Porched ar Baradoz
Porched ar Baradoz (galizeg : Pórtico do Paraíso) eo anv ar strollad kizelladurioù hag a ro digor da iliz-veur Ourense dre ar porched pennañ.
En hanterenn gentañ an XIIIvet kantved e voe savet, da vare an eskob Lourenzo (1218-1248) hag a echuas oberennoù an iliz-veur ; bezet pe vezet, goude 1230 e voe echuet Porched ar Baradoz. Heverk eo al liesliverezh en deus miret abaoe an orin ; n'eus liv ebet ouzh an eildor avat.
Porched ar Baradoz | |
---|---|
Dezverkoù | |
Bro | Galiza |
Kêr | Ourense |
Lec'hiadur | 42°20'11" N - 7°51'49" K |
Den ne oar piv e voe aozer pe aozerien ar Pórtico. Gouez d'an istorour ha henoniour galizat Ángel del Castillo López (1886-1961) e voe savet gant ur mestr-kizeller anvet Juan Evangelista :
Tras la fachada principal... existe el llamado Pórtico del Paraíso, de principios del siglo XIII, es obra, al parecer, del maestro Juan Evangelista, (según inscripción de cierta figura de un ángel, encontrado hace unos años).
"A-drek an tal pennañ... emañ ar pezh a anver Pórtico del Paraíso, eus deroù an XIIIvet kantved, hag a zo un oberenn digant ar mestr Juan Evangelista war a hañval (hervez un enskrivadur war delwenn un ael, bet kavet daou vloaz zo).– Ángel del Castillo López : « Inventario de la riqueza monumental y artística de Galicia »[1]
E gwirionez, emañ an enskrivadur-se – Juan Evangelista fecit "Juan Evangelista er greas" – war un ael trompilher hag a zo hiziv e Mirdi an iliz-veur, ha distag-krenn eo diouzh Porched ar Baradoz, evel m'en diskouez arbennigourien evel Serafín Moralejo, Ramón Yzquierdo Perrín, Xosé Carlos Valle Pérez hag Eduardo Carrero Santamaría : hervezo, n'eus diazez solius ebet da zebarzhadur Ángel del Castillo López.
Hervez an istorourez Natalia Conde Cid e vije bet daou strollad kizellerien o sevel an timpan (an ichou etre ar bolzioù gwareg hag ar c'holonennoù).
Betek 1230 e vije bet ur strollad kentañ o voulc'hañ al labour dre skultañ ar rann izelañ : ar sichennoù, ar c'holonennoù, ar profeded hag an ebestel. Pevar den a vije bet, diouzh neuz plegoù ar saeoù hag al lusk a verzer a zelwenn da zelwenn : da gentañ ar profeded Hosea ha Malac'hi ha tri abostol dianav ; un eil kizeller a savas Yehezkel, Havakouk, Yona, Yeshaia, koulz ha delwennoù an ebestel Yann hag Andrev ; digant un trede e voe ar profeded Daniel ha Yirmia hag an ebestel Jakez ha Mazhev ; ur pevare a gizellas ur profed dianav hag an ebestel Pêr ha Paol[2].
Kenali eo ar braz eus an arbennigourien evit lavarout e teue ar gizellerien-se eus labourva ar mestr Mateo, aozer Pórtico de la Gloria iliz-veur Santiago de Compostela, pe e voent levezonet-bras gant e labour. Gwir eo ez eo heñvel lec'h an ebestel hag ar brofeded en Ourense ouzh hini Compostela, ha damheñvel eo an teknikoù bet implijet koulz en delwennoù-kolonennoù hag er gwaregoù bihan. Gotek eo doare an daou borched, hogen romanekoc'h eget hini Pórtico de la Gloria eo doare Porched ar Baradoz, petra bennak ma 'z eo oberenn Ourense nevesoc'h eget hini Compostela.
Lod arbennegourien all a wel en Ourense levezon labourvaoù Amiens ha Pariz, a dizhas Galiza a-c'houde bout labouret war iliz-veur Burgos.
Ar sevel
kemmañA-unvouezh e lavar an arbennigourien ez eo kar framm Porched ar Baradoz ouzh hini Pórtico de la Gloria Compostela, met petra bennak ma 'z eo eeunoc'h stumm Ourense ne c'heller ket e lakaat da eilad fall. Evel hini Compostela, ne voe ket soñjet porched Ourense evel un digor war an iliz-veur : ur jabarleg war valir eo ; hag evit gwir, ne voe ket digor war an diavaez kent deroù an XXvet kantved.
Evel iliz-veur Santiago e voe savet hini Ourense war un dachenn war ziribin war-du ar c'hornôg, ar pezh a redias ar saverien da greñvaat ar gwele ouzh troad tal ar c'hornôg ; evit abeg pe abeg e voe merzet stad fall ar pileroù er XVIvet kantved : pa voe karget Roberto Gil da nevesaat an iliz-veur e c'hourc'hemennas er gevrat ma vije kreñvaet ar pileroù kent labourat war an tal, evit mirout a wallañ Porched ar Baradoz[3].
