, krabanet en aour
1451   Henry de Villeblanche

Marc'heg Urzh an heureuchin e 1448

En gul e dreustell en argant, heuliet gant tri fenn eog ivez en argant.
1457   Jean de Malestroit de Keraër En gul e nav bezantenn en aour, 3, 3, 3.
1462   Simon d'Anglure, aotrou Etoges, e Bro Champagn En aour, hadet gant grizilhoned gwriet en argant, skoret pep-hini gant ur greskenn en gul.
1462   Tanguy du Chastel,

beskont Bellière, floc'h-meur Bro-C'hall e 1474 ; marvet e 1477

Treustellet etre aour ha gul a c'hwec'h pezh.
1469   Jean de Coëtquen Sourinet etre argant ha gul.
1491   Jean de Rohan de Landal; marvet e 1524
1506   Olivier de Coëtmen du Bois-Guezennec En gul e nav ruilhenn en argant, 3, 3, 3.

Kambrelaned-Veur

kemmañ
1249   Etienne Gouyon de Matignon En argant e leon en gul kurunet en aour.
1405   Patry de Châteaugiron,

e vo savet da varichal-meur Breizh er 1407 (gwelout a-us)

En aour e gab en glazur.
1409   Armel de Châteaugiron,

e va savet da varichal-meur Breizh e 1412 (gwelouta-us)

En aour e gab en glazur.
1415   Jean de Lambilly En glazur e c'hwec'h pempdiliaouen en argant, 3, 2, 1.
1417   Henri du Parc de la Roche-Jagu En argant e dreustell en sabel, heuliet gant teir c'hregilhenn en gul.
1437   Simon d'Espinay En argant e leon troc'het etre gul ha geot, krabanet en aour.
1451   Jean de Châteaugiron de Derval En aour e gab en glazur.
1532   Jean de Laval de Châteaubriant,

amiral Breizh e 1531 ; marvet e 1542

En aour e groaz en gul karget gant pemp kregilhenn en argant, ha heuliet gant c'hwezek erezan en glazur, pevar ouzh pep konk.

Flec'h-Veur

kemmañ
1380   Simon de Montbourcher du Bordage En aour e dri fer en gul.
1400   Bertrand de Montbourcher du Bordage En aour, e dri fer en gul.
1420   Olivier Le Moine de Trévigny En argant e deir c'hregilhenn en gul.
1431   Guy de l'Espinay du Bois-du-Liers En argant e leon troc'het etre gul ha geot, krabanet en aour.
1451   Thomas de Québriac du Blossac En glazur e deir flourdilizenn en argant.
1478   Arthur Delbiest (ur Flamank) En argant e sourin en gul karget gant teir c'hregilhenn en aour.
1480   Pierre d'Urfé de la Batie (eus Bro-Vorez) Brizhet e gab en gul.
1486   Olivier Le Moine de Trévigny

A zo bet ivez kambrellan an Dug, ha kabiten Brest, Kilbignon ha Lesneven eus 1378 da 1420

En argant e deir c'hregilhenn en gul.
1488 En gortoz. Jacques Le Moine Trizek familh gant an anv-se. Hep anv an aotrouniezh, diasur e chom.
1488 En gortoz Louis de Lornay (eus Bro-Savoie) Displegadur ebet diwar benn e ardamezioù
1506   Louis de Hengest de Montmort (eus Bro-Champagn) En argant e groaz en gul karget gant pemp kregilhenn en aour.
1513   Jacques Guibé de la Vaerie

Kabiten Felger, ha floc'h meur ar Rouanez e 1513

En argant e deir eilenn en gul, heuliet gant c'hwec'h kregilhenn en glazur, 3, 2 ; e gab en aour.
1518   Thomas de Québriac de Blossac En glazur e deir flourdilizenn en argant.
1539   François de Guémadeuc de Québriac et Blossac (marvety e 1568 En sabel e leonparzh en argant heuliet gant c'hwec'h kregilhenn ivez en argant, 3, 3.
1582   Thomas de Guémadeuc (mab an hini kent, marvet e 1617)
1582   Toussaint de Guémadeuc (mab an hini kent, marvet e 1606)

