Ar ría a c'hoarvez eus un darvoud e douarouriezh ur vro hag a ro e stumm da c'henoù ur stêr pa zegouezh er mor. Bez ez eo un aber en ur saonenn vras, hogen ne deu ket eus an diskornañ evel ar fjord e Norge.

Kêriadenn Rianxo er ría de Arousa
Kêr Marín er ría de Pontevedra
Ría de Ferrol

Alies e vez lavaret ría pe aber, tud zo a ra gant aber pa gomzont eus douaroniezh Breizh, gant ría pa gomzont eus hini Galiza. Ar memes tra eo e gwirionez, nemet e vez brasoc'h alies re Galiza.

En Spagn ec'h anavezer ar Rías Baixas hag ar Rías Altas en Galiza. Koulskoude e kaver aberioù heñvel en Asturiez, Cantabria, Euskadi ha Huelva, e Spagn, hag an aberioù e Breizh. En Portugal n'eus nemet unan, ar Ría de Aveiro.

  Ur pennad rías Galiza zo ivez.

Aberioù Breizh

kemmañ

E Breizh e lavarer aber eus ur ría, koulz en galleg evel en brezhoneg. Setu un darn eus ar re vrudetañ: