Pleurestud
kumun Il-ha-Gwilen
Pleurestud | ||
---|---|---|
![]() Ar maerdi. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Ploertut | |
Anv gallek (ofisiel) | Pleurtuit | |
Bro istorel | Bro-Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Sant-Maloù | |
Kanton | Dinarzh (betek 2015) Sant-Maloù-2 (abaoe 2015) | |
Kod kumun | 35228 | |
Kod post | 35730 | |
Maer Amzer gefridi | Alain Launay 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | KK Aod an Emrodez (sez) | |
Bro velestradurel | Bro Sant-Maloù | |
Lec'hienn web | www.pleurtuit.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 6 910 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 233 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 83 m bihanañ 0 m — brasañ 92 m | |
Gorread | 29,67 km² | |
kemmañ ![]() |
Pleurestud a zo ur gumun eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen.
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: nac'het e voe al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant an tri c'hure [2].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 136 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,32 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [3].
Eil Brezel-bedAozañ
- Mervel a reas 24 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel [4].
- Un nijva eus al Luftwaffe (aerlu alaman) a voe er gumun [5]; bombezet e voe gant ar Royal Air Force en noz d'ar 14 aviz Eost 1940 [6].
- D'ar 4 a viz Gwenholon 1940 e voe gwallaozet un nijerez Junkers Ju 88 A-1 kodet L1+AK eus an aerlu alaman (Luftwaffe) en East Grinstead (Bro-Saoz) gant nijerezioù-chase eus ar Royal Canadian Air Force; dont a reas a-benn da zouarañ e Pleurestud; pevar nijour a oa en he bourzh[7];
- D'ar 26 a viz Genver 1942, un nijerez Junkers Ju 88 A-5 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) a stokas ouzh un nijerez p’edo o tibradañ eus an nijva. Lazhet e voe ar pevar nijour a oa en he bourzh; douaret int e Marigny (Bro-C'hall) [8].
- En noz etre ar 26 a viz Ebrel hag ar 27 a viz Ebrel 1942 e rankas ur c'harr-nij Junkers Ju 88D-1 eus al Luftwaffe douarañ gant mall en nijva goude bout bet taget ha gwallaozet gant un nijerez Beaufighter eus ar Royal Air Force; lazhet e voe e vindrailhour, douaret eo e Marigny[9].
- D'ar 4 a viz Mae 1942 e voe distrujet div nijerez Junkers Ju 88 eus al Luftwaffe en nijva; c'hwec'h nijour a voe lazhet, douaret int e Mont-de-Huisnes, gloazet e voe un nijour all[10].
- D'an 29 a viz Even 1942 e voe distrujet un nijerez Dornier Do 217 eus al Luftwaffe en nijva gant Karel Miroslav Kuttelwascher, ur sturier tchekoslovakiat eus ar Royal Air Force[11].
- D'an 29 a viz Mae 1943 e rankas ur c'harr-nij Focke-Wulf FW 190A- eus al Luftwaffe douarañ mallus en nijva goude un emgann-aer; lazhet e voe e sturier, douaret eo e bered alaman Marigny[12].
- 8 a viz Eost-12 a viz Eost 1944: dieubet e voe Pleurestud goude emgannoù start etre lu SUA hag an Alamaned[13].
TOEAozañ
- Mervel a reas c'hwec'h den eus ar gumun [14].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
DouaroniezhAozañ
Kal Jouvente war ar Renk.
- War lez ar Renk emañ Pleurestud.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

TudAozañ
MelestradurezhAozañ
BrezhonegAozañ
DeskadurezhAozañ
- E distro-skol 2020 e oa 21 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (3,0 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Alamagn | Ransbach-Baumbach | 1986 |
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.19
- ↑ [1] Monumant ar re varv - Memorial GenWeb
- ↑ [2] Monumant ar re varv - Memorial GenWeb
- ↑ ABSA
- ↑ Eddy Florentin, Quand les Alliés bombardaient la France 1940-1945, Embannadurioù Perrin, 1997, pajenn 15
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Jean-Claude Petit, La Bataille de Pleurtuit
- ↑ [3] Monumant ar re varv - Memorial GenWeb