Falc'hunerien-Veur

kemmañ
1409   Bertrand de Saint-Gilles

Bet lazhet e-kerzh emgann Azincourt e 1415

En glazur hadet gant flourdiliz en argant.
1409 ??? Rolland de Saint-Pou, e vo mestr-meur ar ganolierezh Breizh e 1431
1418 ??? Robert de Saint-Pol
1418   Jean de Coëtmenec'h Treustellet etre brizh ha gul.
1422   Guillaume le Vicomte Dougen a ra ur gebrenn heuliet gant teir steredenn ; livioù dianav.
1430   Alain de Duault En argant e leon geotet, tedoet ha krabanet en gul, kurunet en aour.
1436   Jean d'Auray Gwezboellek etre aour ha glazur.
1452   Guy de la Chapelle de Molac, ivez gwenaer-meur Breizh En gul e dreustell en erminoù.
1457   Pierre le Parisy Palefarzhet : ouzh 1 ha 4, plezhek etre argant ha gul ; ouzh 2 h 3, en glazur e groaz talbennanet etre argant ha gul.
1460   Jean de Rohan du Gué de l'Isle; marvet e 1505 En gul e nav mailhenn en aour, 3, 3, 3 ; e sourin en argant.
1487 ??? Michel Ferron Diasur. Div familh gant an anv-se, disheñvel o ardamezioù

Gwenaerien-Veur

kemmañ
1403   Eon Guillemet En gul e lammell en argant.
1413   Henri le Parisy

Mestr-Meur Dourioù ha Koadoù e 1419

Palefarzhet : ouzh 1 ha 4, plezhek etre argant ha gul ; ouzh 2 h 3, en glazur e groaz talbennanet etre argant ha gul.
1417   Henri de Chef du Bois de Bruslé Palefarzhet; ouzh 1 ha 4, en argant e leon en gul ; ouzh 2 ha 3, en glazur e sparfell en argant grizilhonet en aour.
1431   Tristan de la Lande de Guignen En gul e deir c'hreskenn en argant.
1436   Jean d'Auray Gwezboellek etre aour ha glazur.
1452   Guy de la Chapelle de Molac En gul e dreustell en erminoù.
1457   Jean de Tournemine de Botloy Palefarzhet etre aour ha glazur.
1458   Amaury de la Moussaye Plezhek etre aour ha glazur a c'hwec'h pezh.
1470   Jean de Trélan En argant e leon en sabel.
1474   Pierre de Maure En gul e greskenn en brizh.
1488   Arthur l'Epervier de la Bouvardière En glazur e lammell goñchek en aour, heuliet gant peder bezantenn ivez en aour.
1491   Guillaume de Saffré En glazur e deir c'hroazig flourdilizek ; e gab en aour.
1508   Jean de Saint-Amadour En gul e dri fenn bleiz troc'het en argant.
1536   Louis Perreau de Chastillon,

Kabiten Gwenrann, mestr-meur an Dourioù ha Koadoù, roue urzh Sant-Mikael e 1529, kannad e Bro-Saoz eus 1533 da 1538

En aour e gebrenn en glazur heuliet gant teir rozenn en gul.
1548   Marc de Carné du Crémeur

Ivez bezamiral ha mestr-meur Dourioù ha Koadoù e 1548

En aour e ziv dreustell en gul.
1556   René du Cambout de Coislin

Ivez mestr-meur Dourioù ha Koadoù; marvet e 1577

En gul e deir zreustell gwezboellek etre argant ha glazur.
1573   Guillaume de Rosmadec de Mayneuf,

Ivez mestr-meur Dourioù ha Koadoù; gouarnour Gwitreg

En aour e deir eilenn en gul.
1577   François du Cambout de Coislin

Ivez mestr-meur Dourioù ha Koadoù; mazrvet e 1625

En gul e deir zreustell gwezboellek etre argant ha glazur.
1602   Jean Cornulier de Lucinière

Ivez mestr-meur Dourioù ha Koadoù; marvet e 1650

En glazur e arbenn-karv en aour, leinet gant ur vrizhenn erminig en argant.
1603   Victor Binet de Montifray En gul e gab en aour karget gant teir c'hroazigan hesanket.
1642   Pierre Cornulier de Lucinière

