Hoatzin
| |||
---|---|---|---|
Un hoatzin.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Opisthocomiformes | ||
Kerentiad : | Opisthocomidae | ||
Genad : | Opisthocomus | ||
Anv skiantel | |||
Opisthocomus hoazin (Statius Müller, 1776) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An hoatzin[1] a zo un evn, Opisthocomus hoazin an anv skiantel anezhañ, hag a vev er geunioù pe tost ouzh ar stêrioù e Suamerika.
Doareoù pennañ
kemmañA-vent gant ur fazan eo, etre 60 ha 70 cm. Glas eo e zremm ha ruz e zaoulagad. E gorf zo gell-kistin hag e lost glas-gwer ha gwenn en e veg. Ur guchenn bluñv gell-ruz zo war e benn. Ar plog zo noazh pa vez ganet, gant daou skilf e penn e zivaskell hag a steuz pa erru an evn en e oad gour.
Gouennañ hag emzalc'h
kemmañGouennañ a ra an hoatzin e koulz ar glaveier. Sevel a ra e neizh 2-4 metr a-us d'an dour ha dozviñ daou pe dri vi hag a vez goret ur mizvezh. Ar plog a chom en neizh 2-3 sizhun goude bezañ digloset. Maget e vez gant ar par koulz ha gant ar barez.
Par ha parez a zifenn o zachenn : reiñ a reont da c'houzout d'an hoatzined all eo o zachenn dre ober lidoù-parañ, trouzioù boud hag en em zerc'hel en ur mod tagus. Ar re vihan a chom gant o zud ur bloaz pe zaou. E-pad ar prantad-se e sikouront o zud dre ober war-dro ar ploged ha difenn an dachenn.
Un nijer dizampart eo an hoatzin. Evit tec'hel kuit rak ur preizhataer (marmouz, evn-preizh, naer...) e ra an hoatzin yaouank gant e skilfoù evit krapat ouzh ar gwez. Ma n'eo ket trawalc'h evit achap kuit e spluj en dour a-is d'an neizh ha neuial dindan-gorre.
Boued
kemmañEn em vagañ a ra diwar zelioù, hag a-wechoù frouezh ha bleunioù. Estreget ar skilfoù e penn divaskell an hoatzin yaouank zo dibar d'an evn-mañ : e grubuilh ledan a ro bod da vakteri hag a servij da derriñ goloenn kelligoù an delioù hag aesaat o c'hoazhañ. An evn nemetañ eo gant ur sistem koazhañ evel-se.
Rummatadur
kemmañAr spesad nemetañ eo er genad Opisthocomus hag er c'herentiad Opisthocomidae. Diouzh an evnoniourien e vez renket an hoatzin en urzhiad Cuculiformes pe Opisthocomiformes. N'eo ket sklaer c'hoazh peseurt evned eo ar re dostañ oute a-fet rummatadur : ar c'houkouged pe an tourakoed.
Annez
kemmañKavet e vez al labous e koadeg an Amazon, ha pladenn Guyana ivez[2].
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Hervez TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ Fichenn eus Birdlife