Rhos (hanternoz Kembre)

(Adkaset eus Rhôs)


Ur rouantelezh vrezhon e oa Rhos er pezh a zo bremañ Sir Ddinbych, e hanternoz Kembre. Hec'h anv, kar d'ar brezhoneg roz, a dalvez lanneg. Un darn eus rouantelezh Ceredigion e oa da gentañ, moarvat, met er Vvet kantved ez eas gant Gwynedd.

Rhôs
Rhôs

445 – 560
Location of Rouantelezh Rhôs
Location of Rouantelezh Rhôs
Ar rouantelezhioù brezhon er Vvet ha VIvet kantved er vro a zeuy da vout Kembre. Evel-just ne oa ket eus an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz, div vro ha ne oa ket anezho d'an ampoent.
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Disrannadur rouantelezh Cunedda 445
 - Staget ouzh Gwynedd 560
Isrouantelezhioù Gwynedd
AfflogionDogfeilingDunodingEdeyrnionMeirionnyddOsmaeliogRhosRhufoniogYsfeilion

E 480 e voe roet ar rannvro da Owain Ddantgwyn evel un isrouantelezh. Lazhet e voe Owain Ddantgwyn gant Maelgwn Gwynedd met kemeret e voe penn ar rouantelezh gant Cynlas Goch, a vez komzet diwar e benn gant Gweltaz e-barzh De excidio Britanniae. E vab Einion ap Cynlas a stagas isrouantelezh Afflogion ouzh e hini met ne voe ket gouest e ziskennidi da virout o frankiz. Goude 560 e voe renet Rhos war-eeun gant rouaned Gwynedd war a seblant.

Familh roueel Rhos a chomas pouezus avat, hag unan eus hec'h izili, Caradog ap Meirion a eas da roue Gwynedd en VIIIvet kantved.

Kêr Dinerth e oa kêr-benn Rhos moarvat, e-kichen Llandrillo-yn-Rhos. Aze, war Bryn Euryn, e oa bet kavet rivinoù ur c'hreñvlec'h a c'hellfe bezañ bet palez rouaned Rhos.

Listenn rouaned Rhos (bloaziadoù disur)

kemmañ

Liammoù diavaez (e saozneg)

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