Ivez mestr-meur Dourioù ha Koadoù; marvet e 1668

En glazur e arbenn-karv en aour, leinet gant ur vrizhenn erminig en argant

Mistri-Veur an Imbourc'hioù ha Adreizherien Dourioù ha Koadoù

kemmañ
1419   Henry le Parisy

Ivez gwenaer-meur e 1413

Palefarzhet : ouzh 1 ha 4, plezek etre argant ha gul ; ouzh 2 h 3, en glazur e groaz talbennanet etre argant ha gul
1534   Jean Saint-Amadour

Ivez gwenaer-meur e 1508

En gul e zri fenn bleiz troc'het en argant
1536   Louis Perreau de Chastillon

Ivez gwenaer-meur e 1536

En aour e gebrenn en glazur heuliet gant teir rozenn en gul
1548   Marc de Carné de Crémeur

Ivez gwenaer-meur e 1548

En aour e ziv dreustell en gul
1556   René du Cambout de Coislin

Ivez gwenaer-meur e 1556

En gul e deir dreustell gwezboellek etre argant ha glazur
1573   Guillaume Rosmadec de Mayneuf

Ivez gwenaer-meur e 1573

En aour e deir eilenn en gul
1577   François du Cambout de Coislin

Ivez gwenaer-meur e 1577

En gul e deir dreustell gwezboellek etre argant ha glazur
1585   Philippe du Cambout de Blays

Breur an hini kent

En gul e deir dreustell gwezboellek etre argant ha glazur
1591   Jean l'Aubier de la Chaussée En argant, e zri c'hrilh en sabel ar boukl ivez en sabel
1596   Gilles Champion de Chartres En glazur e zri fenn levran en argant gwakoliet en gul
1602   Jean Cornulier de Lucinière

Ivez gwenaer-meur e 1602; marvet e 1650

En glazur e arbenn karv en aour, leinet gant ur vrizhenn erminig en argant
1642   Pierre Cornulier de Lucinière

Ivez gwenaer-meur e 1642. Marvet e 1668

En glazur e arbenn karv en aour, leinet gant ur vrizhenn erminig en argant
1661   Philippe Crocelay de la Violaye/Violais En argant e sourin en gul heuliet gant teir melchonenn en sabel.
1685   Pierre du Moulinet

Eus Bro-Berch

En argant e deir branell en sabel.
1696   Jean de la Pierre de la Forest En aour e ziv dreustell en gul.
1714   N. Burgault de la Hannière Rannet; ouzh 1 en gul e leon en aour, leinet gant un tour en aour, ha hebiaet ouzh dehou gant tri zour ivez en aour ; ouzh 2, troc'het : ouzh 1 en argant e wezenn c'heotet war ur savenn ivez c'heotet, ouzh 2 en glazur e deir feunteun en argant.
1727   François de la Pierre de la Forest En aour e ziv dreustell en gul.
1784   Thomas-Louis du Couëdic de Kergoualer

Marvet e 1817

En argant e varr kistin karget gant teir delienn en glazur.

Senesaled Breizh

kemmañ
1181   Renaud / Regnault Botherel d'Appigné (en Reuz) En argant e zek merveskenn en glazur, gourennet en gul, 3, 2, 3, 2, gourennoù ouzh kab.
1185   Raoul de Fougères

Kroaziad e 1190; marvet eno e 1194

En aour e zelienn raden c'heotet.
1187   Maurice de Craon

Eus Bro-Añjev; marvet e 1187

Talbennanek etre aour ha gul
1189   Alain de Vitré

Marvet e 1198

En gul e leon ouzh kleiz ha kurunet en argant.
1210   Juhel de Mayenne

Kroaziad e 1199; marvet e Tunis e 1220

En gul e c'hwec'h skoedig en aour, 3, 2, 1.
1235   Normand de Québriac

Ivez marichal Breizh

En glazur e deir flourdilizenn en argant.
1346   Rolland Phélippes de Coatgoureden En gul er groaz gindric'herniek en argant.
1352   Guillaume Derrien

Aotrouniezh disanvet

En argant e dreustell en gul heuliet gant c'hwec'h mailhenn en glazur, 3, 3.