Deskrivadur
kemmañEvel e Compostela emañ Porched ar Baradoz en ur mell gwareg er c'hreiz ha div wareg kostez, ur melezour da deir nev an iliz-veur. Etre ar bolzioù ez eus daou biler solut, warno delwennoù-kolonennoù : ar brofeded diouzh an tu kleiz – tu an Aviel en iliz — hag an ebestel war an tu dehoù – tu an abostol, dres evel e Compostela.
- Ar wareg kreiz
Rannet eo dre 6 kolonenn danav, bet kizellet en ur bloc'had maen hepken. E-kichen an diazez, war-du an ezkerzh, ez eus un delwenn eus an abostol Jakez war e goazez, deiziadet en drederenn gentañ eus an XIIIvet kantved hogen bet staliet aze e 1857 ; er chapel veur edo da gentañ, war a greder. Ul levr digor dalc'het gant e zorn kleiz zo war e varlenn, hag ur c'hleze en e zorn dehoù e koun ar burzhud a sevenas en Enmgann Clavijo (23 a viz Meurzh 844). Livet eo an delwenn, toneg he flegoù niverus a ziskouez neuz ar c'horf, peoc'hus eo an dremm barvek, gant blev rodellek. Ouzh treid Jakez ez eus ul loen dianav.
Ouzh laez ar wareg emañ skeudenn Itron Varia ar Frealz (Consolatrix Afflictorum). Pa voe naetaet ar Porched e 2013 e voe merzet e oa bet kizellet gant Cornielles de Holanda er XVIvet kantved – gantañ ivez e oa bet kizellet stern-aoter ar chapel veur.
- An timpan
Krommennoù tanav e kelc'hioù gweet a ya d'ober an timpan a weler hiziv. Er c'hreiz ez eus ur c'hustod ennañ un delwennig arnevez eus sant Varzhin war varc'h o rannañ e vantell gant ar c'hlasker-bara. E-kerzh nevesadur ar XVIvet kantved e voe staliet ar skeudenn-se. Ur vedalennig o tiskouez Doue an Tad zo dindani.
Ar pezh nemetañ a chom eus an timpan orin eo delwennoù 24 c'hozhiad an Apokalips o terc'hel meur a vengeg-seniñ : fleüt, kitar, biol, telenn ; evel e Compostela, daou gozhiad ar c'hreiz a son gant an ograou. Azezet eo ar gozhidi, gwisket gant tonegoù kinklet pe, evit lod, gant ur vantell roman stag ouzh o divskoaz ; kurunennoù o deus, eeun ha disheñvel pep unan diouzh ar re all, ha troet eo o fennoù war-du o amzezeien evel pa vijen o toullañ kaoz.
-
Lod eus ar 24 c'hozhiad
-
An daou ograouer
-
An abostol (munud)
- Ar gwaregoù bihan
Diouzh tu an Aviel (kleiz) e c'hellje ar wareg diskouez ar Baradoz. Div arc'hbolz zo outi, kinklet gant plant eeun, hag un timpan diginkl.
Diouzh tu an abostol (dehoù) emañ ar Varn diwezhañ ; div arc'hbolz zo ivez, hogen kinkletoc'h a-galz hag e doare Compostela. En hanter-wareg an tu dehoù e weler eneoù kondaonet d'an Ifern ha jahinet gant euzhviled ha diaouled (tud krouget, re all piaouet gant euzhviled, merc'hed denet gant naeron a-istribilh ouzh o bronnoù – ikonografiezh klasel poanioù an ifern er Grennamzer eo). En tu kleiz emañ an eneoù dilennet, tudennoù en noazh douget gant aelez war-du an Neñv.
An hevelep skeudennoù zo en un trede gwareg diavaez ha strishoc'h. En alc'hwez an arc'hbolz diavaez emañ an doue barner, hag en hini an arc'hbolz diabarzh e weler an arc'hael Mikael.
- Delwennoù-kolonennoù
Pileroù solut a zisrann an teir gwareg, pep piler o vezañ savet diwar seizh kolonenn lenkr, teir a bep tu hag unan er c'hreiz, echuet gant ur grommvegenn kinklet gant plant. War ar-re-se emañ delwennoù-kolonennoù an ebestel hag ar brofeded ; astennet eo pep kolonenn greiz gant unan all, lenkr, hag a zisrann strolladoù teir delwenn.
War an delwennoù ez eus togennoù ha krommvegennoù all, ha warno arc'hbolzioù pe strolladoù aelez o wareziñ eneoù ar wenvidien stummet evel bugaligoù. Ha war an aelez-se ez eus ur c'hondre hag a skor nervenn ar volz.
-
Ar brofeded Yona, Daniel, Yirmia ha Yeshaia
-
An ebestel Mazhev, Andrev
hag an hini dianav C -
An ebestel Pêr, Paol, Jakez ha Yann
Notennoù
kemmañ- ↑ (es) Google Books
- ↑ (es) CONDE CID, Natalia : El Pórtico del Paraíso como foco receptor de modelos artísticos foráneos: Arte, Poder y Liturgia
- ↑ (es) Eskopti Ourense.