Kañsellerien Breizh

kemmañ
1076   Sylvestre de la Guerche;

Eskob Roazhon; Marvet e 1096

En gul e c'hwec'h leonparzh en aour, 2, 2, 2.
1200   Pierre de Dinan;

Eskob Roazhon; Marvet e 1210

En gul e groaz eoriek en argant karget gant pemp erminig en sabel.
1218   Pierre de Fougères;

Eskob Roazhon e 1210; marvet e 1223

En aour e zelienn radenenn c'heotet.
1344   Henri du Bois; Eskob Dol e 1324; marvet e 1351 Palefarzhet etre argant ha glazur e dri fenn levran en gul balirant.
1357   Gautier de Saint-Pern; eskob Gwened En glazur e zek hanochenn doull en argant, 4, 3, 2, 1.
1364 N. Bouvet
1366   Hugues de Montrelais;

Eskob Sant-Brieg ha kardinal; marvet e 1390

En aour e deir eilenn sourinet en glazur.
1371   Auffrroy le Voyer Talbennanek etre aour ha gul.
1371   Guillaume Paris En argant e groaz en gul, heuliet gant pevar leonig ivez en gul, penn-ouzh-penn.
1380   Macé le Bart

Abbad Saint-Sauveur Redon ; marvet e 1380.

En glazur e leonparzh en argant.
138-   Sylvestre de la Feillée [1] En aour e groaz koñchek en glazur.
1391   Henri le Barbu

eskob Gwened, ha Naoned goude ; marvet e 1419.

En aour e lammell vleuñvellek en glazur.
1398   Robert de Martigné En argant e bempdiliaouenn en gul
1399   Robert Brochereul En glazur e vegeg en argant sourinet.
1401   Etienne Coeuret

eskob Dol; marvet e 1429

En argant e deir c'halon en gul.
1404   Anselme Chantemerle

eskob Roazhon; marvet e 1427

En glazur e sourin en argant karget gant teir c'hregilhenn en gul, ha heuliet gant ur steredenn ouzh kab.
1406 ??? Hugues le Stoquer

eskob Landreger, ha goude Gwened marvet e 1408

1406   Jean de Malestroit

eskob Sant-Brieg, ha goude Naoned marvet e 1443

En gul e nav bezantenn en aour, 3, 3, 3.
1439   Jean l'Epervier

eskob Sant-Brieg, ha goude Sant-Maloù marvet e 1486

En glazur e lammell goñchek en aour, heuliet gant peder bezantenn ivez en aour.
1445   Jean Prégent

eskob Leon, ha goude Sant-Brieg marvet e 1472

En glazur e dreustell en aour heuliet gant tri c'hrizilhon ivez en aour.
1450   Jean de la Rivière

bet kadoriad ouzh ar C'hontoù e 1418

En gul e gebrenn en erminoù.
1457   Jean du Cellier

senesal Roazhon

En gul e dreustell vrizhet, heuliet gant teir fempdiliaouenn en argant.
1458   Guillaume Chauvin

marvet e 1481

En argant e deir c'hreskenn en gul, an hini ouzh beg war e eneb.
1470   Vincent de Kerleau

Abad Bear e 1443, Prières, e 1467 ; eskob Leon e 1472 ; marvet e 1476.

En glazur e garv en aour.
1484   François Chrétien de Tréveneuc

senesal Roazhon

En geot e dreustell en aour heuliet gant tri helm war o c'hostez ivez en aour.
1485   Jacques de la Villéon

senesal Roazhon

En argant e gelenenn c'heotet ; e grenngonk plezhek etre sabel hag aour.
1487   Philippe de Montauban du Bois de la Roche

marvet e 1516

En gul e seizh mailhenn en aour, e zrailhenn en argant a beder fastell.
1488   Gilles de la Rivière,

arc'hdiagon Roazhon

En gul e gebrenn en erminoù.

Beskañsellerien

kemmañ
1420   Jean de Bruc En argant e rozenn en gul nozelek en aour.
1451   Yves de Pontsal

eskob Gwened; marvet e 1476

En argant e dreustell en gul karget gant teir bezantenn en aour, ha heuliet gant c'hwec'h brizhenn erminig, 3, 3.
1457   Jean Ynisan En aour e dreustell en gul heuliet gant teir ruilhenn ivez en gul.
1459   Bertrand de Coëtanezre

Aluzenner an dug

En gul e dri c'hleze en argant krogennet en aour, begoù ouzh beg ha sourinet.
1460   Jean de Rouville

eus Bro-Bikardi

En argant e sourin en gul karget gant teir rozenn en argant ha heuliet gant div greskenn en gul, an hini ouzh kab war e c'hin.
1462   Guy du Bouchet

e vo eskob Kernev e 1480; marvet e 1484

En sabel e groaz koñchek en argant.
1464   Jean de Romilley

marvet e 1480

En glazur e zaou leonparzh en aour an eil dreist egile, krabanet, teodet ha kurunet en gul.
1491   Guillaume Gueguen

e vo eskob Naoned e 1500; marvet e 1506

En argant e wezenn-olivez c'heotet ; e grennbalefarzh en erminoù, karget gant div gadvouc'hal en gul peuliek.
1512   Jean Berthelot

a zo bet kuzulier ouzh Grands-Jours e 1508

Rannet etre erminoù ha glazur, e gebrenn ha teir mailhenn an eil en eben.
1524   Jean Briçonnet

a zo bet kuzulier ouzh Grands-Jours e 1495; marvet e 1538

En glazur e sourin genframmek etre aour ha gul, ar c'henframm kentañ en gul karget gant ur steredenn en aour.
1532   Louis des Déserts

a zo bet prezidant ouzh Grands-Jours e 1528

En sabel e gab dentek en argant karget gant teir c'hregilhenn en gul.

Mirourien Sielloù

kemmañ
1421   Bertrand Huchet de la Bédoyère Palefarzhet; ouzh 1 ha 4, en argant e dri hucher en sabel; ouzh 2 ha 3, en glazur e c'hwec'h hanochenn doull en argant, 3, 2, 1
1450   Eon Beaudouin Re neubeut a venegoù
1457   Olivier Maignan de l'Ecorse En gul e sourin en argant karget gant teir c'hregilhenn en sabel

Kadoridi Breujoù an Dug, barnerien hollek Breizh

kemmañ
1380   Guillaume l'Evesque de la Silandais En sabel e sourin eilhonek en argant karget gant teir flourdilizenn en gul
1385   Bernard de Keroncuff Treustellet a c'hwec'h pezh etre argant ha gul, e gebrenn balirant en glazur
1388   Bernard Couppu de la Coupouaye En argant e groaz en sabel karget gant pemp steredenn en aour
1390   Eon de Kerouzéré E limestra, e leon en argant
1403   Pierre de l'Hôpital En argant e sourin en gul karget gant ur c'hilhog en argant, kribellet, barvet, ha krabanet en gul, hag heuliet gant ur voualc'henn en sabel ouzh kab.
1440   Guillaume de la Loherie Barlennet etre argant ha gul a eizh pezh
1457   Jean Loaisel / Loisel En argant e deir moualc'henn en sabel
1430, pe 1439 ? pe all ?   Bertrand Milon En glazur e dri fenn levran diframmet en argant, gwakoliet en gul
1489   Main de Coëtgoureden de Kermatéman En gul e groaz gindric'herniek en argant
1492   Jean Scliczon de Keralio En glazur e greskenn en argant heuliet gant teir rodig-kentr ivez en argant

Gouarnourien (eus 1492 da 1736)

kemmañ
1492   Jean de Chalons, priñs Orange; marvet e 1502 [2] En gul e sourin en aour
1502   Jean de Rieux, marichal Breizh; marvet e 1518 En glazur e zek bezantenn en aour, 4, 3, 2, 1
1525   Guy XVI de Laval, kont Laval; marvet e 1531 En aour, e groaz en gul, karget gant pemp c'hregilhenn en argant, hag heuliet gant c'hwezek erezan en glazur, pevar ouzh pep konk.
1531   Jean de Laval, baron Kastell-Brient; marvet e 1542 ""
1542   Jean de Brosse, dug Étampes, marvet e 1566. Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en glazur e dri manal en aour ereet en gul ; ouzh 2 ha 3 en erminoù.
1566   Sébastien de Luxembourg, beskont Martigues; marvet e 1569

 

Palefarzhet; ouzh 1 ha 4, en argant e leon daoulostek en gul, teodet, krabanet, ha kurunet en aour, e lost ; ouzh 2, en gul e groaz en argant; ouzh 3 en erminoù
1569   Louis de Bourbon, dug Montpensier; marvet e 1582

 

En glazur e deir flourdilizenn en aour; e sourinan krennet en gul, karget ouzh kab gant ur greskenn en aour
1582   Philippe-Emmanuel de Lorraine, dug Mercoeur; marvet e 1602

 

1598   César de Bourbon, dug Vendôme; marvet e 1665

 

1626   Pons de Lauzières, markiz Thémines, marichal c'hall; marvet e 1627

 

1632   Armand-Jean du Plessis, dug Richelieu; marvet e 1642

 

En argant e deir c'hebrenn en gul
1647   Anna a Aostria, rouanez enebarzherez Bro-C'hall; mavet e 1666

 

1670   Charles-Albert d'Ailly, dug Chaulnes; marvet e 1698

 

1695   Louis-Alexandre de Bourbon, kont Toloza; ha dug Penteur; marvet e 1737

 

1736   Louis-Jean-Marie de Bourbon, dug Pentevr ; marvet e 1793

 

Melestrourien (eus 1689 da 1788)

kemmañ
1689   Augustin-Robert de Pomereu

 

En glazur e gebrenn en argant, heuliet gant tri aval en aour
1692   Louis Béchameil de Nointel En glazur e gebrenn en aour, heuliet gant teir falmezenn ivez en aour
1705   Antoine-François Ferrand

Eus Bro-Boatev

En glazur e dri c'hleze en argant, an hini kreiz ouzh kab, e dreustell valirant en aour
1716   Paul-Esprit Feydeau de Brou En glazur e gebrenn an aour heuliet gant teir c'hregilhenn ivez en aour
1729   Jean-Baptiste le Gallois de la Tour

(eus Bro-Brovañs)

En sabel e lammell en aour
1734   Jean-Baptiste-Elie Camus de Pontcarré de Viarmes En glazur e deir c'hreskenn en argant, ur steredenn en aour ouzh kondon
1753   Cardin-François-Xavier de Bret ; marvet e 1765. En aour e lammell en gul heuliet gant ur voualc'henn en sabel ouzh pep konk ; karget gant ur skoedig en argant dreistkarget gant ul leon en sabel teodek en gul.
1765   Jacques de Flécelles; marvet e 1789 En glazur e leon en argant; e gab en aour karget gant teir zorzhell en gul.
1767   Marie-François-Bruno d'Agay En aour e leon en gul; e gab en glazur
1771   Guillaume-Joseph Dupleix de Bacquencourt Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en glazur e gebrenn en aour heuliet ouzh kab gant daou besk penn-ouzh-penn, hag ouzh beg gant ur steredenn, an holl en arg ant; ouzh 2 ha 3 en glazur hadet gant karelloù en aour, pep hini karget gant ur steredenn en glazur.
1775   Anne-Nicolas-Robert Caze de la Bove En glazur, e gebrenn heuliet ouzh kab gant div lankell hag ouzh beg gant ul leon, an holl en aour
1783   Antoine le Fèvre de Caumartin de Saint-Ange En glazur e bemp pempenn en argant
1785 ? Antoine-François Bertrand de Molleville; marvet e 1818 Ardamezioù disanvet
1788 ? Germain-François Faure de Rochefort Ardamezioù disanvet

Levrlennadur

kemmañ
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  1. Aotrouniezh e Goven
  2. Mab Guillaume, ha Catherine a Vreizh, c'hoar an dug Frañsez II